Ar rakgerioù / Les préfixes

Les articles de grammaire
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Ar rakgerioù / Les préfixes

Message par Tangi »

Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar rakgerioù / Les préfixes

Message par Tangi »

Bezañ zo un poent drol a-walc'h, seblantout a ra posubl kaout ad asambles gant en em. Espliket eo amañ :
Degouezhet a ra un dra kurius a-walc’h pa eo kat ar rakger ad- da vezañ lakaet dirak an anaforenn en em :

goude ad-en em reunisañ a vez start : goudé had nõn réunisã vé start

F44962

ad-en em gavet eo : hadnõn gad ê

F45878
Evit ar poent 'meump ket 'met daou skwer. Re nebeud c'hoazh evit bezañ sur...
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar rakgerioù / Les préfixes

Message par Tangi »

Sell ar pezh 'deus skrivet Melani Jouitto dimp war ar poent-se :
Gwelout a ran war bajenn ar rakgerioù e larit ad- a c'hell en em gav araok ar c'hlitik en em. Iskisaat tra a vefe a fed yezhadur peogwir an deveradur diabarzh eus ar gerioù a zo sañset arruout araok ma fiñfve ar c'hlitikoù evel en em er frasenn.

Er frasenn a roit, daoust ha ne c'hellfe ket kentoc'h bezañ avat?
hag ur wech aet eu... tout war an tu-gin evel e vez lâret eu... goude ad en em reunisañ a vez start

Ne laran ket ad- zo dibosupl aze, mard eo ze eo ze, hag interesant e vo da studiañ. Met ken souezhus eo ma c'houllfe muioc'h a skouerioù, ha marteze ur protokol bihan goulennata war se.
ad en em gavet eo a seblant din ur skouer vat, met daoust hag e vefe ad-[en em] gavet eo? ad-[en em gavet] eo? ad-[en em gavet eo]?
Sell aze ma respont :
Ur poent yezhadur drol an hini eo hañ kwida ?

Evit ar frazenn gentañ :

ag ur wech aet eu... tout war an tu-gin evel e vez lâret eu... goude ad en em reunisañ a vez start

Avat a c'hallfe bezañ, ya. Ar memes distagadur 'neuint o-daou : [hat]. Koulskoude, sal vu e selaouan ar frazenn-se sal vu e soñjan eo ar rakger ad. Pouez-mouezhiet eo re greñv evit ma vefe avat, ha kavet a ran eo muioc'h staget deus en em. Se eo ma soñj, met posubl eo ivez en em drompfen.

Ret din goull o soñj gant ur c'hamarad pe daou.

daoust hag e vefe ad-[en em] gavet eo? ad-[en em gavet] eo? ad-[en em gavet eo]?


Da c'hoût eo din. Evit an distagadur, 'ba ma soñj e oa bet lâret evel-henn : [ˌhadnɔ̃n ˈgɑːd e̞]. Da lâret eo pouez-mouezh skañv war ad- ha pouez-mouezh kreñv war gavet. N'onn ket hag-eñ e welit ur respont bennaket gant se ?

Ar protokol a c'hallfe bezañ hemañ : propoziñ ar rakger ad- dirak en em evit a-bep-sort verboù...
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar rakgerioù / Les préfixes

Message par Tangi »

Eil tra da notenniñ gant ad-.

Sklaer din e vez taolmouezhiet adgraet war ar silabenn diwezhañ.

Geriadur Favereau en-linenn a lâr ar memes tra :
ADGRAET /ad'grɛd\t/ & /had'gèd\t/
Petra zo kaoz da se 'ta ? Gerioù all evel-se a vefe ?
Tangi
Messages : 1678
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar rakgerioù / Les préfixes

Message par Tangi »

Frazenn serret nevez zo gant ad-en em gavet klevet sklaer :
ah ya ! sell aze ! ac‘hanta, se a ra plijadur d’an nen... ad-en em gavet un tamm, hein ? da adkomz deus lec’h e oas
ah oui ! voilà ! eh bien, ça fait plaisir... de se retrouver un peu [dans le passé], hein ? pour reparler de là où tu étais
[a ˌjɑ - ˌsɛl ˈɑˑe̞ - ˌhɑ̃nta ˌze ɹa pliˈʒɑːdyɹ də ˈneːn - ˌhadnɔ̃n ˈgɑˑt ˌtɑ̃m - ɛ̃ - də ˈhɑtkɔ̃mz dœz ˈle̞x was]
Répondre