A-gement

La langue bretonne
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

A-gement

Message par Riwal »

Frazennoù gant a-gement dastumet pe skrivet gant tud all. Implijet e vez kazi ordin goude stummioù nac'h.

BERNARD LAHAYE
– Neus ket drouk kement raket vad bed [N'eus ket un drouk a-gement ne ra ket vad ebet]. (Un mal sert toujours à quelque chose.)

JULES GROS
– Ne oa ken med rèz penn he biz a gement e vije bet digoret an nor. (Ce n'est que de l'épaisseur approximative du bout de son doigt que la porte aurait été ouverte.)
– N'em-eus ket bet gwelet anezañ, a gement am-befe soñj. (Je ne l'ai pas vu, autant que je m'en souvienne.)
– N'eus ken med er zizun-mañ a gement n'eo ket bet. (Il n'y a que cette semaine-ci qu'il n'y a pas été (qu'il n'y est pas allé ou : qu'il n'est pas venu).)
– Amañ n'eus ket eun den a-gement n'e-neus (ou : n'e-nije) ket eul lésano. (Ici il n'y a pas une personne qui n'ait pas un surnom.)
– N'eus droug ebed a-gement na zervij da eur vad bennag. (Il n'y a pas un mal qui ne serve à un bien quelconque (à quelque chose malheur est bon).)
– N'eus marvet den ebet a-gement a ouifen. (Personne n'est mort que je sache.)
– N'eont ket james da Lannuon a-gement na lavarfont ket din mont gante. (Ils ne vont jamais à Lannion sans me proposer de les accompagner.)
– Me n'anavezan ken 'met un den a gement a vez kat da leviañ ar vag-se betek ar porzh. (Je ne connais plus qu'un seul homme capable de piloter ce bateau jusqu'au port.)

FAñCH AN UHEL
– Met te na soñjez nepred en tra a gement a c'hallfe ober plijadur din-me ! (Kontadennoù ar bobl)

DIR-NA-DOR
– N'eus nemed ar Maro a gement a halle ken o unani. (Pipi Gonto)
– Ne oa ket unan a gement a vije bet espernet. (Pipi Gonto)

VALLÉE
– N'em eus gwelet netra a gement a dalvez ar boan da vezañ danevellet. (Eñvorennoù beaj)
– N'euz nemet ar re binvik euz a gement a hall. (Geriadur 2014)
– Bea zo kalz a gement a vutun (Geriadur 2014)
– N'ed euz nemet ar c'horf a gement a varv (Geriadur 2014)
– Na lar man deuz a gement a dremen eno (Geriadur 2014)

MOUEZ AR VRO (kazetenn)
– Parti abet n'en deus urz da lavaret n'ez eus nemetan a gement a labour evit Breiz.
– N'eus nemet tud eus hon bro, eus hon c'hig hag eus hon gwad, a gement a c'hallfe ren ac'hanomp ervat. (Jules Gros)

KLERG
– Rak kaer hoc'h eus […] ober taolioù dreistpar, n'eus den ebet er gouelec'hioù-mañ a-gement a c'hellfe o gwelout. (Don Kic'hote, Cervantes)

YANN TALBOT
– Ha n'eo ket e vamm hag a oa kozh a gement a c'hallfe gounit arc'hant gant ar berralan ma oa. (An treuzfurmadur, Kafka)
– Ne oa nemet e c'hoar a gement a oa chomet tost a-walc'h ouzh Gregor. (An treuzfurmadur, Kafka)

ERNEST AR BARZIG
– Ne oa nemed diou labouradeg a gement o-defe gellet kemer anezañ. (Buhez ha faltazi)

YANN BIJER
– N'eus nemed eur mestr-tenner a gement hag a hellaz kas an taol da benn. (Teñzor ar Priñs-Frederik)

HERVE SEBILLE KERNAUDOUR
– N'oa nemet an noblesite a gement a eve (Geriadur Vallée 2014)
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: A-gement

Message par Tangi »

Un toullad frazennoù 'meus gant a-gement ha n'emaint ket war al lec'hienn c'hoazh.
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: A-gement

Message par Riwal »

Mat kaer !
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: A-gement

Message par Riwal »

Frazennoù kaset dimp gant Yvon Gourmelon (trugarez dezhañ !) :
Yvon Gourmelon a écrit :Du-mañ e vez implijet kalz a-gement, ha n'eo ket goude un nac'hadenn hepken :

1.Laosket 'm boa ar banerad vioù da gouezhañ, mes memestra e oa tri a-gement a oa chomet hep faout na netra.

2.Ma Doue, bez' oa daou pe dri benn a-gement a anavezen, ha setu tout.

3.Aze ne oa nemet va breur a-gement en dije gallet prestañ din un tamm arc'hant ...

Ingal e ra dave "a-gement" d'ur strollad tud pe traoù : 1.ar vioù er baner, 2. an dud a oa eno 3. an dud a oa gant ma breur.
Répondre