Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

krampouezhenn

Stummioù : c'hrampouezh ; grampouezh ; grampouezhenn ; grampouezhennad ; krampouezh ; krampouezhenn ;

Gwelet an temoù Ar c'hrampouezh ha Ar skouarniad

crêpe

Darn 'nije c'hoant da gaout un u war ar grampouezhenn, ha neuze e vije torret un u war-benn, neuze e vije krevet gant beg ar machin, ha feiz neuze e vije etalet gwellañ e vije gallet, abalamour da lakat gwenn ha melen un tamm partout quoi. Ha honnezh a vije ur grampouezhenn uoùek, e vije graet deus honnezh.

Darn nijé hoan de gaout ’n u war grampouenn, a neuhé vijé torret ’n u war-benn, neuhé vijé kreuvet gan bég machin, a fé neuhé vijé étalet gwèllañ vijé gallet, bañw te laket gwènn a mélen tamm partout quoi. A hoñ vijé grampouenn uoek, vijé gwèt teus hoñs.

Certains voulait un œuf sur la crêpe, et alors on cassait un œuf dessus, on le crevait avec le bout du machin [la spatule], et on l'étalait du mieux qu'on pouvait, pour mettre du blanc et du jaune un peu partout. Et on appelait ça une crêpe « œufée ».

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrue un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.

Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.

Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

coup

ur grampouezhenn

[ə grãm'pwɛn]

une claque, une baffe

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)