Brezhoneg Bro-Vear

Son ar patates

Studiadenn ar ganaouenn Son ar patatês (1888, Pederneg)

En 1888 e oa bet dastumet ar ganaouenn-mañ kanet gant Mari-Jann Marzinn e Pederneg. Kavet e vez el levr Bégard d'hier à aujourd'hui (p.144). Deus gwelet ar bloavezh e klee ar ganerez bezañ ganet e lodenn gentañ an naontekvet kantvet.

1. Geriaoueg

Kavet e vaer e-barzh gerioù ha na vezont ket nag implijet na komprenet ken : un trevad (récolte), ar bopl (le peuple), marvaillou (des fables), an dudjentil (les gentilshommes), enaouet (embarrassés), hol (tous, tout).

An dro-lavar lennegel « Na ouffenn reï d'ez-he » na vez ket komprenet ken.

2. Yezhadur

Evit pezh a sell ar yezhadur e vez implijet kalz ar raganv-tra (cf Favereau 1997, p.109) :

« a rener hen crazan »
« pa ve'r c'houlz d'ho zennan »
« Hech aller ho fareï ha dont d'ho sovetad »
« Pa deuer d'ho zenna, lakad ho charread »
« Euz ar beure hi boazer »
« Ar baysanted gant ho leas ho lonq tout »
« Ann dudjentil, er c'hêriou, ho frepar dilicat »
« Ho c'hass d'ar forn da boac'had »

Ur wech e kaver an araogenn a displeget :

« p'ê gwir lacan 'nezhe mestr ann trevad er vro »

Kavout a raer stummioù lennegel ar gerioù-mell strizh hag amstrizh :

« ar fesson », « eur chanson », « ann trevad », « an hano », « ar bopl », « war ar maës », « ar saout », « ar c'hezec », « Ann dud », « ar c'hoaraïs », « Eun amzer », « eur foeltrenn », « eur batatezenn », « d'ar paour keiz labourer », « ann douar », « ar re goz », « ar gwinis », « ar muiañ », « ar patatès », « ann ed », etc.

Ur wech an amzer e weler anezhañ krennet :

« ê 'r chenchamant soubenn »
« pa ve'r c'houlz »

Evit al liester e kaver -ou pe -o, an hini kentañ o vezañ implijet stankoc’h (en deiz a herie eo ral gwelet ul liester en -ou) :

« deizio », « plasou », « marvaillou », « destou », « er c'hêriou »

Chom a rae en entremar avat gant ar glotenn da heul : « elojou » ha « ar vro ». Bet eo treuskrivet ervat al liester en -ou ?

Evit pezh a sell ar c’hemmadurioù ec’h eont da heul ar reolennoù klasel.

« Mar halchenn »
« ar bopl »
«  e teuio » : sellet deus « (a) deuio » a gaver herie
« ma vanq »
« pa ve'r c'houlz d'ho zennan »
« Hech aller ho fareï »
« e contan »
« hol dud ma zi »
« tri mevel » : sellet deus « tri vevel » a gaver herie
« Euz ar beure hi boazer »
« mar manq » : drol a-walc’h pa weler un tamm uheloc’h « ma vanq »
« bars 'n ho c'horf »
« ho frepar dilicat »
« Ho c'hass dar forn »

3. Displegadurioù

Stummoù ar verb kaout zo hir :

« am bije kompozet »
« netra na eus en douar »
« Hen doa laket »
« Hen eus bet »
« hag am eus tri mevel »
« Hol ho deus zicouret »

Ur stumm krennet a gaver koulskoude :

« Me'm eus klevet »

An dibennoù zo hañval deus ar reoù a gaver herie :

« Mar halchenn », « e larder », « em gavfemb », « a allomp », «  e teuio », « e vefont », « a arruo », « C'hui reï », « P'ê gwir lacan », « Ha pa rafe glav », « Hech aller », « Pa deuer », « Mar karet, e lavarfet e contan », « Lezomp », « Ha lâromp », « Euz ar beure hi boazer », « Kanomp », « A laker ».

Ar rannigoù-verb a hag e a vez kavet peurvuiañ :

« Gant-ho e larder »
« Em gonzoli a allomp »
« E teuio »
« hac e vefont peillet »
« Pask d'he goulz a arruo »
« a brodu »
« hec'h arri »
« a c'hone »
« a renker »
« Hech aller »
« e lavarfet e contan »
« Ann hol a vô »
« A laker »

Ur wech an amzer ec’h eont kuit avat :

« C'hui reï »
« Pehini doug »
« P'ê gwir lacan »
« Gwez-all oa »
« Araok ve »

Hep ar rannig e vez skrivet « zo » :

« Hol dud ma zi 'zo contant »
« ar-re 'n nezhe zo kommod »

4. Distagadur

Kalz traoù interesant a gaver war an dachenn-se, gant mac’h eo bet treuskrivet ervat distagadur ar ganerez.

« goût » : stumm krennet deus « gouzout », evel herie

« 'vit » : herie « wit »

« Pehini » : herie « Pini »

« dimeuz » : herie « deus »

« Gant-ho » : drol, « gantè » herie

« meurlargez » : herie « malarjé »

« Em » : herie « non » (« Em gonzoli », « em gavfemb »)

« rac » : ral-kaer bremañ, ramplaset gant « kar »

« ê » : hañval deus distagadur « eo » a-herie

« evel-t-he » : stumm hir « weltè » a-herie

« dez-he » : stumm hir « dè » a-herie

« P'ê gwir » : herie « pugur » pe « pegour »

« nezhe » : stumm hir « nè » a-herie

« warnezhan » : stumm hir « warnañ » a-herie

« Araok » : herie « e-rog » pe « rog »

« sovetad » : hañval deus ar ger a-herie

« Euz » : herie « deus »

« gloebiet » : herie « glébiet »

« lavaret » : stumm hir « lâret » a-herie

« Mar » : herie « ma »

« da vonet » : herie « da vont »

« ive » : herie « iyé »

« leas » : drol e-keñver ar ger a-herie « laezh »

« krampouezh » : herie « krampouzh »

« a-roac » : stumm drol pa weler uheloc’h « Araok »