Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

rozell

Stummioù : rozell ; rozelloù ;

Gwelet an temoù Ar rozell (1) ha Ar rozell (2)

racloir

Ah ya, a-wechoù e vije laket un u, ha e vije etalet gant ar rozell ivez

A ya, wêjo vijé laked en u, a vijé étalet gan rozell ie.

Ah oui, parfois on mettait un œuf, et on l'étalait avec le racloir.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Hag a-wechoù e vije laket un u warnañ. Un u. Torriñ un u war-benn. Ha hennezh a vije stlabezet war-benn goude gant ar rozell, ar rozell a vije graet deus ar machin a vije oc'h etaliñ... Ar bas...

A wêjo vijé lake ’n u warnañ. En u. Toiñ ’n u war-bènn. A heñ vijé sklabéet war-benn goudé gan rozell. Rozell vijé gwèt deuz machin vijé ’h étaliñ... bas.

Et on mettait parfois un œuf dessus [sur la crêpe]. Un œuf. Casser un œuf dessus. Et on le répartissait dessus avec le racloir. On appelait racloir le truc qui servait à étaler... la pâte à crêpe.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)