Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

gouzoug

Stummioù : c'hoûg ; gouzoug ; goûg ; goûgoù ;

Gwelet an tem Ar goûg

cou

War ul lêrenn all 'h ae hebiou he gouzoug ma kerez da stagañ, ha evel se e chome aze.

War lèrenn all ’h è buw i gouk, ma kées, de stagañ, a vesé chomé ahé.

Sur une autre lanière qui passait par son cou, si tu veux, pour l'attacher, et comme ça elle restait en place.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

goulot

tevoc'h evit goûg ar voutailh aze

['tewɔh wid gu:g 'butaʎ 'ɑhe]

plus gros que le col de la bouteille là

Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)