Ar plac'h 'neus / 'deus

La langue bretonne
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Ar plac'h 'neus / 'deus

Message par Tangi »

Goude ma vez kavet skwerioù kontrol e c'haller mont a-du gant ar reolenn-se :

Stummioù a verb kaout o deus merkoù war-lerc'h ar raganvioù, nemet war-lerc'h an trivet stumm unan ha liester :

me 'meus...
te 'teus...
eñ 'neus
hi 'neus (ha n'eo ket 'deus)
ni 'meump
c'hwi 'peus
i/int 'neus (ha n'eo ket ar stummioù 'deus, 'deuint, 'neuint).

Evit an amzer a-vremañ eo gwir kement hag evit an amzerioù all.

Goût a rit pelec'h e vez komzet deus se el levrioù ?
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar plac'h 'neus / 'deus

Message par Tangi »

Kontadennoù ar bobl 3, Fañch An Uhel, p217 :
"en deveus" : "hen eveuz" (Skrid Orin). E Treger e reer a-wechoù gant an trede gour unan "en deus, en deveus" goude ma vefe ur gour all. Amañ "Te en deveus graet an taol" = "Te ac'h eus graet an taol".
Yann
Messages : 1
Inscription : 15 juillet 2016, 11:19

Re: Ar plac'h 'neus / 'deus

Message par Yann »

Tangi a écrit :Kontadennoù ar bobl 3, Fañch An Uhel, p217 :
"en deveus" : "hen eveuz" (Skrid Orin). E Treger e reer a-wechoù gant an trede gour unan "en deus, en deveus" goude ma vefe ur gour all. Amañ "Te en deveus graet an taol" = "Te ac'h eus graet an taol".
Ya, klevet ma memestra gt Jean-Yves Plourin ba skol-veur Brest pell zo, met oa ket evit Bro-Dreger hepken. Me gav neus studiet kreiz-Breizh kentoc'h, ma n'eo kreisteiz Bro-Gerne.
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar plac'h 'neus / 'deus

Message par Tangi »

Lennet 'meus se tu bennaket ivez, dindan e bluenn. E "tammoù gwaskin" pe "initiation au breton familier" ?
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar plac'h 'neus / 'deus

Message par Tangi »

Tammoù gwaskin, p38-40.

A-hend-all e vez komzet deus ar poent-se gant Melanie jouitteau 'bah ar pennad "kaout" : http://arbres.iker.cnrs.fr/index.php?ti ... onjugaison.
Répondre