Pol Kervarc'heg :
Profitañ a ran evit kas un evezhiadennig deoc'h diwar-benn ur fed yezh bennak, sachet eo bet ma evezh gant un droienn 'm eus kavet en ho lec'hienn hag a glevan stankik a-walc'h du-mañ : "(ha) neuze".
Feidimik, 'michañs n'eo ket pismigañ emaon o vont d'ober !
Da dra m'eo efedus-tre al lusker enklask, n'em eus ket klasket an holl frazennoù an droienn-se enno, fonnus eo ar c'horpus... Setu un nebeud anezho :
- "ar bloaz-se ’ma kollet ur gazeg, ur vuoc’h ha neuze ur c’hlodad moc’h bihan war an hini gozh".
- "ha war ar pemdez ne vije ket nemet patatez bloneg hag un omeletenn ha neuze ur pezh gastelodennad soub bara, hag eu... graet ’ba an derinenn vras aze"
- "a-benn ar miz all ’h a da vezañ laket kignon, chalotez ha neuze ognon, ha goude e vo laket tammoù... tammoù saladenn ha neuze tammoù hariko, sell aze ar pezh... ha neuze patatez goude"
- "ar sparfelled a oa sañset da dapet logod ha neuze evned eu.."
Me gav din e talvez "ha neuze" en degouezhioù-se kement hag "ivez" ha neket tre "et alors" e-giz m'eo bet skrivet en troidigezhioù.
Daspugn a ran traoùigoù mod-se diwar-benn brezhoneg ma bro pa'm bez digarez, sed amañ dindan un nebeud skwerioù kavet dre skrid (adskrivet e-giz m'emaint en testennoù orin).
- geriadur enlinenn Francis Favereau, pennger neuze :
Yann neuze Fañch 'yal d'ar park (Big. : l'un et puis l'autre iront au champ)
Treuzkomprenet eo bet ar frazenn 'm eus aon, din-me e talvez kement ha "Yann ha Fañch", d.l.e "l'un et l'autre".
- "Geriaoueg Sant-Ivi", Alan Heusaff, pennger Neuze p. 234 :
E-lec'h hag ivez e vez lavaret alies ha neuze hep ma vefe o soñjal en un heuliad : Naon en doa ha neuze [a'nøʹs] sec'hed; Kaol zo ba'm park ha neuze melchon, d.l.e. eo kaol hag ivez melchon.
- "Labour ar foenn e Plogoneg", studiadenn savet gant Lukian Kergoat, p54 :
- Ar gerañchoù a veze ouzhpenn pa veze ar leur neuze
- Ya, neuze* re tro-àr-dro.
Hag an displegadenn da-heul :
*neuze evit "ha neuze" gant ster "ive".
- el levr "Yezh va Zud" gant Koulizh Kedez e kaver "per ha neuze avaloù" ma'm eus soñj mat (un tamm-mat startoc'h eo kavout ar skwerioù en-dro el levr-se ha n'em boa ket notennet ar bajenn).
Ha neuze ne zegas ket un islavarenn heuliad en degouezhioù se eta, met anvioù tud pe traoù ouzhpenn, dibunet war-lerc'h an elfenn gentañ.
Ne ouien ket e veze implijet mod-se e Treger ivez. Marteze eo ur fed yezh nevez a-walc'h ? Ha dam da betra ne vez ket graet gant ivez, tra ken, en degouezhioù-se ? Degas a ra un arliv bennak marteze, nemet ha mesket e vije bet "hag ivez" hag "ha neuze" ? Ar pozioù ivez ha neuze n'int ket distaget memes mod koulskoude. Setu un dra bennak all da zirouestlañ...
Ma respont :
Bet on o welet war geriadurioù gallek, ha n'eus ket deus an implij-se evit "alors" (un tamm doutañs 'ma).
Klasket 'meus an heuliad "hag ivez" war hom c'horpus, ha sell aze an disoc'h :
49942 : pa vez bihan hag ivez gwak
3382 : me a oa an hini kalmañ hag ivez an hini munu... munutañ
N'eus ket 'met div frazenn, ha bep tro gant anvioù-gwan. N'eo ket dre-degouezh moarvat.
Evit ar c'hlask "ha neuze" zo ouzhpenn 600 okurañs, met talvoudegezhioù dishañval mesk-ha-mesk. Un toullad mat anezhe zo gant an dalvoudegezh 'peus remerket "et aussi", ha marteze "et même". Sellet 'meus a-dreuz hag a-hed deus an okurañsoù-se, ha ne gavan ket 'met unan gant un anv-gwan war-lerc'h :
45554 : ha neuze vif a oa hañ
N'eo ket ar framm anv-gwan + ha neuze + anv-gwan toutafed avat.
Diwar-se e vefen techet da dennañ ar reolenn-mañ :
- "hag ivez" na vez ket implijet 'met er framm anv-gwan + hag ivez + anv-gwan
- "ha neuze" na vez ket implijet 'met er framm (anv-kadarn) + (ha) + (anv-kadarn) + ha neuze + anv-kadarn.
Deus ar pezh a gomprenan, "ha neuze" 'neus ramplaset libr "hag ivez" en degouezhioù diwezhañ-se. N'on ket sur zo un arliv bennaket. Bepred e vez muioc'h a bouez evit "ha" e-unan.
O nevezaat ma notisenn diwar-benn "neuze" 'h on. Sell aze skwerioù gant "ha neuze" dirak ur verb :
48323 : ur menaj ur vuoc’h pe div a oa ganti ha neuze ’da... ’da... ’da yer ivez
Ha dirak un araogenn :
13774 : war-lerc’h an dennerez ha neuze war-lerc’h an droc’herez