Page 1 sur 1

An dielloù

Publié : 10 janvier 2016, 18:26
par Riwal
Laket 'meus enrolladenn "Tog Maivon" ha testenn + enrolladenn "Ar marc'hadour moc'h".

Re: An dielloù

Publié : 10 janvier 2016, 21:11
par Julien
Tog Maivon :

2:23
Bon, fin e oa an oferenn. Ober a rae glav bepred. Ha Maivon ne oa ket bet jenet hañ, petra ’da graet nemet troñsañ (?), troñset he c’hotilhon war he fenn ha treuzet plasenn bourk Tregrom, ha prezerviñ he zog.
Bon, fin e oa an oferenn. Ober a rae glav bepred. Ha Maivon ne oa ket bet jenet hañ, petra ’da graet nemet troñsal, oc'h ober evel ar merc'hed Rostren, troñset he c’hotilhon war he fenn ha treuzet plasenn bourk Tregrom, ha prezerviñ he zog.
Herve Seubil a écrit : Merc'hed Rostren,
'Dizolo o reor da goach o fenn ! (K : Mari Gwichart, ma mamm-gozh eus Louergad)

Re: An dielloù

Publié : 10 janvier 2016, 21:46
par Tangi
Brav !

Re: An dielloù

Publié : 17 janvier 2016, 16:30
par Riwal
Julien a écrit :
Herve Seubil a écrit : Merc'hed Rostren,
'Dizolo o reor da goach o fenn ! (K : Mari Gwichart, ma mamm-gozh eus Louergad)
Pelec'h 'teus lennet se Julien ? Mat e vo lakat se e fin ar gontadenn !
Da c'hortoz 'meus laket unan ha 'meus kavet e levr Giraudon : Querelle de clochers :
Merc'hed Rostrenn / A dizolo o revr da c'holo o fenn.

Reoù all zo ivez :
Merc’hed Rostrenn / A droñse o lostenn / Da goach o fenn (Plouisy)
Merc'hed Rostrenn diskoach o revr / 'Vit diskoach o fenn (Bonen)

Re: An dielloù

Publié : 17 janvier 2016, 20:20
par Julien
Lennet 'ma se 'ba an traoù Herve Seubil. Roet 'ta se dimp.

Re: An dielloù

Publié : 19 janvier 2016, 17:46
par Riwal
Ah ya, ba Hor Yezh e oa.