Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

pendant que

keit

Gwelet an temoù Keit ha Keit-se

E-lec'h e vije ar saout o kousket aze, keit e vijen me o c'horo, eñ a rae traoù evel se quoi.

Lèh vijé zowt kousked ahé, kèit vijèn mé horo, eñ rê trèw vesé quoi.

Là où dormaient les vaches, pendant que moi je trayais, lui faisait des choses comme ça [les nourrir, mettre de la paille].

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Feiz e oamp hom-zri asambles hañ, goude ar vugale ha tout a oa ganet ivez keit e oa eno ha tout met ingal eo.

Fé oam hom-zri samez añ, goudé vugalé a toud oa ganed ie, kèit oa éno a tout, mè ingal è.

Nous étions tous les trois, ensuite les enfants sont nés quand elle était là et tout, mais peu importe.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)