Ne 'meus ket soñj kaer pelec'h 'mamp lavaret e vefe laket traoù Bernard.
Laket 'meus anezhe ba an dielloù, hag-eñ n'eo ket traoù deus Bear, met gant an destenn 'teus skrivet ec'h eo sklaer an traoù.
Mank a ra ar galleg evit "Louarn bihan blev war e silienn".
Cheñchet 'meus an eil diwezhañ ivez : da'm soñj hai = arri.
Ma'c'h eo mat deoc'h e tigorin ar bajenn d'an dud.
Bernard Lahay
Re: Bernard Lahay
Brav !
Evit an "hai"-se, n'on ket sur-kaer. An deiz ma oamp bet ne oa ket hon listenn, ha dre-se 'mamp ket klevet anezhañ. N'eo ket gwall strikt a gav din, an daou a c'hall bezañ lâret.
Evit "louarn bihan, blev war e silienn", ne oa ket ivez war hon listenn du-hont. C'hoant 'teus e skrivfen un dra en galleg en plas Bernard ?
Lâret 'mamp en dielloù ya. Met en un islodenn distag kentoc'h. Lakomp, "dielloù deus lec'h all".

Adsellet 'meus, ha Bernard a skriv "hai" evit "arri", rezon 'teus.
"Louarn bien blèw war i zilienn, Louarn koz blèw war i gof ha Louarn zod blèw war i gok."
"Petit louarn, du poil sur l'anguille, le vieux Louarn du poil sur le ventre et le Louarn abruti, du poil sur le zizi ; pour se moquer d'un enfant dont le nom de famille était Louarn"
Ret e vo dit distrompañ "Malarjez malarjezn...
Laket e vo evel-henn ma kerez :Louarn bihan blev war e silienn, louarn kozh blev war e gof ha louarn sot blev war e gog.
"Louarn bien blèw war i zilienn, Louarn koz blèw war i gof ha Louarn zod blèw war i gok."
"Petit louarn, du poil sur l'anguille, le vieux Louarn du poil sur le ventre et le Louarn abruti, du poil sur le zizi ; pour se moquer d'un enfant dont le nom de famille était Louarn"
Ret e vo dit distrompañ "Malarjez malarjezn...
Re: Bernard Lahay
Laket eo.
Selaouet 'meus tout an enrolladennoù :
Selaouet 'meus tout an enrolladennoù :
Montrez-moi votre couleur, [pour voir si c'est] une envie d’uriner ou [si vous avez] froid.Diskouezit petore liv ’peus, pe c’hoant pisat pe riv.
E plas "an aer 'nez". En enrolladenn e vez klevet : 'n aer 'n deiz + cf. galleg : vivre de l'air du tempsHennezh a vev gant aer an deiz.
Ne 'teus ket laket an enrolladenn.Roc’h, kapital stoub.
Re: Bernard Lahay
Mat eo evel-se.
N'eus ket a enrolladenn d'Ar Roc'h, kapital stoup. Tremenet e oamp e-kichen.
N'eus ket a enrolladenn d'Ar Roc'h, kapital stoup. Tremenet e oamp e-kichen.
Re: Bernard Lahay
Kentoc'h evit "orloj" eo "olaj" an hini eo. Gallet a ri distrompañ ac'hanon ?
Re: Bernard Lahay
Graet eo !