Ker- VS Krec'h (anvioù-lec'h)

La langue bretonne
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Ker- VS Krec'h (anvioù-lec'h)

Message par Tangi »

Un delc'h zo amañ gant distagadur an anvioù-lec'h.

Degouzhet a ra din alies klevet brezhonegerien o veskañ Ker- ha Krec'h 'ba penn-kentañ an anvioù, ken emaint war var a-wechoù.

Krec'h Mengi / Kermengi (fr. 63293) Rospez
Krec'h Morvan / Kervorvan (fr. 63008) Rospez
Krec'h ar Forn / Kerforn (fr. 62390 ha 61348) Plounevez-Moedeg
Kervilin / Krec'h ar Vilin (fr. 57712) Plouared
Krec'h ar Brizh / Kerbrizh (fr. 56245) Prad
...

Distagadur Ker- ha Krec'h a seblant din bezañ hañval a-walc'h, hañvaloc'h evit ar pezh int sañset bezañ, ha dam da se e arri an dud da veskañ an daou c'her ken alies.

Sanset e vez distaget ar ger Ker- [kɛr], gant un [ɛ] digor neuze, e penn-kentañ un anv-lec'h (d.w. Favereau, Gireg Konan, Yann an Du, Divi Kervella, OPAB).

Ar ger Krec'h a vez distaget [krex] sañset, gant un [e] serr neuze.
Gireg Konan (Eostad) : Krec'h ar Surlo [ˌkreχarˈzurlo]
Divi Kervella (Langoat et ses noms de lieux) : Krec'h Gindi [kreɣ ˈgindi]
Yann an Du (Le Trégorrois à Plougrescant) : Kréh e Run / Kréh Gwênno / Kréh e Blêy...

N'eo ket se toutafet ar pezh a glevan deus ma zu. Evit Ker- en em c'houllan hag-eñ n'eo ket serroc'h ar vogalenn, da lâret [e̞] evel 'ba ar ger "ar gêr". Evit Krec'h eo digoroc'h ar vogalenn, da lâret eo kentoc'h [e̞] ivez. Se a sinifi ec'h a bogalenn Krec'h war-digeriñ pa vez e penn-kentañ un anv-lec'h (hag a-wechoù er fin ivez...) :

[e] ordin pa vez e-unan : ar C'hrec'h - Rospez (fr. 63146)
[e] pe [e̞] pa vez er fin : Penn ar C'hrec'h [e] - Mantallod (fr. 61756) Penn ar C'hrec'h [e̞] - Koadaskorn (fr. 62448)
[e̞] ordin er penn kentañ : Krec'h ar Bider - Trezeni (fr. 63115)

Eviton neuze e vez distaget Ker- ha Krec'h gant ar memes bogalenn [e̞], pe dost, en kreiz Bro-Dreger. Marteze a-walc'h eo ar ger Ker- an hini eo en deus degaset digoradur bogalenn Krec'h, dre an avani e vezont kavet stank o-daou en anvioù-lec'h.
En tu-hont da se e vez alies febl-kaer ar son [r] 'ba Krec'h. Alese neuze an tech da veskañ anezhe dre-gomz...
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ker- VS Krec'h (anvioù-lec'h)

Message par Tangi »

Gleet e oa din lemel Favereau deus ma listenn kentañ :
KÊR+ (3) /kɛ:r/, /cɛ:r/, alies /kè:r/ KT
...
KERAODI /kè'ro:di/ (NL Plouilio T)
...
KERAOZERN (NL Kerauzern & gare de Ploubezre) > /kèro'vɛrn/ T
Da lâret eo ar memes bogalenn e Kêr (ar ger) hag e Ker- (rakger).

Evit ar ger Krec'h / ar C'hrec'h e-unan 'h on a-baouez klevet anezhañ gant un [e̞] :

ar C'hrec'h - Kervaria (fr. 63436)
Répondre