Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

loue

Stummioù : leue ; leueioù ; leueoù ; loue ; loueioù ;

Gwelet an tem Al loueioù hag an annoarezed

veau

D'ar moc'h ya. Ah ya, pe d'ar leueoù. Ya d'ar leueoù e vije roet laezh ekremet ivez.

De moh ya. A ya, pé de lwèio. Ya, de lwèio vijé roet lêz ékrémet.

Aux cochons, oui, ou aux veaux. Oui, on donnait du lait écrémé aux veaux.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Gouzout a oarez petra eo leueoù ?

Goud oarès pra ’h è lwèio ?

Tu sais ce que c'est, leueoù [des veaux] ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya avat, ul leue. Ha ar vuoc'h.

Ya ha, e loué. A vuh.

Oui alors, un veau. Et la vache.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)