Liester an anvioù en -O/OU

La langue bretonne
Tangi
Messages : 1680
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Liester an anvioù en -O/OU

Message par Tangi »

Sañset eo sklaer a-walc'h ar reolenn evit hom brezhoneg : klevet e vez /o/ pe /jo/ el liester pa vez -OU pe -IOU liester an anv.

Koulskoude e remerker zo mar a degouezh ma vez klevet /u, -ju/ :

1/ Pa vez un /u/ e diabarzh an anv eo techet al liester da vezañ /-u/ ivez : boulloù, roudoù...

2/ 'Ba fin an anvioù-lec'hioù e klever alies pe /-u, -ju/ pe /-o, -jo/ : Kerbirio(u), Kervizio(u), ar Parko(u)... Levezon ar stummioù skrivet en (I)OU zo sur a-walc'h. Seblantout a ra an dibenn /-u, -ju/ bezañ degemeret ken aezet hag an dibenn /-o, -jo/ avat.

3/ Memestra gant an anvioù familh : Salio(u), Kario(u), Rio(u)...

4/ Degouezhet a ra din klevet an dibenn /-u, -ju/, e dibenn anvioù hag a glefe bezañ en /-o, -jo/. Skouerioù klevet ganin nevez zo : menajoù /-u/ (Plûned), milinoù /-u/ (ar C'houerc'had). Ral-kaer eo avat. N'onn ket hag-eñ e arri se ur wech diwar gant memes (<1%).

'Ba ar frazenn dindan e vez laket an anv-familh Kariou /-u/ da juntañ gant "vinvioù" /-u/ :
F15282 : Ernest Kariou, paotr e vinvioù aze. (Plûned)

Gant-se, daoust hag-eñ ne vefe ket an dibenn /-u/ un alofon deus an dibenn /-o/ en Treger ?
Répondre