Brezhoneg Bro-Vear

Bragoù tad-kozh

Kontet gant Maria Prat (klevet war Radio Kreiz Breizh).
Trugarez da Yann-Bêr Gwiader ha Tomaz Laken !

Ifig, Ifig a oa aet ivez da gerc’hat bara justamant d’ar voulañjiri. Hag e oa div blac’h eno o kaozeal, o c’hortoz. Hag unan anezhe a lâr evel-henn :

« – Ma ! emezi, Ifig amañ emezi, a zo hañval deus e dad, daoulagad e dad toutafet ’neus.

– Ya ’vat ! eme eben, ha daoula... ha fri e vamm.

– Oh ! eme Ifig, ma ’meus daoulagad ma zad, ha fri ma mamm, evit ma bragoù n’eo ket hini ebet anezhe, peogwir emañ bragoù ma zad-kozh ganin. »