Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

miz

Stummioù : miz ; mizioù ; mizvezh ; mizvezhioù ; viz ; vizioù ;

Gwelet an tem Ar miz

mois

Miz pe c'hwec'h sizhun pe evel-se goude, pe daou viz marteze. Oh ha c'hoazh, ne oa ket keit se, ne soñj ket din.

Mis pé hwèh sun pé vesé goudé, pé dow vis matéé. O a hoa, oa ke kèit sé, joñj ket tin.

Un mois ou six semaines après environ, ou deux mois peut-être. Oh et encore, pas tant que ça, je ne crois pas.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha e oa arruet ar vétérinaire, marteze a-benn daou viz pe evel-se goude, pe dri miz, da welet ar wiz kozh pe da welet un dra bennaket.

A oa aiet vétérinaire, matéé bènn dow vis pe vesé goudé, pé dri mis, de wélet wis kos, pé de wéled en dra bénnaket.

Et le vétérinaire était venu, peut-être environ deux mois après, ou trois mois, pour voir la truie ou pour voir quelque chose.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

... e oas deut da welet ac'hanon, peogwir e oan e-barzh ar pension evel just quoi, hañ, ha evel se ne deuen ket d'ar gêr 'met ur wezh ar miz, met seulamant da Sul, e oa droed da dont da welet ac'hanomp goude merenn.

Oas teut te wéled añoñ, pegur oan bah pension vêl-just quoi, añ, a vesé dên ke de gêr mèd e wêj mis, mè seulaman de Zul oa drèt te don te wéled añm goudé mèrn.

Tu étais venue me voir, parce que j'étais en pension bien sûr, et par conséquent je ne rentrais à la maison qu'une fois par mois. Mais seulement, le dimanche, on pouvait venir nous voir l'après midi.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

hanter ar miz-mañ ec'h arru ar goukoug

['hɑ̃ntər 'mi:zmɑ̃ 'hɑj ə 'gukuk]

le coucou arrivera à la moitié du mois

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

miz ebrel ?

[miːz ˈe̞bəl]

le mois d'avril ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

e komañsamant ar miz ?

[komɑ̃ˈsɑ̃mɑ̃n miːz]

au début du mois ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

E komañsamant ar miz-mañ eo 'nez bet daou vloaz.

[komɑ̃’sɑmɑ̃n miːz mɑ̃ e̞ ne be ’dowla]

Il a eu deux ans au début de ce mois-ci.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)