Kavet a rae din e oa kazi dispareset an droienn "a-dal da" 'ba ar gaoz en kreiz Treger, ramplaset gant "e-fas da" (en face de). Betek nevez zo 'ma ket bet klevet anezhi nemet gant unan : Ifig Raoul. 'Ba geriadur Yann an Du n'eus ket roud ebet dioutañ.
N'eo ket nemet daou viz zo 'meus klevet anezhi teir gwech en ur ober un eur gant ur brezhoneger ganet en 1954 en Ploueg :
hennezh zo a-dal da... da Beuldi
ac’hanta, a-dal d’ar Sperned emañ Plasenn ar C’hrampouezh
hag a-dal... a-dal d'an hent-se
Drol a-walc'h eo e vefe bet miret un droienn "ken kozh" gant ur brezhoneger "ken yaouank" !