Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

peder

Stummioù : beder ; peder ;

Gwelet ivez pevar.

quatre

peder gwezenn

['pe:dər 'gweən]

quatre arbres

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

Petra a vez graet deus ar re-se ? Ar re-mañ. Ar re-se zo gachenn... Ur c'hachenn zo pep hini aze. Ya, aze zo peder, ya neuze, neuze e welan petra int, int ar re-se.

Pra vé gwèt deuz ré-zé ? Ré-mañ. Ré-zé zo gachenn... (Eu) c'hachenn zo pop ini ahé. Ya, ahé zo péder, ya neuhé, neuhé welan pra int, int ré-zé.

Comment on appelle ceux-là ? Ceux-ci. Ceux-là sont des gâteaux... Chacun d'entre eux est un gâteau là. Oui, là il y en a quatre, oui, alors je vois ce qu'il sont, ceux-là.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Pa vije laket ar machinoù war bronnoù... ... ar vuoc'h, feiz, hennezh a goroe e-unan quoi. Ha e derc'he d'ober, e derc'he da sachañ goude. Ha feiz evel se e oa kat da surveilh div pe deir pe beder asambles quoi.

Pé vijé laked machino war bronno… vuh, fé, heñ goroé ihun quoi. A dèrhé d’or, dèrhé de jèchañ goudé. A fé vesé oa kat de survèi diw pé dèr pé béder sam(bl)es quoi.

Quand on mettait les machins sur les mamelles de la vache, la machine trayait toute seule. Et elle continuait de tirer ensuite. Et comme ça, on pouvait en surveiller deux ou trois ou quatre en même temps.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Betek, betek... Me ne oaran ket pet eur avat. Teir eur, teir eur hanter, peder eur, deus beure.

Béték, béték... Mé oarañ ke péd eur ha. Tèr eur, tèr eur hanter, pédér eur, deuz beuré.

Jusqu'à... Je ne sais pas quelle heure. Trois heures, trois heures et demie, quatre heures du matin.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)