Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 8 frazenn.

ur ganetenn koad ya

[gɑ̃'nɛtən kwɑ:d ja]

une bille en bois oui [galle du chêne]

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

ne oa ket bet kavet ar ganetenn blom

[wa kə be kɑ:t kɑ̃’nɛtən blo̞m]

on n'avait pas trouvé la bille en plomb

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

ur ganetenn neud

ganèteun nœt

[gãnɛtən nœt]

du fil de canette

Ivona Toudig, 1934, Bear (dastumet gant Julien)

da droc'hañ an hoc'hien, an hoc'hien, oh, ar re-seoù 'dije mizer, ya ya ya, e veze d'ober tro... troc'het euh... troc'het div ganetenn dezhe 'ba o fartioù

[də 'dɾohɑ̃ ən 'ohjən ən 'ohjən o: zew diʒe 'mi:zər ja ja ja viʃe do:r tɾo 'tɾohəd ə 'tɾohəd diw gɑ̃'nɛtən dɛ: ba o bar'tio]

pour couper les porcs châtrés, les porcs châtrés, ceux-là avaient mal, oui oui oui, il fallait cou... couper euh... leur couper deux canettes, dans leurs parties

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

eñ zo bet o loustañ kanetinier ivez... loustañ kanetinier ya, e veze graet un toull bihan, neuze 'tije d'ober skeiñ ur ganetenn e-barzh 'ba ar skol euh... zo bet loustet, « loustañ » a veze lâret se, feiz, 'neus bet gounezet deus ar reoù all, ne veze ket nemet reoù pri da gentañ, reoù gwer ne veze ket gwelet

[hẽ̞: zo be 'lustə ˌkɑ̃ne'tiɲər ije 'lustə ˌkɑ̃ne'tiɲər ja viʒe gwɛ ntul 'biən 'nœe 'tiʒe do:r sko ə gɑ̃'nɛtən bɑɾz ma sko:l ə: zo be 'lustət 'lustə viʒe 'lɑ:rə ze fe nøz be gɔ̃'neət kɑlz ˌgɑ̃ne'tiɲər dez ə rew al viʃe kə mɛ rew pɾi: də 'gentɑ̃ rew gwe:r viʃe kə 'gwɛ:lət]

il en a truander des billes aussi... truander des billes oui, on faisait un petit trou, alors il te fallait jeter la bille dedans à l'école euh... a été truandé, on disait « truander » de ça, en fait, il en a gagné des autres, il n'y en avait qu'en argile au début, on ne voyait pas celles en verre

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

ur ganetenn

[gɑ̃'nɛtən]

une bille

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

ur ganetenn

[gɑ̃'nɛtən]

une bille

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

kanetinier a veze loustet gwezhall 'ba 'r skol, 'meus ket lâret se dit, pa 'h aemp d'ar skol e vezemp o c'hoari ar ganetenn, neuze e veze graet un toull bihan ront, e veze d'ober skeiñ ar ganetenn aze

[ˌkɑ̃nɛ'tiɲɛr viʃe 'lustəd gwe'ʒɑl ba sko:l møs kə lɑ:r ze dit pa hɛm də sko:l viʒɛm hwɑj ə gɑ̃'nɛtən 'nœe viʒe gwɛt tul 'biən ɾɔ̃n viʒe do:r sko gɑ̃'nɛtən 'ɑhɛ]

les billes on s'en faisait truander autrefois à l'école, je ne t'ai pas dit ça, quand nous allions à l'école nous jouions aux billes, alors on faisait un trou rond, il fallait lancer la bille là

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 8 frazenn.