Brezhoneg Bro-Vear

Ar marc'hadour moc'h

Kontet gant Michel Jekel (kaozeadenn Hent Don 22/05/2012)

Un devezh oa… Se a oa arriet gant… Pegoulz e oa se, arru zo pell zo abaoe. E oa unan, marc'hadour-moc'h, deus etrezek Gouareg e oa. Ne oa ket deus Gouareg non mais, du-hont e oa manet pann gant e oto. « Penaos ec'h an d'ober, emezañ ? ».

Eñ o vont d'ur garaj bihan a oa. A-benn neuze e oa arri eizh eur hanter noz. Hag e oa moc'h gantañ 'ba e gamionetenn. Da gas da foar Gwerliskin. « Ah, penaos ec'h an d'ober, emezañ ? Bremañ on pann amañ gant moc'h bihan, me zo (c'hwil ?) 'ha ».

Ha eñ goulenn gant ar mekanisian, ne oa ket mekanisian er gêr.

« Met a-benn arc'hoazh beure, première heure, a-benn eizh eur hanter e vi depannet hañ ». Gouvezout a raent petra a oa. « Hag ar pezh 'meump ket, oblijet da gerc'hat ar pezh deus Rostrenn. Hag a-benn arc'hoazh beure zo un ouvrier, ec'h an da adlâret dezhañ digas ar pezh hag e-giz-se e vi depannet. A-benn eizh eur hanter e vi prest da bartiañ. 'Teus ket nemet mont, aze zo un tamm restorant bihan, tal-kichen ar pont aze, canal Nantes à Brest. » Ha hemañ o vont 'vat.

« Moaien e vez din debriñ ma goan ha da gaout ur gambr emezañ ?

– Ah ya met euh… e miz eost evel-se ne gavi ket kambroù amañ, amañ int feurmet tout d'an douristed. Ur person deus Saint-Anne d'Auray zo a-baouez arriet aze bremañ-souden ivez, ha zo… 'neus kemeret ur gambr, ha 'neus ur pezh gwele e-barzh, marteze e vefe kontant da bartajiñ ar gwele ganit ? Ec'h an da brezantiñ anezhañ dit, emezañ, marteze, ne vefe ket problem. » Ha hemañ o c'houlenn gant an aotrou person.

« Aotrou person, kontant e vefes da bartajiñ da gambr ganin ?

– Oh ya, emezañ, pas de problème, ya ya ya ! Evel e vez graet 'vat ! »

Hag ar re-mañ o tebriñ o goan, ha hemañ o paeañ ur bannac'h gwin d'ar person, poli e oa bet kwa. Hag int o vont da gousket. Ar person... ar person a oa manet diouzhtu, o komañs da roñfliñ ar person. Se ne dereñja ket anezhañ. Hag a-greiz-tout, a-greiz-tout, arri teir eur peder eur deus ar beure, ar person, me n'onn ket petra a oa o soñjal, ar person o reiñ ur grampouezhenn d'egile tal-kichen evel-se aze. O vanifestiñ e oa.

« Met, petra a c'hoari ganit emezañ ? Te zo o soñjal 'ba petra aze ? Roet 'teus ur grampouezhenn din ! »

– Oh, me a oa o soñjal e oan oc'h ober ur sermon, emezañ.

– Dam ya 'vat, emezañ, met amañ eo me, da c'hortoz, 'neus bet ur grampouezhenn, eme egile ! »

Goude e oa admanet kousket adarre met, paotr ar moc'h, ar marc'hadour-moc'h, ne oa ket kement-se... « petra ec'h an... a refen a-walc'h me da hennezh ? emezañ. Petra a refen a-walc'h evit (?) ? Kar roet 'neus unan din emezañ. Me ec'h a da esa ober un dra bennak dezhañ ivez. » A-greiz-tout e oa deut... e oa hennezh o sevel trankil, egile a oa kousket, hag eñ, ar marc'hadour-moc'h, o kregiñ 'ba skouarn ar person hag o kregiñ 'ba e lost, hag o skeiñ anezhañ deus an nor !

« Eh !!! met petra a c'hoari ganit neuze ? Te zo arri petra ? Sot out, eme ar person ?

– Oh, n'on ket 'vat, me a oa o hunvreal e oan o kargañ moc'h bihan ! »