Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

trankil

Stummioù : drañkil ; trankil ; trankiloc'h ; trañkil ; trañkilik ;

tranquille

'Na lavaret din, me eo gwelloc'h din emezañ gwelet ac'hanout o vont da Lannuon, evit mont, evit chom e-barzh ar gêr emezañ, an dro-mañ emezañ, kar n'out ket ken yaouank ken. Feiz nann avat emezon-me, n'on ket ken yaouank ken, sur gouez dit avat . Ha evel se... Ah, n'eo ket emezañ, trankiloc'h e vin emezañ o welet... Se a oa fasil hañ, ne oan ket ar memes oad ken na mann ebet, d'akouchiñ ha tout se, anfin...

Na lât tin, mé ’h è wèlloh tin méañ gwéled anout von te Lannuon, wit mont... wit chom bah gêr, méañ, ’n dro-mañ méañ, ka n’ou ke kén yowañk kén. Fé nann hat moñmé, n’on ke kén yowañk kén, zur gwéch tit hat. A vesé... A, n’è ket, méañ, trankiloh vin méañ wélet... Zé oa vasil añ, oan ke momes noat kén na mann bét, d’akouchiñ a tout sé, añfin...

Il m'avait dit : je préfère te voir aller [accoucher] à Lannion que de rester à la maison cette fois-ci, car tu n'es plus aussi jeune. Non, dis-je, je ne suis plus aussi jeune, comme tu dis. Et comme ça... Ah, c'est pas pour dire, dit-il, je serais plus tranquille. C'était évident, je n'avais plus le même âge, pour accoucher et tout...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ma vije war ar faucheuse e vije en e goazez war ar skabell, ma vije... Kalz ostilhoù a vije, a vije ur skabell warne quoi. Hag aze an hini a vije o konduiñ a vije trankil. Ya, ma sente e gezeg diontañ met...

Ma vijé war faucheuse vijé ni goazé war skabell, ma vijé... Kalz ostilho vijé, vijé skabell warnè quoi. Ag ahé ’n ni vijé konduiñ vijé trankil. Ya, ma sènté i gézek tiontañ, mèt...

Quand il conduisait la faucheuse, il était assis sur le siège... Il y avait beaucoup d'outils [de machines] sur lesquels il y avait un siège. Et alors celui qui le conduisait était tranquille. Oui, à condition que ses chevaux lui obéissent, mais...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

trankil ha trankil

['tʁɑ̃ŋkil a 'tʁɑ̃ŋkil]

tranquillement

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)