Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

bremañ

Stummioù : bremañ ; vremañ ;

Gwelet an tem Bremañ

maintenant

'H eo aet da chom e-barzh an ti, e-barzh an ti, feiz e-lec'h omp bremañ quoi ma kerez.

'h è wèt te chom ba 'n ti, ba 'n ti, fé lèh 'h om brémañ quoi ma kées.

Elle est allé habiter dans la maison où nous sommes actuellement.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.

Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.

À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

N'eo ket a-walc'h din, emezañ, met bez' zo bugel da vezañ, emezañ, eo ret din sikour anezhi bremañ.

N’è ked wah tin, méañ, mèt... bé zo bugel de véañ, méañ, ’h è rét tin jikour nèi brœmañ.

C'est pas le tout, dit-il, mais il y a un enfant à venir, il faut que je l'aide maintenant.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Oh bac'h, trawalc'h 'meump arru graet. Allez bremañ, bremañ emezañ, e c'hallit kemer anezhi.

O ba, trawah meum ai gwèt. Alé, brœmañ, brœmañ méañ, hallét kémer nèi.

Oh la barbe, nous en avons fait assez [danser]. Allez, maintenant, dit-il, vous pouvez la prendre [pour danser avec d'autres].

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya bremañ un toullad bloavezhioù a zo (?) kemer d'ober... kolza (T. : ya) d'ober greun neuze quoi (T. : d'ober greun) da werzhañ goude quoi.

[ja bɔ̃m ˈtula blaˈweʒo zo stənɔ̃ ˈkomɛʁ doːʁ ˈkolza wid oː doːʁ gʁœː ˈnœe kwa də ˈwɛʁzɑ̃ ˈgude kwa]

Oui maintenant ça fait pas mal d'années (?) colza pour faire du grain que l'on vend ensuite.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

aze zo ur groc'honenn rou... rouz, hoñ... hoñ a veze lâret ur wae... ur waegenn diouti, e oas sañset da dennañ honnezh, met bremañ ne deu ket sell, dam dezhe da vezañ gwenn, oh ! ne oa ket ampoezon ma kerez met... met c'hwerv e veze

[’ɑhe zo grɔ’hɔ̃:nən ɾu ɾu:s hɔ̃: hɔ̃: viʃe ’lɑ:rə wɛ ’wɛ:gən dɔ̃ti was ’sɑ̃sə də ’dɛnɑ̃ hɔ̃:z mɛ ’bœmɑ̃ da kə sɛl dɑ̃m dɛ də ve gwɛn o: wa kəd ɑ̃m’pwe:zɔ̃n me ’ke:rɛs mɛ mɛ hwɛɾw viʃe]

là il y avait une peau mar... marron, elle... elle était appelée « fil... un filet », tu était sensé enlever celle-là mais maintenant elle ne vient pas regarde, afin qu'elle soit blanche, oh ! ce n'était pas du poison si tu veux, mais... mais c'était amer [chât

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

Bremañ te gas anezhi da Trezelan neuze.

[ˈbɔmɑ̃ te gɑːs nɛj tʁeˈzelən nœː]

Tu l'amènes à Trezelan maintenant alors.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Pelec'h, pelec'h emañ ar c'hadastr-se bremañ ?

[plɛh plɛh mɑ̃ haˈdase ˈbomɑ̃]

Où se trouve ce cadastre-ci à présent ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

bremañ

[ˈbomɑ̃]

maintenant

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Ma 'h eo mat deoc'h ho-taou, emeze, feiz avat, nim, nim eo mat dimp, emeze, se a sell ac'hanoc'h bremañ emeze.

Ma ’h è mat tah o-tow, mè, fé hat, nim, nim è mat tim, mè, zé zèll añoh brœmañ mè.

Si ça vous convient à tous les deux, ça nous convient à nous, dirent-ils, maintenant ça vous regarde.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

aujourd'hui

Ar re-se a oa remorkoù ar memes tra evel e vez bremañ ivez, met ne oant ket ken bras.

Ré-hé oa reumorkcho mostra vèl vé brémañ ie, mè oant ke kén bras.

C'était des remorques comme il y en a aujourd'hui aussi, mais elles n'étaient pas aussi grandes.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

N'eo ket du-mañ hañ. N'eo ket e lec'h on me bremañ, e-barzh ar Veuzit an hini a oa.

N’è ke du-mañ añ. N’è ke lèh ’h on mé brœmañ, bah Veuzit ’n ni oa.

Ce n'est pas chez moi. Ce n'est pas là où j'habite maintenant, c'était au Veuzit.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Pe gwechall marteze nebeutoc'h met bremañ a-wezhioù arri se bepred ya.

[pe ˈgweʒal maˈtee nəˈbœtoχ mɛ ˈbomɑ̃ ˈweʒo aj ze ˈbopət ja]

Peut-être que ça arrivait moins souvent autrefois mais maintenant ça arrive en tout cas oui.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Ah ya kar en ti Isabelle arri a-wezhioù bremañ.

[ja kaʁ e tiː izabɛl aj ˈweʒo ˈbomɑ̃]

Ah oui puisqu'elle passe parfois chez Isabelle maintenant.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)