Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

bourk

Stummioù : bourk ; bourkoù ; vourk ;

Gwelet an tem Ar bourk

bourg

Ha e-barzh ar bourk e oa tout an dud war toull o dorezioù

A bah bourk oa tou 'n dut war toull o doréjo.

Et au bourg, tout le monde était sur le pas de leur porte.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha goude neuze e oa aet da chom d'ar bourk.

A goudé neuhé oa èt te chom de bourk.

Et ensuite elle est allée habiter au bourg.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Pa eo aet e-barzh ar bourk neuze 'meump dreset an ti-se neuze, feiz.

Pé è wèt bah bourk neuhé meum drése 'n ti-zé neuhé, fé.

Quand elle s'est installée au bourg, nous avons fait des travaux dans cette maison.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met a-benn neuze e oa arru klakenn ma faotr, eñ a oa bet er bourk evel just goude merenn ha un tamm a bep sort. Ha moarvat 'na arru evet un toullad bannac'hoù hag a bep sort.

Mè bènn neuhé oa ai klakenn ma vot, heñ oa bé bourk vèl just, goudé mèrn a tamm bop sort. A mac’hat na ai évet toullet bannaho a bop sort.

Mais pour alors, mon homme était devenu bavard. Il était passé au bourg bien sûr, après le déjeûner, et il avait sûrement bu pas mal de coups.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

A-blasoù ec'h arrue ar gemenerez. Ha hoñ a vije oc'h ober tro ar bourkoù quoi.

['blaso 'haje ˌgeme'neʁəs – a hõ viʒe 'hɔʁ tʁo 'buʁko kwa]

La couturière venait à certains endroits. Elle faisait le tour des bourgs.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Gwelet frazennoù all...