Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

fuc'hal

Stummioù : fuc'hal ;

siffler

goût a rez gant petra eo an aezetañ lazhañ un naer ? na 'teus ket ezhomm kalz tra, neuze e soñjfes xxx (?) peogwir omp o komz deus raden, ac'hanta, pa gavi ur bod raden, tennañ anezhi ha ma teu ur pennad gwrizienn ganti, xxx (?) honnezh, ne weli ket an aer goude, 'teus ket ezhomm ar vazh, 'teus ket ezhomm da darc'hañ un taol (batte ?) warni, e tapez anezhi ervat gant... gant ar pennad zo deut er-maez deus an douar... me n'onn ket... un dra bennaket zo e-barzh kwa, peogwir e ra evel elektrizañ anezhi, « pouf ! », hag a-wechoù gant ar vazh neuze e tarc'hi ar vazh warni e klevi anezhi o fuc'hal c'hoazh met aze gant... pa 'to darc'het ur vazhad gant honnezh warni, ne weli ket anezhi oc'h ober kalz a fiñv goude, se zo drol hañ ? se zo drol hein ? aze e welez anezhi ha « pouf », elektrizet

[gu:d ə ʁɛz gɑ̃n pɾɑ ɛ 'ɛstɑ̃ 'lɑ:hɑ̃ nɛ:ɹ na tøs kəd e:m kɑls tɾɑ 'nœ:he ʒɔ̃ʃ'fɛs kə ? py ɔ̃m kɔ̃mz dœz 'ɹɑ:dən 'hɑ̃nta pe 'gɑ:vi bud 'ɹɑ:dən 'tɛnɑ̃ nɛj a ma dœ 'pɛnəd 'gwɾijən 'gɑ̃ti ??? ??? hɔ̃:s wɛ'likəd nɛ:ɹ 'gu:de tøs kəd e:m vɑ:s tøs ke:m 'dɑʁhɑ̃ tol'bad waɹni 'dɑpɛz nɛj vɑ:t gɑ̃n gɑ̃n 'pɛnat so dœd me̞:z dən 'du:aɹ me nɔ̃n kət ndɾɑ 'mnɑkət so baʁs kwa py'gy:ɹ ʁa wɛl elɛk'tɾi:zɑ̃ nɛj puf a 'we:ʒo gɑ̃n vɑ:z 'nœ:he 'dɑʁhi vɑ:z waɹni 'glɛwi nɛj 'fu:həl hwɑs mɛd 'ɑ:he gɑ̃n pe to 'dɑʁhəd 'vɑ:həd gɑ̃n hɔ̃:z waɹni wɛ'likə nɛj o̞:ʁ kɑlz vĩw 'gu:de ze zo dɾo:l ɑ̃ ze zo dɾo:l ɛ̃ 'ɑ:he 'wɛ:lɛz nɛj a puf elɛk'tʁi:zət]

??? tu sais avec quoi c'est le plus facile de tuer un serpent ? tu n'as pas besoin de grand-chose, alors tus penserais xxx (?), puisque nous sommes en train de parler de fougères, et bien, quand tu trouveras une fougère, la tirer et s'il vient un bout de racine avec, xxx (?) celle-là, tu ne verras pas le serpent après, tu n'as pas besoin de bâton, tu n'as pas besoin de la frapper avec une (batte ?), tu la prends bien avec... avec le bout qui est sorti de terre... moi je ne sais pas... il y a quelque chose dedans quoi, puisqu'elle comme électrisée, « pouf ! », et parfois avec un bâton tu la frapperas et tu l'entendras siffler encore mais là avec... quand tu l'auras frappée avec celle-là, tu ne la verras pas faire beaucoup de mouvement après, c'est bizarre hein ? c'est bizarre hein ? là tu la vois et « pouf ! », électrisée [paralysée]

Giraudon 2013, p319

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)