Page 1 sur 1

Tunodo

Publié : 16 septembre 2025, 17:40
par Julien
Oc’h ober un tamm renabl on deus ar gerioù ha traoù ‘ba an tunodo. Ul levr ‘zo diwar se : Un exemple d’argot breton : le tunodo graet e 2004 gant an ti-embann Label LN ha kavet e-barzh skridoù Narcisse Quellien, Émile Ernault, Alain Le Diuzet hag Ernest Le Barzic.

An tamm geriadur ‘zo ‘ba fin al levr, met pellaet ‘deus deus ar wirionez meur a wech. Adlennet meus studi Émile Ernault. Hennezh ‘oa bet embannet ‘ba La revue celtique. C’hoant ‘mije da gaout ho soñj diwar ar pezh lâr Emil Ernault pa vez o komz deus tulodein ha tulodein miñson (Ba ‘n tunodo ''tulodiñ'' eo ''kaozeal'' peurvuiañ ha ''miñson'' eo ''fall'') ha crier, en parlant des animaux.
Tome XV Etudes bretonnes, IX. Sur l'argot de La Roche (E. Ernault) a écrit :Au lieu de tunodo, argot de La Roche, j'ai entendu tulodo, et de même, pour le verbe tunodi, tulodein : tulodein miñson, parler mal,- ou dire de mauvaises choses ; crier, en parlant des animaux, cf. § 21. La priorité de l’n est assurée par l'étymologie et par les autres dérivés mentionnés § 16.
[...]
Noms de choses : morizaden, f., partie de plaisir, moment de repos ; vreozaden = louf, bram (cf. zousilhaden, la goutte) ; miñsonardaj, chose mauvaise, bêtes en général : miñsonardaj baz er water 'meint tulodein are, voilà encore les grenouilles qui coassent dans l'eau.
Tome XVI Etudes bretonnes, IX. Sur l'argot de La Roche (fin) (E. Ernault) a écrit :Tulodi, tulodein, parler ; chanter ; écouter, entendre. Tulodi miñson, chanter faux ; gourdajen dë dulodi (chose, organe pour entendre), oreille ; on dit aussi tulodo, les oreilles.
Tulodi, tulodein = parler, chanter (+ écouter, entendre)
Tulodi miñson = parler mal, dire de mauvaises choses, chanter faux + crier, en parlant des animaux (?)

Din-me ’zo daou stumm da gompren sinifikasion ''crier, en parlant des animaux'', pe eo ''tulodi'' pe eo ''tulodi miñson''.

''Coasser'' ‘zo kat da vezañ ''chanter'' pe ''crier, en parlant des animaux'', neuze n’omp ket muioc’h avañset gant ar frazenn-se ‘meus aon.

An dud ‘zo konsideret evel loened hag al loened ‘zo konsideret evel tud a-wechoù ‘ba al langaj-se. A-skeud-se ne gafen ket drol ‘vefe lâret ''tulodiñ'' deus ''crier, en parlant des animaux''.

Petra soñjit c’hwi ?

Re: Tunodo

Publié : 17 septembre 2025, 18:13
par Tangi
N'anavezen ket.

Gant ar pezh 'teus laket aze (ha surtout ar frazenn "miñsonardaj baz er water 'meint tulodein are") e lârfen a-walc'h e talv tulodiñ e-unan kement ha "kanañ/ober trouz" pa gomzer deus loened...

Pegoulz e ri dimp ur staj tunodo ? :lagad:

Re: Tunodo

Publié : 20 septembre 2026, 15:07
par Julien
Dre forz da lenn hag adlenn a-dreuz hag a-hed 'h on deut da soñjal eveltout.
Ma 'peus un tamm interest 'ba an tunodo 'vin kat da gas deoc'h an tamm renabl meus graet, met n'eo ket fin arc'hoazh !

---------

Oc'h esa kompren daou c'her on aze : daou verb 'int, kavet o-daou 'ba al levr An tornaod skrivet gant Paotr Juluen (Julien Clisson (1883-1945), anv-pluenn : Gour-Na-Gil), Ti embann Arvor, Gwengamp, 20 c'hwevrer 1935, 200 pajenn. Bet eo skrivet traoù e tunodoù gantañ war ur bajenn pe div, gant brezhoneg da heul.

C'hwel aze ar gerioù :
DA GILHORIÑ I ha DA RIC'HOUIGNAT.

Ne meus ket kavet roud ebet deus ar gerioù-se na 'ba Devri na 'ba geriadur meur F. Favereau.
da gilhoriñ Izabel (br. da eva hini-kreñv)
Izabel 'vez lâret deus ar gwin-ardant.
>Lâret 'rafen eo kilhoriñ memes tra evel s'enquiller e galleg.

da ric'houignat (br. da c'hrozmolat) :
[...] hag e vo difoaret da ric'houignat war ar beoz. (br. [...] ha taolet er-maez da c'hrozmolat war ar pavez.)
>Ar verb-se 'lak ac'hanon da soñjal 'ba daou verb brezhoneg pennbouzellet : gwigourat ha c'hwirinal.

--------- An dra bennaket all :

Ba al levr Un exemple d’argot breton : le tunodo embannet e 2004 gant Label LN 'vez kavet teir fajenn gant tammoù traoù e tunodo tapet diwar daou bennad ar journal l’Écho de Lannion (ar re 'oa bet embannet d'an 2 ha d'ar 16 a viz even 1951). Korn ar brezhoneg 'oa anv ar pennadoù-se.
An hini kentañ ‘oa Paotred an tok-tok an titr, skrivet dindan an anv-pluenn SKRIGN hag an hini ‘oa bet war-lerc’h ‘oa Tunodo an titr, hag EUR BRIZ ROC'HARD an anv-pluenn.

Kaer meus klask, ne gavan ket piv 'oa. Gallout 'rafe bezañ Alain Le Diuzet pe Ernest Le Barzic. Unan ac'hanoc'h 'oarfe marteze ?

C'hoant ma d'ober un tamm sell deus ar journal-se direkamant ivez, met ne meus ket kavet anezhañ numerizet. An hini ar bloaz a-raok 'vez kavet.

--------- Ma peus un tamm sklêrijenn da reiñ din, kontant 'vefen ! :genog: