han-se / e-se

La langue bretonne
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

han-se / e-se

Message par Tangi »

Interesant e vefe da studiañ an div stagell-se hag a zo hañval-kaer an eil deus eben.

Ma 'n em drompan ket e tegasont un islavarenn heuliad (subordonnée de conséquence), ha kavout a raer anezhe e penn kentañ pe e fin an islavarenn :

gleb-kaer eo han-se [glep'kɛ:r ɛ ɑ̃'se] donc elle est très mouillée
han-se zo pell abaoe [ɑ̃'se zo pɛl ə'bwe] donc ça fait longtemps depuis

e-se ‘dez plijadur o welet patatez kaer [se de pli'ʒɑ:dyr 'wɛ:lə pə'tɑ:s kɛ:r] comme ça ils ont du plaisir en voyant de belles patates
ordin e veze er gêr gant hennezh e-se ['ɔrdin viʒe gè:r gɑ̃ hẽ:s e'ze] étant donné qu’elle était toujours à la maison avec lui 

Mann levrioù Jañ An Du ne gavan mann ebet.
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: han-se / e-se

Message par Riwal »

Din-me, ar skwerioù 'teus laket amañ n'int ket islavarennoù.
Ar gerioù "han-se" ha "e-se" n'int ket stagelloù isurzhiañ (conjonction du subordination), met adverboù kentoc'h, evel "neuze" pe "koulskoude".
Da studiañ pelloc'h...
Répondre