Brezhoneg Bro-Vear

Ar pilulennoù da yaouankaat

Kontet gant Ifig Raoul (kaozeadenn Hent Don 29/04/2014)

Gwechall-gozh, pa oan yaouank, e oan bet mobilizet kwa, mobilizet 'ba ar soudardiri. Goulennet 'ma mont 'ba an aviasion met paper 'ma bet a oa da vont martolod war-vor. Te, Remy, a oar petra eo martoloded kwa hein. Martolod war-vor, emezon-me ? Koulskoude 'ma goulennet an aviasion, met añfin, gwelet e vo se, met ret e oa din sentiñ kwa peotramant e vije arriet paotred Mari-Robin da gerc'hat ac'hanon kwa hein.

Bon, ha diwar-se, a-benn ar fin neuze, 'ma renket mont da gemer ma batimant da Vrest. Boñ, ha ma zad ha mamm a oa deuet da gas ac'hanon d'ar gar kwa hein. Gar Koneri. N'eo ket la gare des conneries hañ. Gar Sant Goneri. Hag evel-just an tren a oa da dek eur pe evel-se hag e teue ma zad ha ma mamm da gas ac'hanon d'ar gar gant Cadine bepred war ar wetur kwa hein.

Met ma zad, da dek eur emezañ, amzer 'meus da vont d'ober un tamm labour aze e-kichen… e-kichen ar gêr e oa aet 'ba ar park, 'ba al liorzh, drek an ti. Dour a oa deuet hag euh… ma mamm a oa o c'horo ar saout, o sikour ma c'hoarezed da c'horo ar saout. Ha, 'pa 'na sellet an eur, « daonet ! poent eo partiañ ! ». Ha 'na gelvet ma zad hag e oa deuet dre-red botoù-koad ha tout, fank-tout e vragoù kwa hein. Staget Cadine war ar wetur. Ma mamm 'na hastet buan en em stipañ kwa hein. Laket he c'hoef a-dreuz ken ken e oa preset

Pa oamp arriet 'ba ar gar, eno e oa tud, me a lâr dit, 'ba gar Koneri, eno e oa tud o kemer an tren, euzhus. Pa 'ma gwelet, ar reoù all a oa o partiañ rak kalz e vezemp o partiañ asambles kwa hein. 'Ma gwelet itronezed eno kwa hein. Oc'hola emezon-me ! me 'ma bet mezh, ar wech kentañ din kaout mezh deus ma zud. Ma mamm he c'hoef a-dreuz, ma zad botoù-koad ha tout, kaoc'h-saout-tout...

Añfin, kemeret 'ma an tren kwa hein. Hag a-benn ur pennad goude 'ma skrivet dezhe neuze kwa hein. Kamaradoù 'na gwelet ma zud ha 'na lâret din :

« – Dam, da dud-te zo arri kozh 'vat. Un aer gozh 'neuint memestra. Dam 'vat, petra zo kaoz ne lârez ket dezhe kemer pilulennoù da yaouankaat ?

– Pilulennoù da yaouankaat ?

– Dam ya, ti an apotiker e kavfont se.

– Hañ, bon, mat eo jeu 'vat emezon-me. »

Ha me o skrivañ dezhe kwa hein. « Me a veze kontant da welet ac'hanoc'h o kemer al louzoù aze kwa hein, pilulennoù da yaouankaat zo lâret din e yaouankafet hag a-benn ec'h arriin er gêr 'po yaouankaet. »

Ha feiz, a-benn un toullad mizioù goude, me 'ma ankouezhet al lizher-se kouda hein, e oan deuet en permision, diskennet adarre 'ba gar Koneri kwa hein. Eno e oa tud aze war kae ar gar, spontus. Pa oan deuet er-maez an tren, gwelet a raen ur bern tud, n'anavezen den ebet. E oan chomet eno gant ma malijenn goad em dorn kwa hein o c'hortoz ken tostaje unan bennak. Lâret 'na ma mamm ha ma zad din e vije… 'deujent da gerc'hat ac'hanon, han-se 'meus ket nemet gortoz d'ober, marteze int bet retardet. Ha feiz, a-benn ar fin e oa karzhet tout an dud kuit. Me a welas un tamm bihan pelloc'h ur plac'h yaouank, un tamm plac'h kaer, me a lâr dit ! hag ur poupig bihan 'ba he divvrec'h hag ur chut 'ba e c'henou aze kwa. Hag hi a ra sin din. « Ifig, Ifig, dam, n'anavezez ket ac'hanon ken ? ». Me o tostaat dezhi.

« – Dam (arri ?) itron gaezh, nann 'vat, n'anavezan ket ac'hanoc'h.

– n'anavezez ket ac'hanon ? Dam, n'eo ket posubl memestra ! Eh, 'teus ket soñj, 'teva lâret din mont da di an apotiker da gemer pilulennoù da yaouankaat.

– Ya, dont a ra da soñj din bremañ, ha neuze ?

– Dam 'vat, n'anavezez ket ac'hanon bepred ? Dam me 'h eo da vamm ! ». Oh, e oan kouezhet 'ba he divvrec'h neuze.

« – N'eo ket posubl ! Ah, graet 'neuint o efed 'vat neuze emezon-me hañ ! Sur, un dra vat 'ma graet skrivañ se deoc'h hañ ! Met, ma 'h eo te ma mamm emezon-me, piv eo ar poupig bihan-se zo 'ba da vrec'h aze ?

– Dam 'vat loukez, n'anavezez ket anezhañ ivez ? Dam, hemañ 'h eo da dad !

– Eh, ma zad ! Ya, breur bihan marteze 'teus graet din abaoe !

– Dam n'eo ket, hemañ eo da dad ! Hemañ 'na lonket tout ar voestad ! ».

Ha setu aze, e-giz-se 'ma adgraet konesañs gant ma zad ha ma mamm.