Kontet gant Maria Prat (klevet war Radio Kreiz Breizh).
Trugarez da Yann-Bêr Gwiader ha Tomaz Laken !
D’ar c’houlz-se a oa ar c’hiz, ar paeron hag ar baeronez da choaz an anv d’ar bugel. Bremañ eo an tad hag ar vamm, met d’ar c’houlz-se... Hag un devezh e oa ur vadeziant e Berlevenez. Hag ar paeron a oa er gêr, Jañ-Mai, Jean-Marie, hag e oa oc’h ober e doaletenn da dont da vadeiant ar paotr bihan. Hag e wreg da c’houlenn digantañ :
« – Petore anv emezi out e sell da reiñ d’az filhor ivez ?
– Oh ! Me n’onn ket kaer avat emezañ. Evelton ivez moarvat, Jean-Marie.
– Bah ! Jean-Marie, se zo re hir ha re a c’hiz kozh. Lak anezhañ Jean tout court.
– Bon ! Ma plij se dit, me zo ingal din. Ale ! »
Goude, a-raok antren en iliz ec’h arrias ar vaeronez.
« – Petra, emezi, ec’h it da c’houlenn digant ar paeron ? Petore anv, emezi, a vo roet d’ar paotr bihan ?
– Ah ! emezañ, ma gwreg a deus c’hoant e vefe laket Jean tout court.
– Hañ ! Me ’meus desped avat, emezi. Kar me zo Alexandrine ma anv, ha ’mije bet c’hoant ’nije laket Alexandre en anv an hini bihan ivez.
– Oh ! Graet e vo ivez avat moarvat ! Se n’eo ket lâret e koustfe muioc’h. »
Bon, pa oant arri en iliz, ar person da c’houlenn digante, digant ar paeron :
« – Petore anv, emezañ, a vo laket d’ar bugel ?
– Jean Tout Court Alexandre, emezañ. »
E c’hall (doule ?) krediñ, ar person a oa chomet da sellet deus ar paeron.
« Hañ ! emezañ, aotrou person, ma kavit re reiñ tri anv d’ar paotr bihan, suprimit an hini kentañ. Rakkar an eil a zo choazet gant ma gwreg, hag an drivet gant ar vaeronez. Hag ar merc’hed, c’hwi a oar, pe ma n’ouzoc’h ket, me ’h a da deskiñ deoc’h, ar merc’hed a vez ret bale hent gante. »
Hag evel-se, me a gred a oa laket ar paotr bihan Tout Court Alexandre.