Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

arc'hoazh

Stummioù : arc'hoazh ;

adv. arc'hoazh arhwas [aʁ'hwɑs]

Gwelet an tem Arc'hoazh

demain

Al loened eo ret pleal dionte ar pezh a vez d'ober dezhe tout, feiz, n'eus ket a voaien d'ober... Oh bac'h ! me 'h a d'ober un devezh... Goro herie hag arc'hoazh e rin un devezh ober traoù all, met neuze aze n'eus ket a voaien d'ober se heñ.

Loèned è rét pléel donté péz vé d'or dè tout, fé, n'eus ke vwoien d'or... O ba ! Mé 'h a d'or 'n déwes... Goro héié hag arhoas rin 'n déwez or trèw all, mè neuhé ahé n'eus ke vwoien d'or zé eñ.

Il faut s'occuper des bêtes en faisant ce qu'il faut, ce n'est pas possible de faire... Oh bah, je vais faire une journée de traite aujourd'hui, et demain je ferai une journée d'autre chose, mais ce n'est pas possible de faire ça.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Petra, hennezh zo sot emeze. Me n'onn ket petra eo avat emezon-me, met gwelet 'peus hañ emezon-me, ma vez ur vuoc'h din, pe div, hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh... Oh ya, ne 'teus ket ezhomm da vezañ jenet, testoù 'to avat emeze.

Pra, heñs so zod mè. Mé n’onn ke pra ’h è ha, momé, mè gwélet peuz añ mome, ma vé vuh tin, pé diw, a vo divorhet bènn arhoas... O ya, teus ked émm de véañ jénet, tésto to ha mè.

Mais quoi, celui-ci est fou, dirent-ils. Moi je ne sais pas ce qu'il est, dis-je, mais vous avez vu, si d'ici demain j'ai une vache ou deux qui avortent... Oh oui, dirent-ils, tu n'as pas à t'inquiéter, tu auras des témoins.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

(Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.

[bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]

(Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)