Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

ma-unan

Stummioù : ma-unan ; ma-unanig ;

seul

A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.

Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.

À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha feiz neuze pa oa arru ar podoù, feiz neuze e vijen ma-unan o c'horo neuze. Neuze e oa aezetoc'h.

A fé neuhé, pé oa ai poujo, fé neuhé vijèn mehun horo neuhé. Neuhé oa ézêtoh.

Et alors quand sont arrivés les pots [sur la machine à traire], j'étais seule à traire. C'était plus facile.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha evel se ma-unan o c'horo ha ma-unan oc'h ober tout.

A vesé vijèn mehun horo a mehun 'h or tout.

Et ainsi, [j'étais] seule à traire et seule à tout faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Met a-hend-all, alies 'h aen da Vear 'h aen ma-unan warnañ ha traoù

Mè hèndall, alies 'h èn de Véar, 'h èn mehun warnañ a trèw.

Mais sinon, j'allais souvent à Bégard, j'y allais seule dessus [sur le tracteur] et tout.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Bravoc'h e oa din amañ un tamm mat evit bezañ er gêr ma-unan, en-dro d'al loened.

Brawoh oa din amañ tamm mat wit béañ gêr mehun, dro de loênet.

Je suis mieux ici qu'à la maison à m'occuper des bêtes.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)