Brezhoneg Bro-Vear

Ar goulenn dimeziñ

Kontet gant Maria Prat (klevet war Radio Kreiz Breizh).
Trugarez da Yann-Bêr Gwiader ha Tomaz Laken !

Pêrinig a oa ur plac’h yaouank, merc’h... merc’h ur menaj koulskoude, ha ne gave paotr ebet da dimeziñ, dre ma oa ar vrud en ti, da vezañ muioc’h a voged evit a dan. Goût a ouzout petra a sinifi se ? Muioc’h a voged evit a dan ! Muioc’h a lorc’h evit arc’hant. Ha ’deva... ’deva ket gwenneg ebet. Hag ar vrud-se ’deva. Ha hi o soñjal evel-henn : « Me, emezi, ’h a da lâret... da diskwel d’an dud am eus arc’hant ».

Ha d’ar c’houlz-se e oa ar c’hiz, pa vije achu an oferenn d’ar sul, ur c’hrier, paotr ar maeri, ac’h ae war ar voger da embann ar c’heloioù. Ar pezh a vije tremenet, ar pezh a vije d’arriout. Ha homañ da lâret dezhañ, ur sul ar beure : « Ret... mankout a ra dit, emezi, lâret d’an dud penaos... embann, am eus kollet me, ma yalc’had arc’hant dec’h, e oan o vont da gas pemp kant mil lur, d’ar bank da c’honit interest, hag am eus kollet anezhe war an hent. Hag an hini ’neus kavet anezhe, rentañ anezhe din hag e vo rekompañset. » Ha feiz, hemañ da embann se. Petore anv ’meus lâret ’deva ? Bon ! Lâret ’deus...

Ha homañ a oa aet da goach neuze, un tamm a-drek dor an iliz. Ha pa ’neva lâret ar c’hrier a ’deva homañ kollet he yalc’had arc’hant pemp kant mil lur, ha hi o tont d’ar red ken joaius d’e gaout da lâret dezhañ : « N’it ket d’ober gwad fall emezi, kollet ’ma ma yalc’h dec’h, ma arc’hant, met kavet int herie beure ha rentet eo din ar porte-feuille evel e oa. Gant-se emezi, am eus bet tout ma arc’hant, ’meus kollet mann ebet. »

Oh, dampet ! Met d’ar c’houlz-se e vije ur bern paotred yaouank en oferenn. « Damen e vo ! met sell aze hag he deus pemp kant mil lur ! Oh Doue ! Ma ’mije gouvezet ’deva honnezh kement-se arc’hant, me a vije bet pell zo o c’houlenn anezhi da dimeziñ avat ! Met ingal eo, herie ’h in. »

Ha reoù o vont. A-benn e oa an noz e oa bet nav pe dek. ’Deva ken d’ober nemet choaz. Bon, graet e oa an eured. An deiz-war-lerc’h, hemañ da... an ozhac’h yaouank da lâret dezhi :

« – Bon, emezañ, peogwir ’meump d’ober sevel hom mobilier, hom menaj, marteze ne vije ket fall din-me prenañ ur vuoc’h ivez.

– Ah ya avat ! emezi, honnezh eo an ide gwellañ dit, prenañ ur vuoc’h.

– Ac’hanta, emezañ, herie emañ ar foar Mikael en Lannuon, ro din arc’hant, ha me ’h a da vont da brenañ ur vuoc’h.

– Reiñ dit arc’hant ? Deus pelec’h emezi ? Me ’meus gwenneg ebet.

– Met ar pemp kant mil lur az poa kollet ha kavet goude adarre ?

– Me ’meus gwenneg... me, emezi, am eus bet ur pried kuit a oa gwenneg ebet, ma keret bezañ ken digourdi ha me, az poa ur vuoc’h hep arc’hant ivez.

– Ac’hanta, emezañ, bezañ ’mo. »

Ale ! ha hemañ en rout. Arri ur pennad, ma oa en hent, un tamm kroashent, un tamm... hag-eñ oc’h aretiñ ur pennad da soñjal : « ’Mo ket a-walc’h da vont da foar Mikael da brenañ ur vuoc’h, me ’meus gwenneg ebet. Ha deus pelec’h ’mo ? » Hag eñ a wel ur c’had, ur c’had o lampout er-maez deus un torkad lann war ur c’hleuz eno. « oh ! Damen e vo ! emezañ, pari aze emezañ, a zo gedon bihan. Ar c’had a oa war e ched aze. « Me ’h a da sellet ’ba an neizh. » Hag eñ a vout e zorn en neizh hag o kavet teir gad vihan vihan eno. « Han ! » Eñ da dapout anezhe.

Hag un tamm pelloc’h, e oa ur pezh gwezenn-beupli uhel, hag un neizh pig war-veg ar wezenn. Hemañ da lakat an teir gad vihan ’ba godell e borpant ha da grapat er wezenn-beupli. Ha feiz... ha da lakat an teir gad vihan ’ba ar wez... en neizh-pik, er wezenn-beupli. Hañ ? N’eo ket se kaout itrik ? Hag eñ da diskenn en traoñ ha d’azezañ neuze, pe da chom eno, da chom eno un tamm barket eno da sellet deus an neizh. Ec’h arrias daou aotrou, o chaseal. Gant pep a daou gi, fuzuilhoù hag o zraoù en etat gante.

« – Oc’hola avat ! emeze, c’hwi zo manet aze war ho kemend-all. C’hwi ’peus an aer da vezañ ’meus aon o studiañ an astroù.

– Me avat, eme hemañ, a zo manet amañ, da welet un dra na ’ma gwelet biskoazh, peogwir emezañ n’eo ket kredapl, met gwir eo koulskoude. A soñj deoc’h, emezañ, aotrounez, am eus gwelet ur c’had, o tiskenn, o tiskenn deus un neizh-pig, o tiskenn deus ur wezenn-beupli.

– Petra ? eme an daou aotrou. Ur c’had, o tiskenn deus ur wezenn-beubli ? Evit petra ’teus c’hoant da gemer ac’hanomp ? Memes tra ’teus ket gwelet biskoazh kemend-all !

– Nann, me ’ma ket gwelet biskoazh kemend-all, met herie ’meus gwelet avat. Ha me zo kontant da bariiñ sell, ha posubl e vez dek mil lur e vez on kontant da bariiñ penaos ’ba an neizh, er wezenn-beupli aze emezañ, a zo gedon bihan.

– Añfin ! Met te zo sot a-walc’h... ’meus aon emeze, out krog da labourat deus dindan da dog !

– N’on ket avat emezañ, peogwir ’meus tog ebet.

– Ac’hanta ! emeze, ma out kontant, me zo kontant da bariiñ dek mil lur all ivez, penaos n’eo ket gwir se !

– Ac’hanta ! Me, eme an aotrou all, a bari kemend-all. Dek mil lur ! Dek mil lur a bariomp tout penaos n’eo ket gwir e c’hallfe bezañ gedon bihan ’ba beg ur wezenn-beupli. Biskoazh den ’na gwelet kemend-all moarvat !

– Kae da welet ma kerez, ha neuze e kredi.

– Ac’hanta emezañ, ec’h an da vont. »

Ha hemañ da adkrapat er wezenn. Ha pa oa arri e beg, eñ o tapout e zorn, e zorn, ’ba... ’ba an neizh, hag o tapout teir c’had vihan. Hag eñ o lakat anezhe e godell e borpant hag o tont en traoñ. Diskouezet anezhe d’ar chaseerien. « Sell aze ! emezañ, teir gad vihan ’ba un neizh e beg ur wezenn-beubli ! Ha gant-se eo bet ar c’had aze, deut da gedal. » Kollet gante o dek mil lur o-daou. Setu ’deva renket pa ’deva pariet ’deva renket reiñ anezhe. Roet ’deva anezhe da hemañ.

Hemañ da bartiañ da foar Vikael, prenet gantañ kaerañ buoc’h a oa en Lannuon. Ha pa oa arri er gêr e lâras d’e wreg : « Sell aze ! emezañ, te ’teus bet ur paotr hep arc’hant, me ’meus bet ur vuoc’h ivez, hag ur vuoc’h pie-noire, hag ar pezh zo kaeroc’h c’hoazh xxx (?), ur vuoc’h pie-noire hag a zo ganti laezh gwenn. »

Hein ? Ne oa ket se bezañ digourdi ?