Kanaouennoù kanet gant Rozali an Herve (Jaouen), ganet en Plounerin en 1932, ha dastumet e miz Meurzh 2023 en Tremael.
Tosteit-holl 'ta bremañ da glevet
Kanañ ar sonioù kaer en brezhoneg
Rak en-dro d'ar bed, n'eus ket un tamm douar
Evel bro ar Vretoned, ar vro dispar
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ur blijadur ivez o gwelet
Ar parkeier-tout alaouret
Deus ar mintin, evel deus an noz
Me a gleve, mouezh hom zadoù kozh
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Komzoù ar brezhoneg n'int ket mezhus
Krediñ a reomp kentoc'h e vezont enorus
Alies ar re n'ouzont ket galleg mat
A vez da gentañ, oc'h ober goap
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ur blijadur ivez o gwelet
Er parkeier, tout alaouret
Deus ar mintin, evel deus an noz
Me a gleve, mouezh hom zadoù kozh
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ar Vretoned zo bet atav brudet
Evit bezañ tud nerzhus, pennoù kalet
Met kalonoù tener zo en o c'hreiz
Setu aze an dud a Vreizh
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ur blijadur ivez o gwelet
Er parkeier, tout alaouret
Deus ar mintin, evel deus an noz
Me a gleve, mouezh hom zadoù kozh
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ur wech all evit echuiñ ar son-mañ
Paour ha pinvidik, tud deus ar c'hentañ
Tud dister ha tud deus ar renk uhel
Kanomp-ni holl, son Breizh-Izel
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ur blijadur ivez o gwelet
Er parkeier, tout alaouret
Deus ar mintin, evel deus an noz
Me a gleve, mouezh hom zadoù kozh
Me a garo, atav, atav
O Breizh ma bro, o Breizh ma bro
Ma bro-me n'eo ket ur gêr, ar c'herioù a vez bras
Ha ma Flouneriniz-me a zo bihan siwazh
N'eo nemet ur geriadenn, ur bourk vihan dister
Distaolet eo gant Doue, e-kreiz al lanneier
Me a gar he farkoù ed hag he menezioù koant
Goloet e-pad ar bloaz gant ar bleunioù deus al lann
Me a gar he sanennoù hag he c'hoajoù teñval
Lec'h ma vez klevet en goañv an avel o yudal
Laouen e vez en hom c'halonoù, o welet war ar prad
O peuriñ daou-ha-daou, dañvadez ha dañvad
O klemm deus an avel e son an delioù glas
Hag e richan an evnigoù o kanañ er c'hoad bras
A gar ar muiañ ma c'halon, a blij ar muiañ d'hom spered
Evit ma raefe d'ar c'hêrioù plijadurioù ar bed
Ma zud n'int ket pinvidik, met a deus kalon vat
Ar paour en hom zi a zo bepred erru-mat
O c'halonig war o dorn, ni a ro an aluzon
Kenkoulz hag er broioù all, ni a sikour ar beorien
Partout dre lec'h ma tremenomp e vez dikriet hom bro
Koulskoude e deu kalz a dud da welet Sant Kirio
Hag evit en em difenn, ni 'meump un itron vat
Ni a zo holl vugale da Werc'hez ar Veaj Vat
Ha pa 'memp poan en hom daoulagad, gant ur galon dener
E tiredomp-holl da-gaou Itron Varia ar Sklaerded
Kaeroc'h iliz evit hom hini, n'eus ket en Breizh Izel
Ar vatimant a vez gouvernet diwar he zour uhel
Hag en ur distreiñ d'ar gêr, graet ganin madelezh
Me a lâr dec'h ar wirionez, hag e pedan ar Werc'hez
Baleit 'ta paotred, war roujoù hom zadoù
Karomp bepred Doue, karomp ivez hom bro
Karomp hom Flouneriniz, hom zammig kêr dister
Evit ma chomo da viken, e-kreiz al lanneier