An dielloù
An dielloù
Laket 'meus enrolladenn "Tog Maivon" ha testenn + enrolladenn "Ar marc'hadour moc'h".
Re: An dielloù
Tog Maivon :
2:23
2:23
Bon, fin e oa an oferenn. Ober a rae glav bepred. Ha Maivon ne oa ket bet jenet hañ, petra ’da graet nemet troñsal, oc'h ober evel ar merc'hed Rostren, troñset he c’hotilhon war he fenn ha treuzet plasenn bourk Tregrom, ha prezerviñ he zog.Bon, fin e oa an oferenn. Ober a rae glav bepred. Ha Maivon ne oa ket bet jenet hañ, petra ’da graet nemet troñsañ (?), troñset he c’hotilhon war he fenn ha treuzet plasenn bourk Tregrom, ha prezerviñ he zog.
Herve Seubil a écrit : Merc'hed Rostren,
'Dizolo o reor da goach o fenn ! (K : Mari Gwichart, ma mamm-gozh eus Louergad)
Re: An dielloù
Pelec'h 'teus lennet se Julien ? Mat e vo lakat se e fin ar gontadenn !Julien a écrit :Herve Seubil a écrit : Merc'hed Rostren,
'Dizolo o reor da goach o fenn ! (K : Mari Gwichart, ma mamm-gozh eus Louergad)
Da c'hortoz 'meus laket unan ha 'meus kavet e levr Giraudon : Querelle de clochers :
Merc'hed Rostrenn / A dizolo o revr da c'holo o fenn.
Reoù all zo ivez :
Merc’hed Rostrenn / A droñse o lostenn / Da goach o fenn (Plouisy)
Merc'hed Rostrenn diskoach o revr / 'Vit diskoach o fenn (Bonen)
Re: An dielloù
Lennet 'ma se 'ba an traoù Herve Seubil. Roet 'ta se dimp.
Re: An dielloù
Ah ya, ba Hor Yezh e oa.