Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

fidedoulle

Stummioù : fidadoue ; fidadoulle ; fidambie ; fidamdoue ; fidamdoule ; fidamdoulle ; fidedoue ; fidedoulle ; fidedoun ;

Gwelet an tem Fidambie !

nom d'un chien

Ur bannac'h all ha ur bannac'h all ha ur bannac'h all, met ur bannac'h all pa vezer partiet evel se koura, fidedoulle avat, ha e vez graet... 'h eve hep gouzout dezhañ.

Bañh all a bañh all a bañh all, mè bannah all pé vèr partiet vesé koura, fidedoullé hat, a vé gwèt... évé èp koût téañ.

Un verre et un verre et un verre, mais un autre verre quand on est parti comme ça... Il buvait sans s'en rendre compte.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha peogwir, ma 'nez ezhomm an nen sikour, fidedoulle, zo ur sonetenn ha n'eus ket nemet son anezhi, ha diouzhtu 'h arruo unan bennak.

A pegur, ma né émm ’n nén jikour, fidedoullé, zo e zonêtenn, a n’eus ke mè zon nèi, a dustu ’h aio un bénnak.

Et parce que... Si on a besoin d'aide, il y a une sonnette, et il suffit de sonner, et quelqu'un arrivera immédiatement.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Kar pa vije d'ober tremen e bord ar c'hleuz, fidedoulle avat, e groge... un tamm koad e-barzh, e-barzh... deus ur wezenn bennak, pe un dra bennak, e vije ur brank un tamm bihan pelloc'h, ha hennezh a groge e-barzh an appareil.

Ka pa vijé d'or trémèn bord hleñ, fidedoullé hat, grogé... tamm koat bars, bah... deus wéenn bénnak, pé 'n dra bénnak, vijé brank tamm bien pèlloh, a heñ grogé bah 'n appareil.

Car quand il devait passer au bord du talus, nom d'un chien, un bout de bois d'un arbre s'accrochait... Il y avait une branche un peu plus loin, et elle s'accrochait dans son appareil [auditif].

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)