Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

preuvenn

Stummioù : breuvenn ;

preuve

gwelet 'teus ar breuvenn

['gwɛ:lɛ tøz 'brœ:vən]

tu as vu la preuve

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

met pelec'h 'teo breuvenn eo gwir ?

[mɛ ple̞h 'teo 'brœ:vən hɛ gwi:r]

où auras-tu la preuve que c'est vrai ?

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

ar breuvenn zo 'ba ma familh kwa

['bɾœ:vən zo bah mə 'fɑ̃miʎ kwa]

il y a la preuve dans ma famille quoi

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)