Troiou lavar boutin

La langue bretonne
Paotr Kleder
Messages : 14
Inscription : 07 février 2020, 21:21

Troiou lavar boutin

Message par Paotr Kleder »

TROIOU-LAVAR BOUTIN
A. -
Ahanor: Mond er-mêz ahanor an unan: Sortir de ses gonds
Absolvenn: Digarez hag absolvenn a houlennan ouzoh: Je vous demande pardon Adaoza: An hini a zo oh adaoza yod e-neus an tamm kenta evid e lod: Charité bien ordonnée commence par soi - même
A-dreñv: Eur zacher war an ibil a-dreñv: Un homme du passé
A-dreuz: Ranna eur grig a-dreuz: Dire un mot de travers
Aes: Eun den aez ober gantañ - êz da ingala: Une personne facile à vivre
Spered êz a zen: Homme facile ( Kontroll: Higenn fall a zen )
Aferuz: Tud aferuz: gens qui sont toujours devant le juge.
Alan: Beza berr an alan ha pilaoueg an diwesker: Etre hors d’ haleine et avoir les jambes coupées
Aluzenn: Beza diwar an aluzenn: Vivre de la charité.
Amzer: Amzer glañvuz: Temps malsain
Tapoud eun taol amzer: Avoir un coup de tabac
Anad: Lakaad anad: Démontrer
Anavezoud: Anavezoud a reom e zoare: Nous savons comment nous y prendre avec lui
Ankou: Eun Ankou krignet eo hi: C’est un squelette ambulant
Forn an Ankou: Crematorium
Ankoueadenn: Gaoui dre ankoueadenn: Mentir par omission
Anv: Beza perhenn d’eur vag war an ano an unan: Etre propriétaire de son propre bateau
N’e-neus ket eur bomm leve wa re ano: Il est pauvre comme Job
Teurel ar zeiz ano divalo war unan bennag: Injurier quelqu’un comme du poisson pourri Ar journaliou a ra ano euz an darvoud- ze: Les journaux en parlent
Kleved ano euz: Entendre parler de
Aod:
Me a zo er ger en aod: Je connais la cote comme ma poche.
Aon:
Kaz e-neus aon rag an dour bervet: Chat échaudé craint l’eau froide
Aotrou:
An Aotrou Gerarbonig: Le marchand de sable
Krak Aotrou: petit craneur - Vantard
Aotrou kaoh saoud: Petit merdeux
Lakaad unan bennag en Aotrou: Secouer les puces à quelqu’un
A-ouenn; Droug a-ouenn: Maladie congénitale
Arhant: Kaoud arhant da ober teil gantañ: Avoir des milles et des milles
Heolia arhant: Etre cousu d’or
Mond e-skuill gand an arhant: brûler son argent
Lakaad ar foerell war an arhant - teurel arhant dreist ar penn: Dépenser sans compter - Skei arhant er mor (même sens) - Ober krazadenn gand an arhant.
Beza kraveg gand an arhant: Etre prés de ses sous
Paotred an arhant braz: Les capitalistes
Hennez a oa frank an arhant gantañ: Il n’était pas regardant pour la dépense.
Askellet eo an arhant ganto: Ils dépensent facilement de l’argent
Ardou: Rei ton da ardou unan bennag: répondre aux avances de quelqu’un Armel: Digor eo da armel zervij: Ta braguette est ouverte
Arzodig: Hemañ a zo eun arzodig: Celui est à moitié cinglé
Askorn `Lakaad an eskern en o reiz: réparer une fracture
Astenn: Astenn ar ouenn: Avoir des enfants
Atao: Ne heller beza atao war ar charre: On ne peut pas tout le temps etre sur le métier Avel: Uhel eo an avel ganti: Elle péte plus haut que son cul
Pa vez an avel en izel ganin: Quand j’envoie un vent
Chan a zo e he zeod evel eur vilin avel: Chan est un vrai moulin à paroles
Penn avelet: Esprir simple.
Pa vez gounezet gand ar rastell e ya bepred gand an avel ( proverbe)
Sahad avel: Bredouille.
Azez: Ober eun azez war ar hleuz - war ar peuri: Prendre un peu de repos.
Gras e kavas mond en e azez: Il trouva bon de s’asseoir.
Azgwerz: Leoriou war azgwerz: des livres d’occasion.
B
Badaoui: Me a zo badouet oll va fenn: J’en suis tout abasourdi`- tout confus.
Baill: Beza hir ar bail - Beza moan ar penn: faire la gueule - faire triste mine. Bale: Bale diouz ar herz: Suivre le train.
Bannah: Touza eur bannah ( paka eur banne ): Boire un coup.
Banne: Ne dalv ket eur banne chistr: ça ne vaut pas un clou.
Eva banneou bouzar: Boire en Suisse.
Banvez an dimezi: Le fricot du mariage.
Bara: Beza lakeet war ar bara: Aller à la soupe populaire.
Eur holl bara: Un bon à rien.
Barrad: Eur barrad glao a zo ganti: Il pleut des cordes.
Baro: Beza gand eur fasad baro: Etre hirsute.
Seh baro: Sec come un coup de trique sur les fesses d’un pendu.
Lakaad da droha ar baro: Se faire couper la barbe - se faire raser.
Baz: Fest ar vaz: fessée
Chench baz war an daboulin: Chench penn d’ar vaz.
Beza bet ganet evid chench baz war an daboulin: Etre promis à une grande destinée. Rei ar vaz yod da lipad: remercier quelqu’un par des crasses.
Bed: Kemmet eo bet ar bed beteg ar mel: Le monde a été changé de fond en comble.
Beg: Trei beg war-zu Konk: Mettre le cap sur Concarneau.
Beh: Beh d’ar mor! lazet eo an tour tan!: Sauve qui peut
Tehed dirag ar beh: Fuir ses responsabilités.
Beg:
Ober beg treuz dirag eun dra bennag: Manquer d’enthousiasme pour un travail.
Ar plahed begou sukr: Les filles maniérées, les mijorées.
Skei beg war-zu an donvor: Prendre le large.
Bega: Beget mad eo hounnez: Elle a la langue bien déliée.
Bemdeiz: Yann ne oa ket eur micherour a vemdeiz: Yann n’était pas un ouvrier ordinaire Beradenn: Ne welan ket eur veradenn dirazon: Je ne vois pas trois pas devant moi. Berr: Kemer ar berra: Prendre au plus court.
Va daoulagad a zo eet berrig: Je suis devenu myope: Ma vue baisse
Berrad: Eur berrad eoul war ar gouli: Un mot de consolation.
Bero: Eur bero a vank - a ra diouer - dezañ: Il lui manque un grain.
Beteg: Labourad beteg mond war ar penn: Travailler jusqu’à épuisement total.
Beuz: Krampouez Kemper a zo beuz: Les crêpes de Quimper sont délicieuses.
N’eo ket beuz an daolenn: Le résultat n’est pas fameux.
Kavoud beuz ar bouez: Trouver la nourriture excellente.
Beo: Ar homzou a zankas ennañ beteg ar beo: Il fut piqué jusqu’au vif.

Beva: N’ouzer beva an-unan heb den ebéd en-dro deor: On ne peut pas vivre seul sans personne autour de soi.
Butun: Eur vaouez a zo butun ganti: Une femme capable.
Birvilh: Birvilh a oa e ker Vrest: Brest était en désordre.
Biz: Evel eur biz er genou: Fait aisément.
Gand an irin reo ema va bizied: j’ai des engelures.
Me a zo goroet va biz: J’ai un panari.
Biziad: Prena keuneud a zo re ziwezad pa vez red c’hweza er biziad (proverbe): Ce n’est pas quand on a fait dans son froc qu’il faut serrer les fesses - Re ziwezad eo foetea reor pa vez brammet.
Blaz: Pep hini e vlaz, logod d’ar haz, eskern d’ar chas: Tous les goüts sont dans la nature
Bleuniou: Ar bleuniou-ze a daol c’hwez vad: Ces fleurs ont un joli parfum.
Bloaz: Tri bloaz e oa a-raog din: Il était trois ans plus vieux que moi.
Blokad: Lakaad en eur blokad: faire bloc.
Bloñsou: Beza gand ar bloñsou: N’être que plaies et bosses.
Boked: Bokedou ar garnel a holoe e benn: Il était sur ses vieux jours.
Bomm: Teurel bommou yah ha goapaüz an eil d’egile: se jeter des quolibets amusants.
Bonton: Arabad lakaad ar bontonou hag an toullou war ar memez tra tu: Il ne faut pas mettre tous les torts du même côté.
Bomm: N’e-neus ket eur bomm leve war e ano: Il n’a pas un sou vaillant.
Desket em eus va henteliou beteg ar bomm diweza: Je sais mes leçons sur le bout des doigts.
Bosah: Leun a vosah: grandiloquent
Bosenn: Eur vosenn eo an abostol-ze: Ce type est un vrai poison.
Va zi n’eo ket skoet gand ar voosenn - N’ema ket ar vosenn war va zi: Ma maison n’est pas “ pestiférée “.
Botou: Lakaad botou Pariz - Gwiska botou Pariz: Jouer les élégants - Se faire beau Eet eo botou-koad ha toud e-barz: Faire une gaffe de premiére - Mettre les pieds dans le plat.
Hennez a oa greet e votou a-raog e dreid: Ce lui est né avec une cuillére d’argent dans la bouche.
Kaoud boutou berr: Etre jaloux (pour un mari).
Plah faoutet he botez ganti: Mére célibataire.
Beza gand botou rond: Chausser les souliers à bascules (être ivre et tituber).
O rei da gleved d’az potou emaout ?: Tu parles tout seul?
Bouh: Lakaad ar bouh war an ti: Pourquoi faire simple quand on peut faire compliqué! Bouhal: Eun taol bouhal er mor - er stank: Un coup d’épée dans l’eau.
En em gavoud bouhal didroad: Se retrouver à “ cloche pieds “ (??????)
Boued: Beza mad da ober boued d’ar yer: Etre un bon a rien.
Bourd: Etre bourd ha farz: Mi sérieux - mi plaisanterie.
Ober ar zeiz bourd warn-ugent: Faire les 400 coups.
Boutin: Ar bern boutin: le fond commun.
Bouzellou: Me ‘glev va bouzellou o klemm: J’ai le ventre vide
Bragez: Mond da ziskenn ar bragou - Ober eun dilaz bragou - Ober eun taol klucha - Ober eur blegadenn - Mond da blega: Faire ses besoins.
En em lezel da vond er bragou: Faire dans sa culotte.
Kaoud bragou unan bennag: Mettre une raclée à quelqu’un
Bran: Pa lavare bran e komprenne pig: Il comprend tout de travers.
Brao: Mervel gand ar maro brao er gwele: Mourir de mort naturelle chez soi.
An traou a ya brao nêt: Les choses vont toutes seules.
Brid: Lezel ar brid gand al loen war ar moue: Laisser la bride à l’animal.
Breh: Savet gantor an divreh: Lever les braz au ciel.
Brizkredenn: Brizkredennou tud dizesk a zo ganeoh adarre:Vous tenez encore à ces préjugés d’un autre âge.
Bro: Beza diwar chas ar vro: Etre du pays.
Broha: Beza brohet maro gand eun taro: Etre mortellement encorné par un taureau.

Broud: Ar broud kalon: Le remords.
Brouez: Brouezet ruz: Indigné.
Broz: Nesa ar vroz diweza: Avaler son bulletin de naissance.
Bugaleet: Ar merhed dizimez bugaleet: Les méres célibataires.
Pemp miz bugel a zo enni: Elle est enceinte de 5 mois.
Bugel Sant Josef: né de pére inconnu
Bugel beuzet e dad e stank ar vilin avel: Même sens
Buan: Lezel eur skoulm buan ha buan: Grandir trés vite.
Buhez: Heñvel buhez eo ouz he mamm: Elle ressemble “ craché “ à sa mére: Merh he mamm eo Katell ( Mab e dad eo Kadiou ).
Buoh: Ar braller lost ar vuoh: L’idiot du village.
Hi a eo buohig an Aotrou Doué: Elle est un peu simplette.
Burzud: Eur burzud a zen: Un sacré type.
Ar burzud a ya da voged: Ce n’était qu’une illusion.
Butugenn: Renta ar b/vutugenn: casser sa pipe.
Butun: Ober ar hornad diwar ar butun ( tan diwar ar heuneud ): faire avec ses moyens. Ober butun gand unan bennag: Faire du petit bois avec quelqu’un.
C
Chafod ar zaoud: Le plancher des vaches.
Chala: Arabad deoh en em jala ganin evid va hraouia: Ne vous cassez pas la tête pour me ramener à la maison
Chaokad ar genou: grommeler
Charre: Ober charre gand ar reoriou: Faire des “magnes.”
Ar re-mañ a oa eur charre ganto: Ces gens-la se donnaient une de ces allures.
Beza war ar charre: Etre en activité professionnelle.
Chatal: Eun den euz ar chatal boutin: Une personne du commun.
Penn chatal (insulte ): Brute - Abruti.
Chench: Chench park d’ar zaout: Changer de conversation.
Chench tu d’ar grampouezenn: Virer sa cuti - Retourner sa veste
Chikan: Chikan a zo enni: Elle est d’humeur maussade.
Chom war-benn: Rester à flot.
Chouchig: Ober chouchig er gwele: faire un peu de grasse matinée.
C’H
C’hoant: Dimezi d’ar c’hoant an-unan: Se marrier selon son propre choix C’hoari kas toud: Jouer son va tout.
C’hoari ar vaouez: faire l’amour.
N’eo ket c’hoari ruz pe zu eo a zo da ober: Il n’y a pas d’hésitation du tout. C’hoari ar vuhez - ar penn - an taol war...: faire une scéne.
C’hoari lostig al louarn: Se mettre en file indienne.
Eur c’hoari all eo: C’est une autre paire de manches.
Choarz: Ober eur c’hoarz all: forcer un sourire.
C’hoaz: C’hoaz e vije eet ganin: J’en aurai bien repris.
C’hwenn: Beza tagnouz evel eur hi debret gand ar c’hwenn: Etre d’une humeur de dogue.
C’hwez: Klask c’hwez gand unan bennag: Chercher des ennuis avec quelqu’un
Eur c’hwez da lakaad ahanoh da zevel diwar ho treid: Une puanteur à vous soulever le cœur.
C’hwitell: Redeg ar c’hwitell: Aller à l’aventure
Paotr e c’hwitell: L’arbitre.

D
Dezi: Korv a zo deuet dezi: Elle a grandi ( engraissé).
Da: Da Ber, da Baol ha da Vari Vadalen: A tout le monde.
Daleer: Yann daleer: Une personne rétrograde.
Danaou: Me a zo danaou gand ar c’hoant kousked: Je dors debout.
Dant: An arwez en dent: Un terrible mal de dents.
Dañvad: Dond da veza reiz evel eun dañvad: Docile comme un mouton.
Deñved a zo war ar mor: La mer écume: Ar vartoloded o deus lakeet o dillad da zehi Danvez: Den a zo danvez ennañ: Quelqu’un qui promet.
Daonet: Daonet e vo krohenn va ene: Dieu me damne.
Daou: kamm war an daou du: Les deux cotés méritent le blâme.
Daou govad daou am-boa greet: J’ai eu deux fois des jumeaux.
Daouarn: Daouarn yod: Mains douces.
Beza toull an daouarn: L’argent qui fond dans les mains.
Gwalhi daouarn unan bennag: Graisser la patte à quelqu’un.
Daoulagad: Sell ouzin e toull va daoulagad: Regarde moi dans les yeux.
Beza maro an daoulagad gand ar c’hoant kousket: Etre mort de sommeil.
Dastum: Dastum arhant evel ober glao: Ramasser de l’argent à la pelle.
Dastum eur zahad yod: Ramasser un pot de colle (examen).
Debri: Debri an diaoul hag e bevar: Dépenser sans compter.
Debri ar stal: Bouffer son bien.
Debron: Eun debron dizehan: Une envie permanente - une envie constante.
Degas anezo din: Apporte les moi ( et non point kas...).
Deiz: tro ‘ pad an deiz: Toute la journée.
Eun deiz dour: Un jour de pluie.
Den: Den galloud dezañ: Une autorité
Den gwaz a-walh: Un homme autoritaire.
Den hag a oar: Une personne au courant - bien informée - Une source sure.
Derhel: Derhel war an teod: Garder sa langue.
Desevel: Eun den desavet louz: Un grossier personnage.
Deskadurez: Tapa deskadurez uhel: faire de hautes études.
Va deskadurez am-eus kresket dre lenn, dre veaji: j’ai augmenté mon instruction en voyageant et en lisant.
N’eo ket an deskadurez eo a ra toud an den: L’instruction ne fait pas toud dans la vie. Desket: Eun droh desket: Un farfelu savant.
Deumeurañs: Ober an deumeurañs en eun tu bennag: S’installer quelque part
Diaez: Eur plah diaez ober ganti a zo anezi: C’est une femme difficile à vivre
Lakeet diêz: Perplexe.
Diaezamant: Eun diaezamant penn da benn: Une gêne continuelle
Dianala: N ‘o-deus ket bet amzer da zianala kalz: Ils n’ont pas le temps de souffler. Dianvez-kaer: Kerreg dianvez-kaer: Des récifs trés mal connus.
Diaoul: Hennez a werfe kerniel d’an diaoul: Celui-ci nous ferait prendre des vessies pour des lanternes
Lakaad an diaoul e pevar: Ne pas regarder à la dépense.
Mond da bitichera gand an diaoul: Aller au diable.
Mond d’ar zabad gand an diaoul: Faire une bringue à tout casser.
Ar pez a zeu diwar goust an diaoul a ya d’hen houarna: Biens mal acquits ne profitent jamais.
En em zifreta evel an diaoul e piñsin an dour benniget: Se demener comme un diable dans un bénitier.
Diaoul: An diaoul e-neus paket eur skoulm etre e gerniel hag e lost:
On s’est mis dans une situation inextricable - on a rencontré des difficultés innatendues. Chomet eo etre reor ha lost an diaoul: Il a été retardé quelque part.
Diaoulez: Eun diaoulez echu: Une diablesse.
Diaoulerez: Ar merhed a zo atao o klask eun diaoulerez bennag abaoe or mamm genta

Eva: Les femmes sont toujours à la recherche d’excuses depuis le temps de leur mére premiére: Eve.
Diasur: Va lavarennou diasur: Mes phrases boiteuses.
Eun tamm boued diasur: Une maigre pittance.
Dibaba: O chom re bell da zibaba e taper ar zah: A rester trop longtemps à tergiverser on choisit le pire.
Dibalamour: Eun den dibalamour a-walh eo: C’est un irresponsable.
Diabaot: Dibaot ar yar ne goll ket he vi: Il est peu fréquent de trouver l’oiseau rare. Dibourvez: Ar brezoneg n’eo ket eur yez dibourvez: Le breton est une langue riche - Ar brezoneg a zo eur yez pourvezet brao.
Dibrada: Toenn iliz veur Kemper a zo dibradet pemp metr warn-ugent a-zioh an douar: Le toit de la cathédrale de Quimper est à 25 métre du sol
Ne viot ket dibradet gand al levenez: Vous ne serez pas transportés de joie.
Dibres: Dibres a-walh e vin hirio: J’aurai du temps libre aujourd’hui.
Dibun: Rei dibun da unan bennag: faire des ennuis à quelqu’un.
Diegi: Kaoud diegi da ober eun dra bennag: Rechigner à faire quelque chose.
Diha: Eur paotr so ha diha: Un garçon pas très futé.
Didamallou: Ober an didamallou: Présenter ses excuses.
Didalvez: Didalvez echu - Didalvez ki: Faineant.
Diegi: Morse n’am-eus gwelet eul loan ken diegi da vale: Je n’ai jamais un cheval aussi difficile à mettre en train.
Difonn: Difonn eo ar bara en ti: Le pain est rare à la maison.
Difrouez: N’o-doa ket a vugale, difrouez e oa e wreg: Ils n’ avaient pas d’enfants, la femme était stérile.
Digalon: Beza digalon e-keñver al labour: Ne pas être enthousiaste au travail. Digarez toull: Excuse cousue de fil blanc.
Digeri:
Digeri klas: Préparer le terrain.
Digor: Beza digor ar skrin: Avoir de l’appétit.
Me a zo digor va skrin: J’ai faim.
Digeri klass: Préparer le terrain
Digeri brezel: Déclarer la guerre
Digouez: Ar vroz-mañ a zigouez mad dezi: Cette robe lui va bien
Bugel an digouez: Enfant non désiré
Diouz an digouez e vez red ober: Agir selon les ciconstances
D’ar henta digouez: A la premiére opportunité
Digouviadeg: Digouviadeg a zo: On débauche ( le contraire: Kouviadeg a zo: On embauche )
Dilhad: Gwisket gand an dilhad ran: Nu comme un ver
Ar vartoloded o deus lakeet o dohad da zehi: Il ya des moutons sur la mer
Dimezi: Dimezi an dour hag an tan: Ménager la chévre et le chou
Dindan: Ar parkeier a oa dindan maiz: Les champs étaient couverts de mais
`Beza dindan ar from: Etre sous le coup d’une émotion
He diouhar a vankas dindanni: Ses jambes lui manquérent
Diouer: Eur hreunenn a ra diouer dezañ: Il lui manque un grain
Ne oa ket liou an diouer warno: Ils n’avaient pas l’air de malheureux
Diougan: Diougan glao a zo gand an avel: Le vent annonce la pluie
Diouz: Lakaad ar benijenn diouz an torfed: Accorder la punition à la faute
Bremañ ez eus da eva diouz ar zehed: Maintenant on peut boire à sa soif
Dir: Eur fas dir: Un visage de marbre
Hounnez a zo dir war he fas: Celle-là est effrontée
Eur galon dir: Un cœur de pierre
Daouarn: Hennez e-neus bara ouz e zaouarn: Celui-là a la possibilité de nourrir sa famille
Diskouarn: Eun ano a rafe sona an divskouarn: Un nom qui ferait dresser l’oreille. Divenn: War o divenn emaint: Ils sont sur leurs gardes.
Dizaha: Dizaha ar zamm: Vider son sac.
Dizouarnet: Me a zo dizouharnet evid mad: Je suis à la derniére extrémité.

Dilavar: Beza lavar dilavar: Se contredire sans cesse.
Dislavi yen: Bailler - lakaad unan bennag da zislavi yen: faire bailler quelqu’un. Dislonka: Setu dislonket ar ger meur: Voila le grand mot lâché.
Dismegañs: Kuiteza eun taol dismegañs: faire payer une insulte.
Teurel ar zeiz dismegañs war unan bennag: Injurier quelqu’un comme du poisson pourri. Displega: Displega an traou en o hed: Rendre compte dans l’ordre chronologique. Displijadur: Plijadur ha displijadur ar vuhez: Les alléas de la vie.
Distaol: Goulenn distaol evid ar pehejou: demander la rémission de ses péchés. Dister: Eun tammig gweled dister a jom c’hoaz ganti: Elle ne voit que trés peu.
Ne gave ket an disterra grig da gas en-dro: Il ne trouvait asbolument rien à dire.
Divuzul: Divuzul-kaer: Sans commune mesure.
Dizuj: Beza dizuj d’al lezenn: Ne pas obéir à la loi.
Divahagn: Beza yah ha divahagn: Etre sain de corps et sans infirmité
Divalo: Geriou divalo a deue war horre: Les insultes commençaient à pleuvoir.
Beza divalo mez: Etre vilain comme un pou.
Ober divalo da unan bennag: faire des crasses à quelqu’ un.
Ar zeiz ger divalo warn-ugent: Les pires insultes.
Divalis: Beza divalis: Ne pas faire de mal à une mouche.
Divesker: Lakaad tro en divesker: Forcer le pas.
Dihourda an divesker: Se détendre les jambes.
O vervel ema va diivesker ouzin: Je sens que mes jambes se raidissent.
Divestr: Beza digemeret evel eur hi divestr: Etre reçu comme un chien dans un jeu da quilles.
Diwar: Diwar gi, ki - Diwar gaz, kaz, Diwar logod ne vez ket a raz - Mab e dad eo Kadiou - Merh he mamm eo katell: tel pére tel fils...telle mère telle fille.
Nompas beza diwar chas ar vro: Ne pas être du pays.
Dizalana: Kantik sant Yann a deue ganeom beteg dizalana, peadra da ziboultrenna reor ar zent: Le cantique de saint Yann était chanté sans reprendre souffle, tout juste pour dépoussierer l’arriére train des saints (les statues).
Dizreinet: An dud a blij dezo pesked dizreinet: Les gens aiment bien qu’on leur mache le travail.
Dle: En em vouta dindan dle: Se mettre en dette.
Doare: Ar zeiz doare da renka an traou: Les divers ttrucs pour faire un travail. Anavezoud a reom e zoare: Nous savons nous y prendre avec lui.
Peseurt doare maouez eo ?: Quel genre de femme est-ce?
Tenna doare unan bennag: Faire cracher le morceau à quelqu’un.
Ar seiz doare warn-ugent: De toutes les façons possibles.
Dond: N’eus ket da zond na da vond enni: Il n’y a rien à en tirer.
Dor: Kavoud dor prenn ha kalon seh: Se faire claquer la porte au nez.
Dorna: Dorna evid pilad c’hwez: Battre comme plâtre.
Dorz: Kas an dorz d’ar ger: rendre la monnaie de la piéce - répondre du tac au tac - River le clou.`
Douar: N’ eus ket a zonder douar: La terre est peu profonde.
An douar palumet: La terre battue.
Doue: Memez tra Doué: Exactement semblable.
Doue a zo anezañ: Dieu existe.
Dour: Dour morel: De l’eau saumâtre.
Ribotad dour: Pomper de l’air - Drailla lann.
Diwar an dour: Sobre.
Sacha dour war ar vilin: Amener de l’eau au moulin
Droug: Beza hir evel an droug amzer: Long comme un jour sans pain.
An dra-ze a zav droug ennon: Cela m’indigne.
E
E-unan: Yann e benn e-unan eo hennez: Il est trés personnel.

E-babourz: Lezel an enezenn e-babourz: Laiser l’île à babord.
Eeun: Ar hezeg end-eeun a varve gand ar riou: Les chevaux eux-mêmes mourraient de froid.
Ne zell ket eeun ouz Doué: Il a une coquetterie dans l’œil.
Ehan: Ober eun ehan war ar hleuz: Prendre un moment de repos.
E-kerz: Eun dibab euz ar pennadou-ze a oa bet moulet e-kerz 1964 ha 1965: Une sélection de ces essais parus en 1964 et 1965.
Embann: Embann an traou war an ton braz - war ton ar hrampouez gwiniz: Annoncer la nouvelle avec beaucoup de bruit.
Embrega: N’eo ket ken embreget hag e vreur: Il n’est pas aussi éveillé que son frére. N’eo ket gwall embreget: Il n’est pas trés dégourdi.
Embregerez spered: Travail cérébral.
Emgann: Prez a zo war an oll evid an emgann: Branlebas de combat.
Empenn: Eur maill a empenn: Un esprit supérieur.
Ene: Debri beteg pondalez an ene: S’en mettre plein les trous de nez.
Engouestlet: Engouestlet eo gand pep ger distaget: Chaque mot qu’il prononçait
l’ enfonçait davantage.
Enk: Me a zo enk war va lasou: Je suis en porte à faux dans une situation peu claire. Eor: Sacha an eor: Lever l’ancre ( et non point: sevel an eor).
Er-mez: Ober gaol er-mêz euz ar gambr: Sortir d’un bond de la chambre.
N.B Il vaut dire: Eul leor nevez embannet que: Eul leor “ nevez deuet er-mêz “!!! Euruz: Beza euruz evel eur filip d’ar peurzorn: Etre heureux comme un poisson dans l’eau.
N’on ket pinvidig, n’on ket paour, med din an eurusted a dalv aour: L’argent ne fait pas le bonheur
Evel: Labourad evel eur hi: Travailler d’arrache-pied.
Beza reud evel eun tamm koad: Etre inflexible jusqu’à l’inconscience.
Dour a ra evel teurel gand ar bezel: Il pleut comme vache qui pisse.
Evez: Brezoneg am-eus desket dindan evez eur helenner mad: J’ai appris le breton sous l’ égide d’un bon professeur.
Ezomm: N’eus ket ezomm lakaad ar bouh war an ti: Il est inutile d’aller chercher trop de complications.
F
Fachet: Va mignon ouzin a zo fachet: Mon ami me fait la tête.
Fachiri: Beza e fachiri gand unan bennag: Etre en froid avec quelqu’un.
Fagodenn: Ober ar fagodenn: Faire son magot.
Fall: Ober ruskenn - neuz fall: Mal vieillir.
Familh: Eur familh a stok - a-renk uhel.
Fanch: Eur Fanch piti boutig: Un démarcheur.
Fanch an trompler.
Fank: Gand eur gwiskad fank: recouvert de boue.
Hemañ a zo fank toud e roched: Sa chemise est dégueulasse.
Faot: Dre faot piou eo nemed dre hoh hini?: La faute de qui sinon la vôtre?
Faoz: Ne lavarit ket faoz testeni: Ne faites pas de faux témoignages.
Fazia: Va zroad a zo faziet ganin: J’ai perdu pied.
Feson: Feson eun estrañjourez a zo warni: Elle a l’air d’une étrangére.
N’eus ken feson med ober dour: Il semble bien qu’il va pleuvoir.
Feurm: War feur emaon em zi: Je suis en location chez moi.
Filouta: Etre filouta ha laerez ez eun tammig hent: Entre la délinquance et le grand banditisme il y a pas mal de chemin.
Fin: Finoh eo eged kaoh louarn: Il est plus rusé qu’un singe.
N’oh ket fin a-walh evid mond da glask tro warno: Vous n’êtes pas assez malin pour les surpasser.
Fiñveziou diweza: Soñjal er finveziou diwezia: Préparer sa fin derniére.
Fisel: Planta fisel gand unan bennag: Coller une raclée à quelqu’un.

Paotred Mari Robin o deus plantet fisel gantañ: Les flics l’ont passé à tabac.
Fiziañs: N’am-eus ket eur vogedenn fiziañs en taol-ze: Je n’ai pas la moindre confiance en cette affaire.
Flourig: Konta flourig d’eur plah: Faire du plat à une femme.
Ar pehed flourig: Le péché mignon.
Foar: Lakaad foar war an tiegez: Vendre précipitamment ses biens.
Foeltr e reor - Eur paotr a foeltr forz: Eun “desperado “.
Foeltra: Ne gar ket foeltr eur gwenneg: Il n’aime pas mettre la main à la poche. Foerell: Petra ar foerell a hoarvez ganeoh: Sacrebleu que t’arrive t-il ?
Forh: Chom gand ar penn war ar forh: Etre dans la lune - dans les nuages.
Fortunia: Se marier selon le rang social.
Forz: Forz va buhez!: Au meurtre!
Fouetenn: Petite pluie fine.
Fourgas: Lakaad fourgas ha freuz e-touez ar boblañs: Faire s’exciter la foule.
Fourk: Prenn da fourk: Ferme ta braguette.
Fourra: Fourra ar fri e kement soubenn a zo: Mettre son nez (grain de sel) partout. Frank: Beza frank war ar manch: Avoir une morale élastique.
Friantuz: Eur marh friantuz: Un cheval fringant.
G
Gad: Gwell eo eur had tapet eged diou o redeg: Un bon tiens vaut mieux que deux tu l’ auras.
Tapad diou had gand ar memez tenn: faire d’une pierre deux coups - Laza diou c’hwennenn gand ar memez barmm.
Galleg: Ne gomprenont seurt ebed e galleg: Nous ne comprenons absolument rien en français.
Galloud: Pa ouezer e heller - Quand on veut on peut - EN fait la vraie formule semble être: Kaoud c’hoant a zo galloud.
Tud a heller ober ganto: Des gens frequentables.
Galouperez: Eur halouperez an tan en he hastolodenn: Une coureuse qui avait le feu aux fesses.
Eur halouperez hejerez he zoull: Une coureuse qui roulait des hanches.
Gand: Dalhit an dra-ze ganeoh: Gardez ça pour vous.
Gaolita: O haoliata an traou emaoh: Vous brulez les étapes.
Gaou: Beza tamallet e gaou: Etre accusé injustement.
Genou: Pega ouz ar genou: Trouver bon goût à.
Rei muzul ar genou: Rester bouche bée - Bailler à se décrocher la machoire.
Selled gand ar genou: Bailler aux corneilles.
Eur genou kakouz: Un étrange narrateur.
Eur genou kazarh: Une vraie mitraillette
Ober eur hamm d’ar genou: Faire une grimace.
Geot: Gleb gliz eo ar geot: L’herbe est plein de rosée.
Ger: Da gonchenn n’ eus nemed geriou toull enni: Ton histoire est cousue de fil blanc. Ger ha ger: Mot à mot.
Troidigez komz ha komz (ger ha ger): Translittération.
Gervel: N’ouzon pet ket gwech warn-ugent am-eus galvet ahanout ha respont ebed. Gevier: Brao konta gevier d’an neb a zeu a-bell-vro: A beau mentir qui vient de loin. Glaharig: C’hoari glaharig: Se contenter de peu.
Yann a oa glaharet beteg ar maro:Yann était triste à en mourir.
Glaz: Toenni e glaz: faire un toit en ardoises.
Glao: Ar glao a zo o koueza pill dour - Ober a ra glao penn poloss - Glao a bezeliadou: Il pleut comme vache qui pisse.
Sin hlao a zo - Glao a zo ganti: Il va pleuvoir.
Taoliou a goueze evel glao: Les coups pleuvaient.
Goaperez: Teurel ar zeiz goaperez war unan bennag: Couvrir quelqu’un de moqueries.

Gogez: Homme qui s’occupe des affaires reservées aux femmes. Golo: Sevel golo ar pod-houarn: Découvrir le pot-aux-roses.
Gor: Eun dra bennag a zo e gor: Quelque chose se prépare. Gorad: Skarza eur gorad: Purger un abcés.
Gori: Gori eur hleñved bennag: Couver une maladie.
Gortozenn: Casse-croûte.
Gorzaillenn êz: Un buveur impénitent.
Goulenn: Goulenn ouzor an unan: Se demander.
Goulenn a ree outañ e-unan penaoz edo an traou ganti: Il se demandait comment elle allait.
Goulen a-gri-forz: Demander à grands cris.
Goullo: Ar harr a zeu en-dro e goullo: La charrette est revenue vide.
Goulou: Eurplahazoemgoulou:J’ail’œilsurunefille-J’aiunefilleenvue.
Koueza e goulou unan bennag: Faire l’objet d’attentions de la part de quelllqu’un.
Ar gouleier glaz a dro da ruz: Le feu vert passe au rouge.
Gounid ar bara DRE skriva leoriou (et non pas o skriva ).
Beza war an tu gounid: Vouloir le coté gagnant de l’affaire.
Gourhemenn: En ho kourhemenn emaon va mestr: Je suis à vos ordres patron. Gourdrouz: War goudrouz a varo: Sous menace de mort.
Gouriz: Kemer ar gouriz plouz: Faire banqueroute.
Gourlenn: En e hourlenn ema ar mor: La mer est haute.
Gouzoug: Karga ar gouzoug beteg ar skoulm: S’empiffrer .
Ober ar gouzoug: Faire des magnes.
An heol a dorr e houzoug: Le soleil brille de tous ses feux.
Tenna amann euz gouzoug unan bennag - Tenna panez euz gouzoug ar hi: Tirer les vers du nez de quelqu’un.
Gouzoud: Unan hag a oar: Une source sure.
Chom war veteg gouzoud: Attendre et voir.
Grozmolad: Grozmolad etre ar bleo hag an dioujod: Marmonner entre ses dents. Gwad: Gwad silet: Sang bleu.
A wad silet: De naissance noble.
Kaoud eur gwad re veo: Avoir le sang chaud.
Gwalhi: Gwalhi ar varrikenn: Etre désintoxiqué de l’alcool.
Gwallbell: Ar japel-ze a zo eet da goll n’eus ket gwallbellou: Cette chapelle a disparu il n’y a pas si longtemps.
Gwareg: Dindan tiz gwareg: A vol d’oiseau.
Gwech: Bez ez eus mil gwech pell ‘ zo: Il ya belle lurette.
Gwechall nevez: Tout récemment.
Gwele: Ficha ar gwele - Kempenn ar gwele - Dresa ar gwele: faire le lit (ha nompaz: Ober ar gwele).
Rei eun tamm kempenn d’ar gwele: faire son lit à la parisienne.
Ober gwele gand eur plah: Coucher avec une fille.
Gwele a rejont azemblez: Ils devinrent amants.
Gwell: Gwelloh eo eun oberer eged kant lavarer: Les actes valent mieux que les paroles.
Gwennder: Ar gwennder a-ouenn: La blancheur originelle.
Gwenneg: Seder e oa evel pemp gwenneg: Tranquille comme Baptiste. Gwerenn-harz: Le pare-brise.
Gwerza ar bistolenn: Vendre la méche.
Gwigour: Gwigour a zo ganti (Beza entanet gand an orged): Elle est en mal d’amour Gwillioudi: Diwar willoud eo marvet: Elle est morte en couches.
Gwin: Dizona diouz ar gwin: Suivre une cure de désintoxication
Gwiniz: N’ema ket ar moh war ar gwiniz du - N’ema ket an tan war an oll lostou: Il n’y a pas le feu.
Gwrierez: Ar wrierez-veur: La haute-couture.

H
Hag all:
Kollet korv hag all: Perdus corps et biens.
Foar a oa bet lakeet war e vadou, ti hag all: On avait vendu tous ses biens; maison y compris.
An oll a zo pedet d’ar fest noz, touristed hag all: Tous sont invités au fest noz; y compris les touristes.
E Brest ez eus poullou seh a hell rezev enno ar batimanchou brasa, tankerien hag all: A Brest il ya de grandes cales séches qui peuvent recevoir les plus grands bateaux, y compris les pétroliers géants.
Hanter: hanter tiegez: Fiancée.
Va hanter tiegez: Ma moitiè.
Hej: Ober eun hej da unan bennag: Secouer un peu quelqu’ un.
Hent: An hent a zo dirag va zi a gas da Vrest: La route qui passe devant chez moi va à Brest.
Beza war hent unan bennag: Etre sur le chemin de quelqu’un (gêner quelqu’un)
Eun tamm brao a hent a zo da ober evid mond di: Il ya pas mal de chemin avant d’y arriver.
Ha yao! en hent: partons.
Heñvel: Heñvel buhez int an eil hag egile - Heñvel poch int o daou: Tous les deux sont strictement identiques.
Bez ez eus kalz re all a zo heñvel ouzon: Il y en a beaucoup d’autres qui me ressemblent.
Heol: Ober grallig en heol: Prendre un bain de soleil.
Heug: Beza erru heug ouz unan bennag: Avoir une répugnance insurmontable à l’égard de quelqu’ un.
Heul: Eun den heul-heul: Un béni oui-oui.
Seni da heul an ton: Ne pas suivre la mesure.
Higenn: Eun higenn fall a zen eo: C’est un salaud de la pire spéce.
Hilienn: Seiz hilienn an diaoul: toutes les sauces du diable.
Holenn: Hemañ a zo gand holenn kraz en e reor: Il ne peut pas se tenir tranquille.
Holl - Oll: Ober ar jeu a-wel d’an oll: Laver son linge sale devant tout le monde. Hudéréz: An hudéréz koz: Les vieux sortiléges.
I
Ibil: Eun ibil a baotr: Un joyeux luron
Ifern: Ober eun ifern gand buhez unan bennag: Mener une vie d’enfer à quelqu’ un. Pa vo erru koz an diaoul en ifern: Quand les poules auront des dents.
Imor: Beza eun imor fall a zen: Avoir un sale caractére.
Ne hellan ket diwaska va imor: Je ne peux pas me calmer.
Inoui: O! me a zo inouet amañ: Ce que je m’ennuies ici.
Me a zo inouet maro ganto: Ils m’embêtent à en mourir.
Intampi: Arabad ober re a intampi: Il ne faut pas dépasser la bonne mesure ( en faire de trop).
Interamant: Kaoud eun interamant seh: Ne pas être pleuré à son enterrement.
Istor: Enreal en istor dre an toull kaz: Entrer dans l’histoire par la petite porte.
Ivinou: An ivinou d’al lez: Toutes griffes dehors.
Izili: N’eo ket evid va izili: Je n’y peux rien.
J
Jalous: Jalous evel eur hi.

Jeu: Kaoud jeu ouz unan bennag: Avoir une altercation avec quelqu’ un. Hennez a zo en e jeu: Celui-là est à son affaire.
Tenna ar spillien euz ar jeu.
Peoh war ar jeu: Silence là-dessus
Jiletenn: Me a zo rond va jiletenn: J’ai plein la panse.
Jilgamm: Beza erru jilgamm: Devenir boiteux.
Joa: Kaoud joa ouz unan bennag: Tomber amoureux de quelqu’un. Judaser: Tremen d’eur judaser: Etre pris pour un faux jeton.
K
Kabal: Kabal d’ar zoudarded: Branlebas de combat.
Kabah: Koueza a reas kabah: Il devint dépendant.
Kabestr: Lezel ar habestr gand unan bennag: Laisser carte blanche à quelqu’ un. Kador: Taolit ho pouez wa ar gador: Asseyez vous sur la chaise.
Diberhenn eo ar gador-ze?: Cette chaise est-elle libre?
Kaer: Digudenn gaer: Sans probléme.
Didrouz kaer: Silencieusement.
Kalmijenn: Dond a reas kalmijenn: Il vint une accalmie.
Kalon: Kraz eo bremañ or halonou: Nos cœurs se sont endurcis.
Me a oa eet bihan va halon: J’avais les pieds dans les petits souliers.
War ar galon noaz: A jeun.
War va halon noaz emaon: Je suis à jeun.
He halon a oa o kalkenna: Son cœur battait la chamade.
An dud a zo daleet gand o halon: C’est la raison du cœur qui freine les gens.
Kalz: An avel a hweze kalzig: Le vent était asez fort.
Kalz a nerz a zo ennañ: Elle a beaucoup de force.
Kamambre: Pebez toull kamambre eo honnez: Quelle bêcheuse elle fait.
Kamm diouz an daou du: Les deux cotés sont à blâmer. Kammed:Skeiwaranhentagammedoustank: Avanceràmarcheforcée.
Kantr: Bep tro m’en em gavan ganti, n’on ket gouest da lonka va zammig kantr: Chaque fois que je me retrouve en sa compagnie je ne suis pas capable de dire pain.
Kaoh: Beza lorhuz evel kaoh en eur banner: Etre fier comme Artaban.
Mond da gaoh eiz: Péricliter - Manquer sa vie.
Kaoh ouzin, me a foero ouzit: Joue moi un tour, je te rendrai la pareille.
Klevoud ar gaoter o sarmoni d’ar pod houarn: L’hopital qui fait la charité.
Ar re-ze a gaoh er memez tra bern: Ceux-là font partie de la même clique.
Kaoz: Hervez kaoz an dud - Ar vouez a lavar: La rumeur.
Ar gaoz a zo ganti toud - An ton hag ar pardon a zo ganti: Elle monopolize la conversation.`
Kaozeal: Kaozeal ganeor an unan: Se parler à soi-même.
Kaozeal krak - treuz: Parler séchement à quelqu’ un.
Kaozeal da unan bennag en e bart e-unan: Parler à quelqu’un seul à seul.
Kaozeal evel eun taol horz: Dire les choses brutalement.
Kerent tost: Ploueskadiz ha Klederiz a zo kerent tost.
Beza hep par na kar: Etre seul dans la vie.
Karantez:
Ar garantez a zo deuet dezo - Ar garantez a zo savet enno - Liammet int e skoulm ar garantez - Boked ar garantez e-neus bleuniet: enno Ils sont tombés amoureux
( Surtout pas: Koueza e karantez!!!!!!)
Promesaou a garantez an eil d’egile: Les fiançailles.
Ar pez a rit n’eus ennañ / gantan / karantez ebed: il n’y a aucune sentimatalité dans votre œuvre ( action ).
Karillon: Ober eur garillon: faire du bazard.
Karr: Sacha ar harr war ar hein: Provoquer volontairement les réactions sur soi aprés une faute.

Diwallit mad da zacha ar harr war ho kein: Fais attention de ne pas attirer l’attention sur toi. Kasadenn: Kaoud eur gwall gasadenn: Avoir de nombreux ennuis
Kastrillez: Ar zaozon a goustas ker d’o ler beza deuet da glask kastrillez ouz paotred Rosko: Les anglais payerent cher d’être venus cherher noise aux gars de Roscoff. Katell: Tremenn da gatelligou: Passer pour des mauviettes.
Merh he mamm eo Katell: telle mére tell fille (proverbe)
Kavoud: Kavoud hed ar gar: Avoir le champ libre.
Kazeg: Eur gazeg keneb - Loen bihan gand ar gazeg - Kenebet eo ar gazeg: Jument en attente de poulain.
Ober kazeg: Louper - Manquer - Rencontrer un échec.
Kezeg gand bouchou bihan warno: Des juments avec leurs poulains.
Beza pell diouz ar gazeg: Etre loin de la solution.
Kaz: En noz, toud ar hizier a zo griz.
Ar re-ze a zo toud reun ha reun evel pater ar haz: Tous ceux-là se ressemblent comme deux gouttes d’eau.
Mond euz ar haz d’ar raz: Aller du coq à l’âne.
Kebr: Chom etre kebr ha toenn: Rester dans le doute.
Kein: Ober kein da unan bennag - Ober kein tousog da unan bennag: Donner un coup de pouce ( d’épaule - d’aide ).
Ober pleg kein da unan bennag: “Sauter devant quelqu’ un “.
Hennez a zo stag e roched ouz e gein: Celui-là est prés de ses ronds.
Ober eur zav kein: Se reposer un peu.
Keit: Ar pennadou a zo oll keit ha keit: Ces écrits ont la même longueur.
Keja: Kejet am-eus gand an trenk hag ar c’hwero: J’en ai vu de toutes les couleurs ( des vertes et des pas mûres ).
Kelou: Ober kelou en-dro deor an-unan: Répendre la nouvelle dans son propre entourage - autour de se soi.
Kemener: Ar hemener a zo krog em diwesker: J’ai des fourmis dans les jambes. Kement: Ar helou o lakeas da goueza war o hement-all: La nouvelle les laissa sans voix.
Nompaz chom da hedal ar hemend-all: Ne pas attendre son reste.
Kemer: Kemer warnor an-unan beza laouen: Prendre sur soi d’affecter la gaieté. Kemma: An dra-ze ne gemm ket ar gudenn eun dosterra: Cela ne change rien au probléme.
Kempenn: Kempenn an hent evid unan bennag: Préparer la voie pour quelqu’un (Digeri klass: Préparer le terrain).
Ker: Ker savet en eun taol kont: Ville champignon.
Ker ibil beuz: Trifoully les oies - Clochemerle.
Kerh:
Ema ar marh o hounid e gerh: Le cheval s’ébroue sur le dos dans l’herbe.
Savet eo ar herh d’ar gouzoug: Il est rempli d’orgueil - Uhel eo an avel gantañ.
Kernez:
Lakaad kernez war an traou: Augmenter les prix - Créer de l’inflation.
Kerzoud: Kerz goustadig gand da gomzou: Vas y mollo avec ce que tu dis.
Keuz a zavo ganeoh: Vous le regretterez (coûter cher).
Kezeg: Ar hlefuskeriou a zo muzuliet diwar gezeg-nerz: La puissance des moteurs se mesure en chevaux vapeur.
Ki: Beza ki ouz ar boan: Etre dur au mal.
Trist evel eur hi o vond da gaohad: Triste comme un bonnet de nuit.
Ar hi a zo med da ziskleria: Le chien est un bon gardien.
Me a zo lakeet ganto e renk eur hi: Je suis traité comme un chien.
Lammad war unan bennag evel eur hi war ar paour: Sauter brutalement sur quelqu’un sans crier gare.
Oadeurhikaerazodezañ:Ilaunbelâge.
Ken divalo ha toull eur hi: Vraiment laid.
Pas eur penn ki: Pas une âme en vue - Personne.
Prena stripou digand chas ar gigerien: Acheter une seconde chose de mauvaise occasion.

Ober eur paz ki da unan bennag: faire un pas de conduite à quelqu’ un. Kig: Ema ar hig o hounid tachenn warnout: Tu fais du lard.
Ne oa ket deuet e gig gantañ toud: Il ne s’en était pas sorti indemne. Killerez: Klask killerez: Chercher querelle.
Killog:
Lakaad ar hillog da gana uhel: Faire sonner ses éperons.
Peur e vez ar muia a blu war ar yar? - Pa vez ar hillog warni (Divinadenn)
Kitez: Neuze om kitez: Alors nous sommes quites.
Klemm: Sevel klemm: Porter plainte ( et non pas: Dougen klemm).
Kleñved: Maoutet e oa ar hleñevd: La maladie était vaincue.
Ar hleñved a droas da yehed: Le malade entra en convalescence.
Kavoud eienenn ar hlañved: Trouver l’origine du mal.
Kleuz: Bouzar evel eur hleuz - eur penton - eun tamm koad: Sourd comme un pot. Beza evel eur maen er hleuz: Etre casanier ( rester chez soi).
Diou wech e oa eet an tenn er hleuz: Les fiançailles avaient été brisées deux fois.
Me a garfe din gouzoud penaoz oh-eus savet tu ho kleuz: J’aimerai bien savoir votre version des faits.
Kleved: Kleved ar / pater / santa Mari / pegement / cheu: Se faire réprimander vertement.
Ober da gleved piou om: fairesavoir qui on est.
Kleze: Gand ar hleze en noaz.
Koñchenn: Konchennou a-skouer: des histoires exemplaires.
Kont: Trei diwar ar gont - Changer de conversation ( Chench park d’ar zaout).
Konta pateriou sot: Dire des bêtises.
Kordenn: Hennez a zo vis ar gordenn ennañ: Celui-là c’est de la mauvaise graine. Hennez a zo kordet e grorv a fallagriez: Celui-là est rempli de vices.
Korv: Ober gand ar horv an unan: Faire avec ses propres moyens.
Ober d’ar horv e-giz eun neizad logod: Se démener dans tous les sens.
Pesked maro o horv d’al laer: Des poissons morts le ventre au soleil.
Korvigell: N’eus nemed korvigell en e gorv: Il est rempli de méchanceté.
Koumoul: Eur goumoulenn distur: un nuage vagabond.
Koun: Chomom sioul eo or zav e koun ar re varo: Faisons une minute de silence en souvenir des morts.
Koun-treh: Trophée.
Kourt: Kaoud kourt gand ar merhed: Etre bien vu des dames.
Koustiañs: Direbech eo va houstiañs: J’ai la conscience tranquille.
Koz: Eun drantell goz: Une vielle coquette.
Eur par koz: Un vieux beau.
Krampouez: Klask trei yod da grampouez: Essayer de faire prendre des vessies pour des lanternes - Rei da gredi eo noz da greizteiz .
Krampouez gwiniz du a hell beza debret e tomm pe yen.
Ober krampouez war an dour: Faire des ricochets sur l’eau.
Kraouenn: Red eo terri ar graouenn evid kaoud ar vouedenn: On ne fait pas d’omelette sans casser d’œufs (proverbe).
Kraou an diaoul: Night-club.
Krouia: conduire à l’étable (mais aussi raccompagner quelqu’ un.)
Kraouiet e oa er peoh: Il s’était muré dans le silence.
Kraz: Beza kraz evel eur bod keuneud: Etre mince comme un fill à voile (?????)
Beza kraz: Etre ivre mort .
Krav evid krav: Coup pour coup.
Ober ar hrav: Faire son magot.
Ober ar hrav diwar eun dra bennag: Tirer parti - avantage de quelque chose.
Kredenn an oll: Opinion publique.
Krenna: Me a grenno dit da ziouskouarn: Je te donnerai une bonne raclée.
Kreñv: Kemer ar hreñv war unan bennag: Dominer quelqu’ un.
Kreñv ha korfet mad eo: Il est costaud et bien fait.
Kreskadenn: Ar vugale o-deus greet eur greskadenn - o-deus lezet eur skoulm: Les enfants ont grandi d’un coup.

Kreski: Da greski ganti: Elle est enceinte.
Krohenn: Beza koz krohenn: Faire de vieux os.
Rei krohenn gwaz da unan bennag: Donner la chair de poule à quelqu’ un. Patatez krohenn hag all.
Loened krohennet teo: Pachydermes.
Tud krohennet du: Les noirs.
Krog: Sevel krog gand unan bennag: En venir aux mains
A-grog-breh: A la force des biiceps.
Krohenn: Eur hrohenn gaor: une peau de chagrin.
L
Labour diouz varhad: Travail sous contrat
Chom a ree gantañ ar zeiz labour warn-ugent d’ober: Il lui restait mille taches à accomplir. Lagad: Ober lagad mignon da: Faire de l’œil - Lancer des œillades - Faire des yeux doux à - Ober luch lagad da...
Lagadenn: Kavoud al lagadenn:Tomber sur un bec .
Laosk kalon: Ober laosk kalon da unan bennag: Donner la nausée à quelqu’ un. Liamm: Maga liammou a ra an dud: Les gens s’attachent.
Lipad:
Lip o reor an dud pinvidig: Liche-cul.
Loa: Koueza evel eur zahad loaiou: Tomber en faisant du bruit.
E tri taol loa-bod: En trois coups de cuillére à pot.
Loar: Lavared laerez al loar: Promettre monts et merveilles.
Al loar charreterez: La lune des moisons (dont les premiers rayons valent les derniers rayons du soleil pour rentrer la moisson).
Eur beg loar: Un gentil rêveur.
Skeuliou al loar: Bannou al loar.
Logota: Gouzoud peleh lakaad ar haz da logota: Savoir où et comment faire son beurre.
Lorhajou: Ober lorhajou: Etre abusivement généreux.
Louarn: Mond euz ti al louarn da di ar bleiz: Aller de pire en pire - Koueza diwar ar billig en tan.
M
Mad:
Ar mad diwar an arhant: Les intêrets simples.
Ar mad diawar ar mad: Les intêrets composés.
Lakaad arhant ar mad war ar mad: Ajouter les intêrets au capital.
Hennez a oa mad an traou gantañ: Celui-là était bien établi.
Eur paotr mad: Un bon garçon.
Eur paotr mat: Un type bien.
N’eo ket mad da ober eun tenner patatez: Il n’est même pas bon a garder les vaches Mad d’ar gourlanchenn: Bon au goût.
Maen:
Ar maen-ze n’ema ket en e blom: Cette pirre n’est pas d’aplomb.
Paea gand maen glaz: Payer en monnaie de singe.
Maga: Va breur a zo eur mag e gof: Mon frére est un goinfre.
Mamm: Leue ar vamm: Le chouchou à sa mamman.
Eur vammenn: Une femme forte.
Maneurou: Beza war ar maneurou: Faire le ménage.
Maout: Pa ‘ zo sotoniou da ober, e teu atao ar maout ganit: Tu décroches toujours la timballe à la loterie de la bêtise.
Marh: Naska eur marh - Huala eur marh: Mettre une entrave à un cheval.

Beza ken penneg hag eur marh ruz: Etre aussi têtu qu’un âne baté. Marhad: Gwelloh marhad ( et non pas: Marhamatoh)
Hennez eo marhad ar zah: Cest ce qui s’appelle acheter chat en poche. Briz marhadourez: Camelote.
Mare: Pep tra en e blas hag en e vare N’eus forz da be vare: N’importe quand. Marhad: War ar marhad: En prime. Gwelloh marhad: Meilleur marché.
Mari: Eur Vari Flaw: Une femme facile.
Maro: Ar maro a ziverk pep tamall: La mort efface tout.
Liou ar maro a zo war e gig: Il est livide - Pâle comme un mort.
Sioulder ar maro a oa o ren: Il y avait un silence de mort .
Melen: E-giz melen ha gwenn eur vi.
Mell: Rei mell da unan bennag gand al loa: Flatter quelqu’un à outrance - Passer la pommade.
Beza feuket beteg ar mell: Etre grandement vexé.
Menoz: Planta - sanka - menoziou e-giz sklisennou e spered unan bennag: Bourrer le crâne à quelqu’un.
Ment: Pe vent oh?: Quelle taille avez vous, Combien mesurez vous?
Eur benveg diouz va ment: Un outil à ma convenance.
Beza mentet berr ha skañv a bouez: Etre petit et léger
Mervel: Mervel e-giz eur mouch goulou: S’éteindre comme une chandelle.
Mervel dre re ziouer: Mourir de privations.
Mestr: Pep hini a zo mestr pe vestr: Tout le monde veut commander.
Mez: Eun hir a vuhez leun a daoliou mez: Une longue vie remplie d’humiliations. Poazet on gand ar vez: Je suis vert de honte.
Losteg e vint gand ar vez: Je ne sais plus où me mettre avec la honte.
Mezer: N’eus degemer evitañ dindan ar mezer glaz: Il a lui a été refusé d’entrer dans la marine.
Mezo: Ken mezo hag eur zoner - eun tonton: Bourré comme un coin.
Mignon: Dond da veza mignon evel eur bilzig: Devenir doux comme un agneau. Beza mignon d’ar werenn: Aimer boire son petit coup.
Mil: Mil birviken jamez!
Mired: Mired eun astov en ti: Garder une poire pour la soif.
Moh: N’ema ket toud e voh er ger - N’ema ket toud ar moh er hraou gantañ: Il n’est pas de bon poil.
Ne vouz morse ar mojh avad: Les cochons ne refusent aucun nouriture.
Ne zebront nemed morhach: Ils ne mangent que de la cochonnerie.
Moged: Eur boulh moged: Une bouffée de fumée.
Moger: Pehi a ree e-treuz nao moger: Il jurait comme un charretier.
Mojenn: Piou an diaoul e-neus plantet ar vojenn-ze warnoh ?
Mor: Dastum ar mor en eur votez koad.
Morhed: Diazeza eun taol morhed: Calmer ses remords.
Moualh: Selaoui ar mouilhi o fareal: Bailler aux corneilles.
Mouzig: Va houstiañs a ra mouzig ouzon: Ma conscience me boude.
N
Naer: Gouenn naered a zo ahanoh!: Vous, bandes de vipéres!
Naer viper ar warizi.
Naon: An naon eo ar gwella keginer a zo: Ventre affammé n’a pas d’oreilles. Kaoud naon da zebri maen: Avoir une faim ce loup.
Nask: Terri an naskou: Casser ses chaines.
Kas unan bennag d’e nask: Faire reprendre conscience à quelqu’un
Lakaad naskou da c’hoategeziou d’unan bennag: Mettre un frein aux aspirations de quelqu’un.

Neud: Dizolei unan bennag beteg an neudenn sonna: Découvrir les pensées secrétes de quelqu’ un.
Eur plah leun a neud a zo anezi: Elle est plein de ressources.
N’ouzon neudenn ebed: Je n’en sais rien - Je ne comprends rien.
O
Ober: Hennez a zo bet greet evitañ: Celui-là a été pistonné.
Oberou: A-walh a varvaillou, me a fell din gweled oberou: Assez de paroles, des actes Eñ e-neus en em greet e-unan: Il s’ est fait lui-même.
Oremuz: Koll an oremuz: Oublier - Perdre le fil....
Ourzet eo ar zaout: Attitude des vaches quand elles paraissent “ absentes “
Techet mad eo da zaout: Tes vaches ont de belles tétines: (Compliment)
P
Paka: Ni a zo paket brao - propig: Nous sommes bien attrappés.
Paka unan bennag dre finesa - dre eun dro pleg: Prendre quelqu’un par ruse.
Ni on-eus paket taro: On s’est fait avoir.
Paotr: Paotr an ti all: Le voisin
Eun tourh paotr: Un garçon manqué
Pehed:
Ar pehed flourig: Le péché mignon.
An ezomm a ra ar pehed: L’occasion fait le larron.
N’on ket dizaotr a behed: Je ne suis pas parfait.
Pedenn: Beza war ar pedennou: femme attendant ses régles .
Pemoh:
Pemoh brein (injure).
Penn: Gand ar boan benn emaoh?: Vous avez mal à la tête?
Eur vaouez a benn: Une femme capable.
Penn pe fleur: Pile ou face.
Pep: Pep hini evitañ e-unan / Pep hini d’e veg / Pep hini evid e zah / Pep hini evid e dan / Pep hini evid e vutun / Pep manah a bed evid e zah: Chacun pour soi.
Petra - din - me: Petra eo ar petra-din-me?: Qu’est - ce que c’est que ctte bricole? Peul: Yann ar peul: Un jobard.
Picherou: Ober picherou d’eur hi: Faire des caresses à un chien.
Pillig: Teurel an trebez war lerh ar billig: Jeter le manche aprés la cognée. Pimperlamm: Mond da bimperlamm: Aller à tombeau ouvert.
Pichon: C’hoari ar pichon gand danvez unan all: Profiter des biens d’autrui abusivement.
Piz: Eur vaouez piz gand he haoziou: Une femme avare de paroles.
Ken piz ha ken skragn eo ma z afe d’ar foar da werza krohenn e laou: Il est tellement radin qu’il irait à la foire vendre .......
Ober piz war an dispign: Regarder de prés aux dépenses.
Plah: Dond da veza plah yaouank: Etre réglée pour la premiére fois.
Pladenn: Eur bladenn eo: C’est une nouille.
Planedenn: Taouliou yud ar blanedenn: Les coups du sort.
Planta: Planta pour: Forniquer.
Planta ar yenn en unan bennag: Fermer brutalement la bouche à quelqu’ un.
Plant e-barz!: Vas y bourre!
Plas: O chench plas d’e laou ema: Il est en train de se gratter.
Pleg: N’eus pleg ebed ganto: Ils sont inexorables.
Eur pleg-natur kantvedel: Un instinct séculaire.
Plega: Mond da blega - da ober eur blegadenn - Aller faire ses besoins.
Plega da genta: Faire les premiéres avances.
Plijadur: Beza beuzet er pemp plijadur warn-ugent: Prendre son pied.

Pompom: An dra-ze eo ar pompom: C’est le bouquet.
Pouez: Mond war ar pouezig / ar sklakig: Aller tranquillement - calmement.
Eur pakad tri lur a bouez ennañ: Un paquet qui pése trois livres.
Tost da dri hant lur a bouez a oa el loen: L’animal pesait prés de trois cents livres. Prezegenn aotrou: Discours mondain.
Pres: Ar gweturiou a ra pres a-beb tu d’ar ru: Les bouchons s’entassent de chaque coté de la rue.
Pri: Dougen pri da unan bennag: Rendre un hommage inconscient à quelqu’ un.
Priz: En dirañs edo ar prizou: Les prix étaient trop élevés.
Prizet: An tachennou prizet: Les sujets favoris.
Puill: Puill eo an danvez: Les sujets sont en nombre infini.
R
Rabad: Rei rabad da unan bennag: Faire un rabais.
Radenn: Beza war ar radenn: Etre sur la paille.
Sevel / Kreski evel radenn: Pousser comme des champignons.
Ranell: Eur ranell eo hennez, sell: celui-là est un casse pied!
Ranelli bepred ar memez pateriou: Raconter toujours les mêmes histoires.
Rastell: Arhant gounezet gand ar rastell.
Plahed e-mod-se a vez kavet gand ar rastell
Redeg: Ema ar boan o redeg penn da benn em horv: J’ai mal partout.
Renk: Teir eurvez diouz renk: Trois heures d’affilée.
Reor: N’e-neus ket eur reor da azeza: Il ne tient pas en place.
N’ eo ket teo ar gwenn en e reor: Il n’est pas bien gras.
Eur reoriad traou a zo ganti en he fenn: Elle connait des tas de choses.
Paka eur reoriad: Prendre une cuite.
Roched: Beza euruz er roched: Se trouver bien dans sa peau.
Rouez eo ar Bloueskadiz n’o-dije ket soñj euz ar peñse-ze: Rares sont les Plouescatais qui ne se souviendraient pas de ce naufrage.
Rozell: Rastellad arhant gand ar rozell: Ramasser de l’argent à la pelle.
Ruilha: Ruilha ar voull eur wech an amzer: Faire une sortie de temps en temps. Rusterniou: Gand ar rusterniou ema: Il a des hémorroides.
S
Sah: Eur zah toull an daou benn eo: C’est un dépensier de premiére. Sah poan: Bouc émissaire - souffre-douleur ( ki)
Dougen ar zah: Etre complice
Sadorn:
Da zadorn: Le samedi habituellement )
Da zadorn ez an d’an oferenn
Saladenn: Skouarn saladenn: Oreille en feuille de chou.
Santez: Santez kollo: Petite hypocrite - Sainte Nitouche.
Sav-diskenn: Montagnes russes.
Sehed: Kliented sehedig: Des clients insatiables.
Segal: Ober kalz a zegal: faire de trés bonnes affaires
Seiteg: Eur wech bep seiteg bloaz: A la semaine des 4 jeudis.
Seiz gwirionez an diaoul: Les quatre vérités.
Serz: Hennez a zo serz mad c’hoaz: Celui-là est encore vaillant.
Seza a zo serz gand lêz he mamm: Seza est solide avec le lait maternel. Seurt: Ober ar mil seurt ruz: faire les 400 coups.

Ober gand ar zeurt a vez: Se contenter de ce qu’on a.
Soubenn: A-bep seurt soubenn: Toutes sortes d’expériences.
Sevel: Savet eo an taoliou ganto: Ils en sont venus aux mains.
Siklezenn: Konta siklizennou: Raconter des bêtises.
Sikan: O klask sikan emaoh?: Vous cherchez pouille?
Sil: Rei a zilig da zil: Donner au compte-gouttes
Dre zil e vo red deom mond dezañ: Nous devrons l’aborder prudemment.
Sila: Kaourantina a zil em skouarn: Corentine me souffle dans l’oreille
Silzig: Silzig a rin ganit: Je vais te transformer en bouillie.
Skaota: Tommet e-neus dour d’e skaota: Il a lui même préparé sa prpopre pendaison.
Skiant prena (et non “ prenet “) eur vuhez hir: L’expérience d’une longue vie. Sklerijenn:
Klask sklerijenn: Se renseigner.
Digas sklerijenn da unan bennag: Renseigner quelqu’ un.
Skolaj: Nevez diflusket euz ar skolaj: Fraichement sorti des études.
Skouarn: Beza c’hoaz e skouarn ar had: Ne pas être encore de ce monde.
Skourjez: Ober straka ar skourjezig ne zastum ket ar hezeg spontig.
Skrab: Mond d’ar skrab: Aller à l’abordage - Mettre à sac.
Skrabad: Kit da skabad: Va te faire voir ailleurs.
Sivi: Mond d’ar zivi: Accoucher.
Son: Beza an troh hag ar zon gantor an unan: Etre tout puissant.
Sonn:
Eur banne hini sonn ne raio ket a zroug deoh: Un coup de raide ne vous fera pas de mal.
Pil sonn: Surnom: Droit comme un piquet - Sonn evel eur peul.
Soursi: Kemer soursi ahanor an unan: Se préoccuper de soi-même.
Spered: N’eo ket gwall zistaget e spered diouz e glopenn: On ne peut pas dire que ce soit une lumiére.
Spern: Ober eur bod spern: Froncer les sourcils.
Spurja: Spurja eun den klañv dre an a-dreñv gand eur gerzenn: Faire un lavement intestinal à quelqu’ un.
Stiperez: Eur stiperez a ouenn: “ Une marque de famille “ - Un défaut héréditaire. Stok: Gwerza a stok varhad: Vendre en gros.
Stoupa: Eet va memor da stoupa: Ma mémoire défaille.
Strobinellerez: Red e vo deom mond dezañ dre strobinnelerez evid berza treh warnañ: Nous devrons le prendre par ruse pour le vaincre.
Stroll: Ar stroll-muzuliou diwar vetr: Le systéme métrique.
Sul: Ne vez ket labouret da zul
T
Tach: Sevel war an tach: Se dresser sur ses ergots.
Takenn: N’am-eus takenn da ober: Je n’ai rein à faire.
Talvezoud: Mersi deoh - Ne dalvez ket - Merci - Mais de rien.
Ar vevenn ne dalv ket ar vezerenn: Les conseilleurs ne sont pas les payeurs.
Tan: Ober eun tammig gorradenn en-dro d’an tan - Se réchauffer autour du feu
Taol lonk: En eun taol lonk: Cul-sec (Sehi ar pod gand an taol kentañ).
Beza taol distaol dre ar bed: Vagabonder autour du monde.
An taol tri: Le tiercé.
Tarin a gog: Homme fort.
Eun darinenn a blah: Une fille solide.
Taro:
Feulz evel eun taro: Violent comme un taureau.
Paka taro: Se faire avoir - Ni on eus paket taro.
Teod: He zeod ne baoueze ket da flipad start: Sa langue n’arrétait jamais de s’agiter.

Lakaad tro en teod: Mesurer ses paroles - ou au contraire: Parler trés vite. Mestr oh d’ho teod?: Pouvez vous tenir votre langue?
N’eus ket kalz a deod ganeoh: Vous ne parlez pas beaucoup.
Uza dour teod: Dépenser de la salive.
Terzienn: Eun derzienn ne lavare ket heh ano: Une fiévre d’origine inconnue.
Beza gand an derzienn - beza dalhet gand an derzienn - Beza krog an derzienn ennor: Avoir de la fiévre.
Teurel: Taol an dra-ze dreist da benn: N’y pense plus.
Testeni: Eun testeni a vrud: Un titre de gloire.
Ti: C’hoari ti bihan: Jouer au papa et à la maman (????)
Tog: Dalhit an dra-ze etre ho klopenn hag ho tog: Gardez çà pour vous.
Ton: Seni da heul an ton: Ne pa suivre la cadence.
Kaoud ar zon hag an ton: Accapparer toute la conversation.
Toullig: E toullig an noz: Entre chien et loup.
Nompaz gouzoud e peseurt toull lammad: Se dit quand on a gouté à tous les plaisirs de la vie, on ne sait plus quoi inventer.
Ober eun toull en êr: S’éclipser brusquement.
Eun toullad komzou goullo: Un tissu d’absurdités.
Toulla: O toulla e hent ema ar hleñved: La maladie suit son cours.
Tu: Tuig ha tallig a zo eur memez tra: L’envers vaut l’endroit.
Répondre