Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

kuzhañ

Stummioù : guzhat ; kuzh ; kuzhañ ; kuzhet ; kuzhiañ ;

cacher

kuzhañ

[ky:zã]

cacher

Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)

coucher (se –) [soleil]

ha deus an heol o vont da guzhat, pa veze kuzhet an heol, deus e liv e lârent dit « a-benn arc'hoazh e vo evel-henn »

[a dəz 'nɛwɔl vɔ̃n də 'gy:zət pe viʒe 'ky:zəd 'nɛwɔl dəz i liw 'lɑ:ʁɛɲ dit bɛn aʁ'hwɑz vo və'lɛm]

et en fonction du soleil qui va se coucher [litt. cacher], quand le soleil était couché, selon sa couleur ils disaient « demain il fera comme ça »

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

pa vez o kuzhiañ, « kuzhet » a vez lâret, « kuzh »

[pe ve 'ky:ʒjɑ̃ 'ky:ʒəd ve 'lɑ:ʁət ky:s]

quand il se couche, « couché » qu'on dit, « couché » [soleil]

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

An heol zo kuzhet.

N'heol zo kuzeut.

[newol zo kyzət]

Le soleil est couché.

Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Julien)