Leun chik

La langue bretonne
Riwal
Administrateur
Messages : 1120
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Leun chik

Message par Riwal »

Julien a écrit :N'onn ket hag-eñ 'peus soñj deus ur wezh, pa 'oamp 'barzh an oto, en ur dremen e-kichenn Netto Tangi 'na lâret penaos 'oa bern otoioù pe n'onn ket petra, ha neuze 'na lâret "leun-chouk" deus se, ha ma distrompet anezhañ peogwir deus ar pezh 'ma komprenet gant Daniel, ne oa ket lâret leun-chouk met evit traoù tanav, ha leun-beget evit an traoù all neuze...

Abaoe meus goûlet gant ma dad petra 'vez lâret pa 'vez bern tud, "leun-chik a dud" emezan. Neuze ta lâret gwir Tangi, moaien 'zo da lâret se evel-se ivez...
Répondre