Daoust hag eñ peus bet klevet frazennoù giz-se, pe gant ar patrom-se?
Skuizh eo ken eo skuizh
Soñj meus bout klevet traoù evel: Brav eo ken ec'h eo.
Met pas evel ar frazenn gentañ.
Ken
Re: Ken
Frazennoù 'meus klevet :
Pa ne vez ket adlavaret an anv-gwan e vez doublet ar ger ken :Ha honnezh a oa jentil ken e oa jentil.
... e oa yen ken e oa yen.
Ha fur ha jentil ken ken e oa.
O tifronkal evel e vez lavaret, o garmat ken ken e oa.
Eñ a oa jentil ken ken e oa
Me zo añmerdet ken ken 'h on
Re: Ken
Sell aze ar pezh a lâre Jul Gros diwar-benn "kenañ" (TDBP3, 1984, p.248) :
Ne oaren ket e vije implijet gwechall en Bro-Dreger. N'am eus ket klevet anezhañ gwech ebet.Kenañ, adverbe d'intensité, marquant le superlatif absolu [...]
Cet adverbe paraît être une contraction de la locution conjonctive "ken a" ci-dessus. Du moins, le sens l'indique et c'était bien l'avis de Troude et d'Ernault.
Glao a ra kenañ, il pleut très fort.
[...]
Il est regrettable que "kenañ" ait tendance à céder la place à l'insipide "minabl" en TP."