Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

La langue bretonne
Tangi
Messages : 1667
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Tangi »

E-kichen an amzerioù-divizout en -f- hag -j- e vefe un drivet, hañval en Treger deus an amzer vremañ boaz. Betek-henn e renkan lâret 'meus mesket anezhe o-daou, dre an avani 'deuint ar memes distagadur (pe dost ?).

Sell aze ar pezh a skrive Yann an Du (Le Trégorrois à Plougrescant, 2012, p.77) :
Il existe aussi pour le conditionnel une forme sans -f- ni -j- identique en tous points au présent d'habitude, sauf à la deuxième personne du singulier, où la voyelle est -è au lieu de -é- : pe vés 'quand tu es (d'habitude)' ; ma vès 'si tu étais'.
Ec'h an da sellet hag-eñ e klevomp ar memes tra e-kostez Bear.

War-lerc'h ar stagell-isurzhiañ "ma" e vez klevet an drivet amzer-divizout-se, met degouezhioù all a vefe ivez ?

Evit ar verboù all (ober, kaout, verboù reizh...) e vefe un diferañs distagadur en 3vet gour unan ivez ? (ma lârez, ma rez, 'tez...)
Riwal
Administrateur
Messages : 1152
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Riwal »

Ur frazenn pe div 'meus dastumet ha 'nem c'houll a ran hag-eñ n'emañ ket ar stumm-se en enne, met diaes eo bezañ sur peogwir e c'hallfe bezañ "e vefe" lavaret prim. Gall a rin kas anezhe dit ma kerez.
Tangi
Messages : 1667
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Tangi »

Louis ar C'hlerg (Grammaire bretonne du Dialecte de Tréguier, 1986, pp.159-160) :
je ne crois pas que tu sois menteur, ne gredan ket e ves ou e vefes gaouiat ; je ne crois pas que j'aie gagné, ne gredan ket em me ou em mefe goneet.
[...]
Comment on le voit, les verbes auxiliaires bean et am eus ont, au subjonctif complétif, outre la forme en fen, une autre forme (ben, am me) qui s'emploie concurremment avec la première.
Kervella (Yezhadur bras ar brezhoneg, 1995, p.183) :
Ar verboù BEZAN hag EN DEVOUT o deus c'hoazh stummoù berroc'h en amzer vremañ : e ven, e ves, e ve, h.a... am be, az pe, en deve, h.a... e-tal ar stummoù reizh : e vefen, e vefes, e vefe... ; am befe, az pefe, en devefe... N'eo ket aes lakaat un diforc'h etre an implij anezho.
Favereau (Grammaire du breton contemporain, 1997, p.209) :
la forme du potentiel vefe a pour variante (plus ancienne) vehe... (Vannetais, Est et Goélo), mais en Cornouaille notamment, il est concurrencé par les formes originelles en ve (du subjonctif passé ancien) : (ne)met-hag ar miliner laer e ve à moins que ce ne soit ce voleur de meunier, me 'gar 've torret o dent d'ar c'hwenn, je veux que l'on casse les dents des puces, na posubl 've gwir quand bien même cela serait vrai, paneve d'an dra-se... n'était-ce cela.
Favereau (idem, p.210) :
mais en Cornouaille et en Trégor, le présent a confondu dans un même [ve] le fréquentatif ve(z) et le subjonctif ve (ex. Ph 'vel pa vêr 'fale war ar gwer comme quand on marche sur du verre, T o vont 'vêr on y va). D'où une erreur issue d'un glissement dans les subordonnées conditionnelles, bien souvent : on devrait avoir mar be (glav, tud...) s'il y a (de la pluie, des gens) ou ma ve gwir si cela est vrai... (comme en ancien breton, et comme l'attestent prononciation léonarde ou écrivains tels Abeozen souvent, et Mgr V. Fave), au lieu de formes d'habitude après les conjonctions ma, mar.
Tangi
Messages : 1667
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Tangi »

'Ba Geriadur brezhoneg an Here eo klaset an doare-divizout-se el lodenn "Amzer-vremañ", "Furmoù berr", e-kichen ar "Furmoù hir" en -f-.

Sell aze an displegadur roet :
ben
bes
be
bemp
bec'h
bent
bed
Tangi
Messages : 1667
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Tangi »

Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek (Hor Yezh, 1978, p.159) :
Disheñvel-mat e oa an doare-divizout diouzh ar pezh eo bremañ. En amzer-bremañ e oa : benn, bes, be, bemp, bech, bent, hag en amzer-amdremenet : bihenn, bihes, bihe, bihemp, bihech, bihent. Levezon ar verboù reizh en deus eilpennet kement-se : an amzer gant h (bremañ f nemet e gw.) a zo bet sellet outañ evel un amzer-bremañ, kichen-ha-kichen gant an hini reizh (a zo bet alies kemmesket ivez gant an amzer-amdremenet-boas, en abeg da strishadur hemañ : bezen > ben), hag adc'hraet ez eus bet un amdremened gant j - moarvat gant s da gentañ ; ar stumm bise ha bisent en em ziskouez dija e Sz Nonn hag e Sz Barba.
Julien
Messages : 225
Inscription : 08 février 2014, 12:51

Re: Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Julien »

Bernard Chapalain (2010), Geriadur ar brezhoneg komzet (Goueloù, Treger ha Kernev-Uhel), An Alarc’h Embannadurioù.

p.159
(ë = [ə] ; ny = [ɲ])
Verboù displeget / Conjugaisons

être bézañ béañ été bet

[…]

HABITUDE
PRESENT / PASSE
S1 vezan vén / vezen véhën
S2 vezez vés / vezes véhés
S3 vez / veze véé, véchë
P1 vezomp vém / vezemp véëm
P2 vezoc’h vèc’h / vezec’h véëc’h
P3 vezont véoñnt / vezent véënt

CONDITIONNEL
1 / 2
S1 vehen véhën / vijen véchën
S2 vehes véhés / vijes véchës
S3 vehe véhë / vije véchë
P1 vehemp véhèm / vijemp véchèm
P2 vehec’h véhëc’h / vijec’h véchëc’h
P3 vehent - / vijent véchëny(t)


Ma vijen/vehen pinvidik ma véchën pinik pe ma véhën pinik
Se ‘vije gouvezet véchë gouvéët ça devrait être su

IMPERATIF
S2 bez (fur) béz (vur)
P2 bezit (fur) bét (vur)

INDETERMINE (on)
Amañ 'vezer 'tont d'ober charivari añmañ vèr toñnn dovër charivari
'Vezer kap da lâret se ivez vèr kap dë lar zé ié on peut dire ça également
Tangi
Messages : 1667
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar verb "bezañ" en 3vet amzer-divizout

Message par Tangi »

Lakat a ra Chapalan "vezez vés" evel an Du evit an amzer-vremañ boaz...
Répondre