Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 3 frazenn.

feiz, e oan kaset d'ober ur radio neuze ur sadorn, hag ar radio pa... nann ! ar medesin ar sadorn 'na... ar medesin 'na lâret... kas ac'hanon d'an ospital ha pa oan arri en ospital e oa graet ur radio din, met... 'dant ket lâret 'na... 'da lâret e oant o vont da viret ac'hanon, bon ! neuze e oan chomet, met neuze e oa di... div blac'h, hag ur paotr, gant ur machin oksijen war... war ar brancard, o lâret din dizelaniñ 'ba hennezh met 'oan ket kat da dizelaniñ 'ba hennezh peogwir 'ma ket nerzh, hag ar re-mañ all gant... gant eu... (chevilhennoù ?) taol aze, 'naint laket unan en un tu hag unan all en tu all, oh, daonet e vin ! 'ma ket kriet gwech ebet met aze 'ma graet, eñ a oa fresk ! ar re-se a oa... marteze e oant o soñjal e oa diblaset, hag e oant o soñjal lakat anezhañ en e blas, ha 'ma bet poan ! oh, daonet e vin !

[ˌfeˑ - wɑ̃n ˈkɑsə ˌdo̞ˑꝛ ɣaˌdjo ˈnœˑe ˈzɑˑn - a ɣaˌdjo pe - ˈnɑ̃n mœˈdœsin ˈzɑˑn na - mœˈdœsin na ˈlɑˑt - ˌkɑs ˈɑ̃w də nosˈpital a pe wɑ̃n ˈɑj nosˈpital wa ˌgwe̞ ɣaˌdjo ˈdĩ - mɛ - ˌdɑ̃ɲ cə ˈlɑˑd na - da ˈlɑˑd wɑ̃ɲ ɔ̃n tə ˈviˑɣəd ˈɑ̃w - bɔ̃n - ˌnœˑhe wɑ̃n ˈʃo̞mət - mɛ ˌnœhe wa di ˈdiw blaχ - ag ə ˈpo̞t - gɑ̃n maˌsin oksiˌʒɛn waɹ waɹ bɣɑ̃ˈkɑɹ - ˌlɑˑʴ ˈtĩ ˌdizɛˈlɑ̃ˑnĩ ba ˈhẽˑs mɛ ˌme ˈwɑ̃n kə ˈkɑt tə ˌdizɛˈlɑ̃ˑnĩ ba ˈhẽˑs py ˌmɑ kə ˈnɛꝛs - a ɣeˈmɑl gɑ̃n gɑ̃n ə - ˌseviˈjeno ˈtoˑl ˌɑhe - nœɲ ˈlɑkəd ˌyn ˈtyˑ a ˈnɑl nty ˈɑl - o ˈdɑ̃wnəd vĩ - ˌmɑ kə ˈkɣiˑɛ ˈgweʒeˌbet mɛ ˌɑˑe ma ˌgwe̞t - ˈhẽ wa ˈvɣesk - ɣeˈze wa - maˈteˑe wɑ̃ɲ ˈʃɔ̃ˑʒəl wa diˈblɑsət - a wɑ̃ɲ ˈʃɔ̃ˑʒəl ˈlɑkə ˌneˑɑ̃ ni ˈblɑs - a ma be ˈpwɑ̃ˑn - o ˈdɑ̃wnəd ə vĩ]

ma foi, j'avais été envoyée alors faire une radio un samedi, et la radio quand... non ! le médecin le samedi avait... le médecin avait dit... de m'envoyer à l'hôpital et quand j'étais arrivée à l'hôpital on m'avait fait une radio, mais... ils n'avaient pas dit qu'ils allaient... ils avaient dit qu'ils allaient me garder, bon ! alors j'étais restée, mais alors il y avait deu... deux femmes, et un homme, avec une machine à oxygène sur... sur le brancard, me disant de respirer dedans, mais je ne pouvais pas respirer dedans puisque je n'avais pas de force, et ceux-ci avec... avec euh... (des chevilles de table ?) là, en avait mis un d'un côté et un autre de l'autre côté, oh, que je sois damnée ! je n'avais jamais crié mais là j'avais fait, il était frais ! ceux-là étaient... peut-être pensaient-ils que c'était déplacé, et il pensait le remettre en place, et j'avais eu mal ! oh, que je sois damnée !

Janin an Herveig, 1932, Ploueg (dastumet gant Tangi)

Hent ar Baelon ya, hennezh zo un hent lec'h on-me o chom er penn all du-hont, hennezh zo un hent... peogwir d'hom... peseurt bloavezh a oa se ? daon ! arri zo tregont vloaz zo pe e-giz-se, e oa sekreterez ar maeri hag a blije... la langue bretonne dezhi, ha 'deva... me a oa dakord ganti, e oa desidet da reiñ anvioù d'an henchoù, 'ba he ide 'deva desidet ar sekreterez, 'dea kazi impozet serten plasoù met ar reoù all 'naint lâret dezhi « nann ! », Jañ-Mai ha me a oa o chom 'ba an hent-se, ha d'ar c'houlz-se e-pad an nevez-amzer, ar baelon a vije... fleur e-barzh, e oa pep tu d'ar girjer, e-pad pemp kant metr e-giz-se 'oa ket nemet baelon, hag e oa c'hwezh vat, ha 'meump desidet xxx ( ?), « ni ac'h a... ni ac'h a da choaz an anv, n'eo ket ar sekreterez a rey ! », ha Jañ-Mai a oa unan kozh eu... pet vloaz... pet vloaz... matren 'nefe bet kant vloaz bremañ Jañ-Mai, ouzhpenn memes ! « neuze ni 'h a da choaz anezhañ ! pa vezomp o sevel e vez c'hwezh vat amañ, c'hwezh ar baelon, ec'h a da vezañ... ec'h a da vezañ reiñet an anv-se d'an hent kozh, d'an hent... »

[ˌhe̞n ə ˈbe̞ˑlɔ̃n ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]

Gurunuhel
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Denez Lachuer, 1945, Gurunuhel (dastumet gant Tangi)

1. ar re-se 'naint ket ur machin da c'horo ? 2. Ah geo.

1. Ré-zé naint ke machin de horo ? 2. A geo.

Eux n'avaient pas de machine de traite ? 2. Ah si.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Kavet zo bet 3 frazenn.