Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

solier

Stummioù : solier ; solieroù ;

Gwelet an tem Ar c'hrignol

grenier

Kar an ed a vije ret kas anezhe d'ar solier alies.

Ka 'n éd vijé rét kas nè de zoier alies.

Car il fallait amener le blé au grenier en général.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

E-barzh ar solier, me a lavar dit, a-wezhioù ne vije ket brav mont e-barzh ar solier ordin hañ. Ne vije ket brav ordin mont e-barzh ar solier.

Bah zoier, mé lâr dit, (a)wêjo vijé ke braw mon bah zoier ordin añ. Vijé ke braw ordin mon bah zoier.

Dans le grenier, je te dis, ce n'était pas toujours agréable d'aller dans le grenier.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

1. Peogwir e oa ur skalier da vont e-barzh ar solier. 2. Ya. Ya, du-mañ e oa ur viñs da vont betek ar solier.

1. Pegur oa skaier de von bah soier. 2. Ya, ya, du-mañ oa viñs (te) von bété zoier.

1. Parce qu'il y avait un escalier pour aller dans le grenier. 2. Oui, chez nous il y avait un escalier pour aller jusqu'au grenier.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Gwelet frazennoù all...