Avancer de X cases

La langue bretonne
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Avancer de X cases

Message par Tangi »

Laket on diaes er skol gant an droienn-se :
"Avancer/reculer de X cases"

Blaz ar galleg zo gant "mont war-raok deus X kombod". Petore troienn a implij TES ?

War al lec'hienn 'meus gwelet ar frazenn-se (F35328) :

Pegement ’meus skañvaet ? combien ai-je perdu de poids ? = de combien ai-je maigri ?

Ha kavet ar frazenn-se gant Jul Gros :

tri lur e-nevoa skañvaet en eur ober eur miz il avait perdu trois livres en un mois = il avait maigri de trois livres en un mois

Da welet zo ur patrom :
muzur + verb-skoazell kaout + verb gwan
Ne gav ket din 'neus skañvaat talvoudegezh ur verb kreñv eeun aze.

Diwar ar patrom-se e c'hallfer sevel frazennoù a-sort-se :

j'ai avancé de trois cases --> tri c'hombod 'meus avañset + (tri c'hombod on aet war-raok ?)
j'ai reculé de trois cases --> tri c'hombod 'meus souzet + (tri c'hombod on aet war-souz ?)
de combien ai-je avancé --> pegeit 'meus avañset + (pegeit on aet war-raok ?)

Evit an amzer a-vremañ e klefe bezañ neuze :

tri c'hombod 'h avañsez / 'h ez war-raok
tri c'homboz souzez / 'h ez war-souz


Evit an doare-gourc'hemenn e vefe neuze :

kez war-raok tri c'hombod
kez war-souz tri c'hombod


Drol eo din avat.
Riwal
Administrateur
Messages : 1153
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Avancer de X cases

Message par Riwal »

E-barzh Matematik er skol-vamm (rummad ar re grenn) :
p.40 : Pet zo war an diñs ? – Daou. – Kae 2 lamm war-raok. (c'hoari gant gleskered)
p.140 : Pet zo war an diñs ? – Tri. – Kae war-raok eus tri.

Ar stumm p.40 a blij a-walc'h din, hag a-benn-ar-fin 'h eo tamm-pe-damm ar pezh a ginnigez, n'eus ket 'met cheñch urzh an doare-gourc'hemenn :
kez tri c'hombod war-raok
kez tri c'hombod war-souz
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Avancer de X cases

Message par Tangi »

Ah ! fentus eo ! Daou stumm zo gant TES neuze.

Degemeret eo kae war-raok eus tri neuze.
Kae 2 lamm war-raok
Adkavet a raer amañ ar patrom 'meus diskwelet, tamm-pe-damm. Kontant a-walc'h on gant hennezh. :)
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Avancer de X cases

Message par Tangi »

Ur frazenn all war al lec'hienn :

daou santimetr ’na kresket
F5107
Riwal
Administrateur
Messages : 1153
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Avancer de X cases

Message par Riwal »

Tangi a écrit : 10 février 2021, 17:01
Kae 2 lamm war-raok
Adkavet a raer amañ ar patrom 'meus diskwelet, tamm-pe-damm. Kontant a-walc'h on gant hennezh. :)
Ya, bravoc'h ha "brezhonekoc'h" e kavan ar stumm-mañ ivez.
Répondre