Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 152 frazenn.
12345678

1. ar Penker zo daou, non ? n'eus ket daou ar Penker pe... ? daou... daou pe tri ? 2. un... un... 'ba Sant-Koneri zo unan ivez 1. 'ba Sant-Koneri zo unan hag e-barzh... 'ba Sant-Kare zo unan ivez, 'ba Sant-Kare zo unan, war hent ar Menez 2. ya, ya ! 1. war hent ar Menez, ar Penker a zo an... an tier zo... pa gomañs sevel... sevel ar c'hra

1. [ˈpe̞ŋke̞ʁ ... - ... - ... ˈpe̞ŋke̞ʁ ... - ... - ...] 2. [... - ... - ... zɑ̃ˈkɔ̃ˑne̞ ...] 1. [... zɑ̃nˈkɔ̃ˑne̞ ... - ... zɑ̃nˈkɑˑʁe ... - zɑ̃nˈkɑˑʁe ... - ... ˌhe̞n ə ˈmeˑne - ... ˌhe̞n ə ˈmeˑne - ə ˈpe̞ŋke̞ʁ ... - ...]

Lanvaeleg
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

1. Pierrette Morvan, 1949, Lanvaeleg
2. Ifig Yaouank, 1959, Lanvaeleg
(dastumet gant Tangi)

amañ e vez lake... e vez lâret an Ankane, gra an Ankane, pa 'h ae ma... ma zad da gerc'hat gomon en Arvor, pa... lakeet... e vije ret eu... 'ba... 'ba... 'ba Sant-Anton e vije ret stopañ, rak-kar gra an Ankane a oa da sevel gant pikoloù kargoù gomon, hag e vije lâret an Ankane

[... - ... nɑ̃ˈkɑ̃ˑne - ˌgɣɑ nɑ̃ˈkɑ̃ˑne - ... ˈnɑꝛvɔꝛ - ... - ... - ... - ... zɑ̃ˈnɑ̃tɔ̃n ... - ... ˌgɣɑ nɑ̃ˈkɑ̃ˑne ... - ... nɑ̃ˈkɑ̃ˑne]

Pleuvihan
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Mari-Glaod Meudal, 1946, Kerborzh (dastumet gant Tangi)

aze emañ le point le plus haut, 'ba ar barrouz eo ar Vouilhadeg, zo uheloc'h evit amañ, kar mont d'ar bourk amañ e renkez sevel deja, hag evit... pa 'h ez da'r Vouilhadeg e renkez sevel un tamm bihan c'hoazh

[... - ... vuˈjɑˑdɛk - ... - ... - ... - ... vuˈjɑˑdɛg ...]

Koatreven
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ ar Gwajo, 1936, Koatreven (dastumet gant Tangi)

Milin Genkiz a vije klevet komz ivez, ya, honnezh zo 'ba an hent da vont etrenek Tregrom du-hont emañ honnezh kouda ! bet on tremenet dre a-hont ivez gant an oto ivez ya, hag a-hont eo... eo... moan an hent ha diaes da diskenn ha sevel diouzhtu koura, Milin Genkiz ya

[ˌmiˑlin ˈgɛŋkiz ... - ... - ... tɣeˈgɣɔm - ... - ... - ... - ... - ˌmiˑlin ˈgɛŋkiz ja]

Plûned

Eme Toudig, 1937, Bear (dastumet gant Tangi)

met goude, feiz, pa oa kistion da sevel anezhi eu... e oa poulioù, an treuchoù ar c'hreñj du-mañ 'oa ket solut, hag e oa renket kas anezhi, da Draoñ Kerroc'h, ti ma vamm-gozh, ti marraine Danielle, ha feiz, aze e oa treuchoù solut, hag e oa klasket daou a dud, d'ober un tourne kig, e oa hastet buan, kar... aze 'oa ket koñjelateurien hañ ! ha tout ar c'hig a oa dibitet, hag eu... e oa graet ur gwenneg bennak dioute bepred

[... - ... - ... - ... dɾɔw ke̞ˈɣɔx - ... - ... daˈniˑɛl - ... - ... - ˌdo̞ˑꝛ ˈtuꝛne ˈkic - wa ˌhɑstə ˈbyˑɔ̃n - ... - ... diˈbitət - ag ə wa ˌgwe̞d ˈgwɛnɛg bəˈnɑˑg ˌdɔ̃te̞ ˈbopət]

mais après, ma foi, quand il avait été question de la lever [vache morte] euh... il y avait des poulies, les poutres de la grange de chez moi n'étaient pas assez solides, et on avait dû l'emmené à Traoñ Kerroc'h, chez ma grand-mère, chez marraine Danielle, et ma foi, là il y avait des poutres solides, et on avait été chercher deux personnes, pour faire une tournée de viande, on s'était dépêchés, car... là il n'y avait pas de congélateurs hein ! et toute la viande avait été débitée, et eu... on en avait tiré quelques sous quand même

Plûned

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

hag e vijent tri d'ar c'houlz-se, Zorro a vije graet deus hemañ, neuze Mailhod, ha neuze egile deus Gwenezhan, ar re-se a vije, oh ! eu... daou c'hant pep hini, hag e vijent gant deux-chevaux, pa vije aet daou, daou 'ba ar revr, e weles an oto o sevel he fri !

[a ˌviʒɛɲ ˈtɾiˑ də ˈhuls se - zoɾo viʒe ˌgwɛd dœs ˈhemɑ̃ - ˌnœhe ˈmɑjɔt - a ˌnœhe eˈgiːle dœz gweˈneːzən - ˌɹeˑe ˌviʒe o ə - ˈdo̞w hɑ̃n poˈpiːni - a ˌviʒɛɲ gɑ̃n ... - pe ˌviʒe ˌɛd ˈdo̞w do̞w bah ˈɹɛˑɹ - ˈwe̞ːle̞z ən ... ˈseːvəl i ˈvɹiˑ]

et ils étaient trois à cette époque-là, Zorro qu'on appelait celui-ci, et aussi Maillot, et aussi l'autre de Gwenezhan, ceux-là faisaient, oh ! euh... cent kilos chacun, et ils avaient une deux-chevaux, quand deux allaient, allaient à l'arrière, tu voyais la voiture lever le nez !

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

gwellañ tra eo pas sevel, pa vez mezv

[ˌgwɛlɑ̃ ˈtɹɑ e̞ paz ˈzeːvəl - pa ve ˈmɛw]

la meilleure chose [à faire] est de ne pas se lever, quand on est ivre

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

aze 'meus derc'het soñj, pa 'h aen da gerc'hat anezhi, ur wech e oan bet gant erc'h, 'oan ket kat da dont d'ar gêr, daon ! ha bepred xxx ( ?) derc'hen da vont, arriet 'ba Bulad du-hont paotr kaezh ! o tont d'ar gêr en-dro da... arri kazi ur metr erc'h, 'oan ket kat da sevel ar c'hra, gant ur c'hatrel e oan d'ar c'houlz-se, menaj ebet neblec'h ebet ha fidedoue amañ bepred xxx ( ?), « 'h an da gousket 'ba an oto evit an noz sur a-walc'h, oh la la la la ! », xxx ( ?) pe teir pe ar bedervet gwech 'ma gallet dont... sevel ar c'hra, ouf !

[ˌɑhe møz ˈdɛɹhɛd ˈʒɔ̃ˑʃ - pe hɛn də ˈgɛɹhəd ˌne̞j - ˈweʒ wɑ̃n bed gɑ̃n ˈɛɹx - ˌwɑ̃n kə ˌkɑd dɔ̃n ˈge̞ːɹ - dɑ̃w a ˌbopə ? ˌdɛɹhɛn də ˌvɔ̃n - ˌɑjəd bah ˈbyːlad ˌdyˑɔ̃n po̞tˈkɛːs - ˌtɔ̃n də ˈge̞ˑɹ ˌdɹo də - ˈɑj ˌkɑhe ˈmɛd ɛɹx - ˌwɑ̃ kə ˌkɑt tə ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - gɑ̃n haˌtɹɛl wɑ̃n də ˈhulsˑe - ˈmeːnəʒ ˌbe niˈble̞x eˌbe a fidəˈduˑe ˌɑ̃mɑ̃ ˈbopət ? - hɑ̃ də ˈguskət bah ˈnoto wi ˈnõˑs syɹˈwɑx - o la la la la - ? pe ˈtɛˑɹ pe ˌbedɛɹˈvet kweʃ ma ˌgɑlə ˌdɔ̃n - ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - uf]

là je me souviens, quand j'allais la chercher, une fois j'étais allé sous la neige, je ne pouvais pas rentrer à la maison, damnation ! et toujours xxx ( ?) continuer d'avancer, arrivés à Bulad là-bas mon gars, revenant à la maison... il y avait presque un mètre de neige de tombé, j'étais incapable de monter la côte, j'avais une quatre-ailes à cette époque-là, aucune ferme nulle part et bon sang ! ici toujours xxx ( ?), « je vais dormir dans la voiture cette nuit sans doute, oh là là là là ! », xxx ( ?) ou la troisième ou la quatrième fois j'avais pu venir... monter la côte, ouf !

Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)

oh ya ! mann nemet poue... mann nemet sevel, ha ('meus ezhomm ?) da sevel dousig ha brav c'hoazh kwa ! oh, ba ! ha... hag a-greiz-tout, evel-se pa xxx ( ?), 'vi ket o soñjal xxx ( ?) hag a-greiz-tout, ur vazhad e-barzh, oh de dieu !

[o ˈja - ˈmɑ̃n mɛ ˈpwe - ˈmɑ̃n mɛ ˈzeˑvəl - a ? də ˈzeˑvəl ˈdusiɟ a ˈbɣɑw ˌhwɑs kwa - o ˈba - a a gɣɛjsˈtut - vəˌse̞ pe ? - ˌvi kə ˈʃɔ̃ʒəl ? a gɣɛjsˈtut - ə ˈvɑhad ˈbɑꝛs - ...]

oh oui ! rien que d'appuy... rien que de se lever, et encore (me faut-il ?) me lever tout doucement quoi ! oh, flute ! et... et soudainement, comme ça quand xxx ( ?), tu n'y penses pas xxx ( ?) et tout-à-coup, une douleur violente dedans [genou], oh de dieu !

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

eben 'oa ket kozh koulskoude, peogwir 'ma gwelet sevel anezhi kwa

[iˈbeːn ˌwa kə ˈkoːs kusˈkuːde - py ma ˌgwe̞ˑləd ˈzeːvəl ˈnɛj kwa]

l'autre [école] n'était pas vieille pourtant, puisque je l'avais vue se construire quoi

Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)

met n'eo ket te 'h ey da sevel un ti all warnañ

[mɛ ˌne̞ kə ˈte hɛj də ˈzeːvə ˌnti ˈɑl ˌwɑɹnɑ̃]

mais ce n'est pas toi qui ira construire une autre maison par-dessus celle-ci [maison délaissée]

Ivet an Du, 1937, Kaouenneg (dastumet gant Tangi)

pa oan aet d'ar skol, e oa stardet ma brec'h din, gant eu... ur wask, une pince à linge quoi, dre an avani eu... e oan eu... kleñchard, e oan kleñchard, ha goude, feiz, en em welet a ran c'hoazh war ma... skabell bihan eno, ar bank vihan, ne greden ket sevel da vont da... eu... rekreasion, hag e ren... hag e chomen eno, abaf evel-just

[pe wɑ̃n ˌɛt tə ˈskoːl - wa ˈstɑꝛdə mə ˈbɣex ˌtĩ - gɑ̃n ə - ə ˈwɑsk - ... - aˌvɑ̃j ə wɑ̃n ə - ˈklẽʃaꝛt - wɑ̃n ˈklẽʃaꝛt - a ˈguːde - ˈfeˑ - nɔ̃n ˈwe̞ˑl ə ꝛɑ̃ ˌhwɑz waꝛ mə - ˌskɑˑbəl ˈbiˑən ˌeˑno - ˌbɑ̃ŋˤ ˈviˑən - nə gɣeˈde̞ŋ kə ˈzewəl də ˌvɔ̃n tə - ə - ɣekɣeaˈsiˑɔ̃n - a ɣɛŋ - a ˈʃo̞me̞n ˈeˑno - ˈɑːbov vɛlˌʒyst]

quand j'étais allée à l'école, on m'avait serré le bras, avec euh... une pince, une pince à linge quoi, puisque euh... j'étais euh... gauchère, j'étais gauchère, et après, ma foi, je me vois encore sur mon... petit tabouret là, le petit banc, je n'osais pas me lever pour aller... euh... en récréation, et je dev... et je restais là, timide bien sûr

Deniz Petibon, 1933, Pleuzal (dastumet gant Tangi)

1. Paskal a oa bet dec'h 2. n'emañ ket en retred c'hoazh ? 1. bañ ! en retred emañ met... en semi... 2. pas officielle quoi 1. oh ! bet 'neus poan 'ba e divvrec'h, 'oa ket kat da sevel e divvrec'h muioc'h evit se

1. [pasˌkal wa be ˈdex] 2. [ˌmɑ̃ kə ɹøˌtɹɛt ˈhwɑs] 1. [ˈbɑ̃ - ɹøˌtɹɛd mɑ̃ mɛ ...] 2. [...] 1. [o ˌbe nøs ˈpwɑ̃ːn bah i ˈdiːvɹax - wa ˌkɑd ˈzeːvəl i ˈdiːvɹax ˈmyˑɔx viˌse̞]

1. Pascal était passé hier 2. il n'est pas encore en retraite ? 1. si ! il est en retraite mais... en semi... 2. pas officielle quoi 1. oh ! il a eu mal aux bras, il ne pouvait pas levez ses bras plus que ça

1. Janin an Herveig, 1932, Ploueg
2. If Hamon, 1946, Ploueg
(dastumet gant Tangi)

ha ma niz 'na telefonet din, 'na goullet ganin « oc'h ober petra 'h out ? » « aze ? o paouez da frikañ soub aze 'h on ! », poent arriout, o vont e oa, evuruzamant 'ma ket tapet ma soub, kar ma 'mije poa... eu... tapet ma derrinenn diwar an tan aze, e vijen bet en em baradet gant... e vijen bet poazhet 'vat, hag e oan aet ma c'hoaze amañ, na 'ma poant neblec'h ebet, « bloup ! », ha me en traoñ ! ha me o sevel kenkent, mont ma c'hoaze ha « dao ! » hag en traoñ adarre, ur falladenn 'ma bet, ha goude neuze, 'oan ket kat da dapet an telefon, nag amañ na 'ba ma c'hambr, hag e oa aet en tu all aze da esa... mont 'ba ma gwele met 'oan ket kat, 'ma na... 'ma na troad na... na... mann ebet, rien !

[a mə ˈniˑz na teleˈfɔˑnət ˈtĩ - na ˌgul gɑ̃ˈnĩ - ˌho̞ˑꝛ ˈpɣɑ hut - ˌɑˑe ˈpɔwəs tə ˈfɣicɑ̃ ˈzub ˌɑhe hɔ̃ - ˌpwɛn ˈhɑjud - ˌvɔ̃n wa - ˌevyɣyˈzɑ̃mɑ̃n ˌmɑ kə ˈtɑpə ma ˈzup - kaꝛ ma ˌmiˑʒe ˈpwɑ ə - ˈtɑpə mə dɛˈɣiˑnən diwaɹ ˈntɑ̃ˑn ˌɑˑe - ˌviˑʒɛn ˌbe nɔ̃n baˈɣɑˑdəd gɑ̃n - ˌviˑʒɛn ˌbe ˈpwɑhət hat - a wɑ̃n ˌe̞d mə ˈhwɑˑze ˈɑ̃mɑ̃ - na ma ˈpwɑ̃ˑn niˈble̞χ ˌpet - blub a ˌme ˈtɣo̞w - a ˌme ˈsewəl kenˈken - ˌmɔ̃n mə ˈhwɑˑze a ˈdɑw a ˈtɾo̞w e - ə vaˈlɑˑn ma ˌbet - a ˌguˑde ˌnœˑe - ˌwɑ̃n kə ˌkɑd ˈdɑpə nteleˈfɔˑn - nag ˈɑ̃mɑ̃ na ba ma ˈhɑ̃m - a wɑ̃n ˌe̞ nty ˈɑl ˌɑhe də ˈhɛsa - ˌmɔ̃n bah mə ˈgweˑle mɛ ˌwɑ̃n kə ˌkɑt - ma na - ma na ˈtwɑˑd na na - ˈmɑ̃n ˌbet - ...]

et mon neveu m'avait téléphoné, il m'avait demandé « que fais-tu ? » « là ? je viens de mixer ma soupe ! », [il était] temps d'arriver, il partait, heureusement que je n'avais pas pris ma soupe, car si j'avais brû... euh... pris ma terrine de sur le feu là, je me serais brûlée avec... je me serais brûlée, et j'étais allée m'asseoir ici, je n'avais mal nulle part, « boum ! », et je tombe ! et je remonte aussitôt, je m'assois et « tac ! » et je tombe de nouveau, j'avais eu un malaise, et après alors, je ne pouvais pas attraper le téléphone, ni ici ni dans ma chambre, et j'étais allée de l'autre côté-là pour essayer... d'aller dans mon lit mais je ne pouvais pas, je n'avais ni... je ne tenais pas sur pied [litt. je n'avais ni pied ni...] ni... ni... rien, rien !

Janin an Herveig, 1932, Ploueg (dastumet gant Tangi)

ha goude e oan aet... 'ma derc'het da ruzañ ma foñs, « bremañ-souden e arrio... Benoit », ha pa oa arriet 'na goullet ganin oc'h ober petra e oan « met feizdedoue, n'on ket kat da sevel evel-se ! », hag eñ o lakat ac'hanon en em gwele, met neuze 'ma uzet talon ma zroad ha on bet... ur miz on bet en ospital, uzet talon ma zroad ha ma gar ha ma... e oa kignet-tout, oc'h esa sevel ! kregiñ a raen 'ba ar varrenn deus traoñ ar gwele aze, met peogwir 'oan ket kat da gregiñ, da sevel, « mallozh ma doue biskoaz... » e oan chomet evel-se tri devezh

[a ˌguˑde wɑ̃n ˌe̞t - ma ˈdɛhɛt tə ˈɣyˑzɑ̃ mə ˈvɔ̃ˑs - bəˈzɔ̃m ˌhɑjo ... - a pe wa ˈhɑjə na ˈgulə kɑ̃ˌnĩ ˌho̞ˑꝛ ˈpɣɑ wɑ̃n - mɛ fedəˈduˑe ˌnɔ̃ kə ˈkɑt tə ˈzewəl vəˌse - a ˌẽ ˈlɑkəd ˈɑ̃w nəm ˈgweˑle - mɛ ˌnœˑe ma ˈyˑzət ˌtɑˑlɔ̃n mə ˈzwɑˑt a hɔ̃ ˌbet - ˈmiˑs hɔ̃ ˌbed nosˈpital - ˈyˑzət ˌtɑˑlɔ̃n mə ˈzwɑˑd a mə ˈgɑˑꝛ a mə - wa ˈkiɲət ˌtut - ˈhɛsa ˈzewəl - ˈkɣiˑgĩ ɣɛn bah ˌvɑɣən dəs tɣo̞w ˈgweˑle ˌɑhe - mɛ py ˌwɑ̃n kə ˈkɑt tə ˈgɾiˑgĩ - də ˈzewəl - ˌmaləz ma ˈduˑe ˈbiskwas - wɑ̃n ˈʃo̞mə vəˌse tɾi ˈdewəs]

et après j'étais allée... j'avais continué de trainer mon derrière, « tout à l'heure... Benoit arrivera », et quand il était arrivé il m'avait demandé ce que j'étais en train de faire « mais bon sang, je ne peux pas me lever comme ça ! », et il m'a mise dans mon lit, mais pour alors j'avais usé le talon de mon pied et j'ai été... j'ai été un mois à l'hôpital, j'ai usé le talon de mon pied et ma jambe et mon... c'était tout écorché, en essayant de me lever ! j'attrapais la barre du bas du lit là, mais puisque je ne pouvais pas attraper, me lever, « malédiction de dieu jamais... » j'étais restée comme ça trois jours

Janin an Herveig, 1932, Ploueg (dastumet gant Tangi)

1. Andre 'nez bec'h c'hoazh 2. d'ober 'nez hein ! pa gouezh n'eo ket kat da sevel kwa 1. arriet a ra da gouezhañ bepred ? 2. ya, a-wechoù e gouezh ya

1. [ɑ̃ˌdɹe ne ˈbex hwas] 2. [ˌdo̞ˑbəɹ ne ɛ̃ - pe ˈgwẽ ne̞ kad ˈzeːvəl kwa] 1. [ˌɑj ə ɹa də ˈgweːɑ̃ ˈbopə] 2. [ja ˈweːʒo ˌgwẽˑ ja]

1. André a des problèmes de santé aussi 2. il a du mal hein ! quand il tombe il n'est pas capable de se lever 1. ça lui arrive toujours de tomber ? 2. oui, parfois il tombe oui

1. Paotr, 1951, Bear
2. Roje Dollo, 1932, Bear
(dastumet gant Tangi)

ya, ha ma vamm a oa manet gant tri a vugale da sevel, hag evel-se e oaromp... 'mamp desket bevañ

[ˌjɑ - a mə ˈvɑ̃m wa ˈmɑ̃ːnə gɑ̃n ˌtɹi vyˈgɑːle də ˈzewəl - a vəˌse ˈwɑˑɹɑ̃m - nɑ̃m ˈdiskə ˈbewɑ̃]

oui, et ma mère était restée [veuve] avec trois enfants à élever, et comme ça nous savons... nous avons appris à vivre

Solañj Gilhard, 1930, Sant Laorañs (dastumet gant Tangi)

bemdez emañ... emañ an heol o sevel

[ˈbɑ̃wde mɑ̃ - mɑ̃ ˈnɛwəl ˈsewəl]

tous les jours le soleil... se lève [ce qui ne peut être fait le jour même peut être fait le lendemain]

Janin an Herveig, 1932, Ploueg (dastumet gant Tangi)

met neuze... ha daou pe dri a gezeg 'ba ar c'hraou neuze ! ya, a-benn neuze memestra (lâr din e kari ?), ha neuze 'h ae en noz, en noz 'h ae da labourat, met eñ a oa dizampled ken e oa dizampled, hag e vije krog 'ba an dretenn, evit sikour ar c'hezeg da... xxx ( ?) evit sevel ar bec'h diwar ar c'hezeg, hag e vije o sachañ war an dretenn ivez

[mɛ ˌnœhe - a ˌdɔw pe ˌdɣi ˈgeˑzɛg ba ˈχɔw ˌnœhe - ja be̞n ˈnœhe mɔ̃sˈtɣɑˑ laꝛ ˌdĩ ˈgɑˑi - a ˌnœhe he ˈnɔ̃ˑs - ˈnɔ̃ˑs e də laˈbuˑɣat - mɛ ˈẽ wa diˈzɑ̃mpət ken wa diˈzɑ̃mpət - a ˌviˑʒe ˌkɣog ban ˈdɣɛtən - wid ˈʒicuɹ ˈheˑzɛk tə - ? wid ˈzewəl ˈbeχ ˌdiwaꝛ ˈheˑzɛk - a ˌviˑʒe ˈʃɛʃɑ̃ waꝛn ˈdɣɛtən ˌiˑe]

mais alors... et il y avait deux ou trois chevaux dans l'étable ! oui, pour alors quand même (tu me diras ce que tu voudras ?), et alors il allait la nuit, il allait de nuit travailler, mais il était totalement inefficace [dans le travail], et il attrapait le trait, pour aider les chevaux à... xxx ( ?) pour soulager la charge des chevaux, et il tirait sur le trait aussi

???

If Kariou, 1930, Peurid (dastumet gant Tangi)

ha... ha... hag ar verjez a oa e-fas d'an ti, ha peogwir e oa lâret dezhañ eu... kerzhet kouda, ha feiz, 'h ae d'ar verjez da gerzhet, ha 'na graet une piste 'ba ar verjez evel-se, oh ya ! hir 'vat ! ya lufr ! evel an daol amañ e oa dre forzh kerzhet, hag aze e oa kat da gerzhet peneogwir, a-greiz-tout, e gomañse partiañ, partiañ... ha neuze 'h ae harp deus ur wezenn, met ma 'nije ket ur wezenn da... da vont harp e gouezhe, ha goude 'vije ket kat da sevel adarre te ! ya ! ya 'vat ! hañ ya 'vat ! han-se eo bet maluruz, sur !

[a a a ˈvœɹʒe wa ˌvɑs tən ˈtiˑ - a pyˌgyˑɹ wa ˈlɑːɹət ˌteˑɑ̃ ə - ˈkɛɹzət ˌkuˑda - a fe ˌhe də ˈvœɹʒe də ˈgɛɹzət - a na ˌgɛd ... bah ˈvœɹʒe vəˈse - o ˌjɑ ˈhiːɹ hat - ja ˈlyf - we̞l ən ˈdoːl ˌɑ̃mɑ̃ wa dɾe ˌvɔɹs ˈkɛɹzət - ag ˌɑhe̞ wa ˌkɑt tə ˈgɛɹzət pynyˈgyˑɹ gɹɛjsˈtut goˌmɑ̃se paɹˈtiˑɑ̃ paɹˈtiˑɑ̃ - a ˌnœhe he ˈhɑɹp dœz ə ˈweˑən - mɛ ma niˌʒe kə ˈweˑən də də ˌvɔ̃n ˈhɑɹp ˌgweˑe - a ˌguˑde viˌʒe kə ˌkɑt tə ˈzewəl ˌɑɹe te - ja - ˌja ha - ɑ̃ ˌja ha - ɑ̃nˌse he̞ ˌbe maˈlyːɹys - ˌzyˑr]

et... et... et le verger était en face de la maison, et puisqu'on lui avait dit de euh... marcher quoi, et ma foi, il allait au verger pour marcher, et il avait fait une piste dans le verger comme ça, oh oui ! mais longue ! oui lisse ! elle était comme la table ici à force de marcher, et là il était capable de marcher puisque, soudainement, il commençait à partir, à partir... et alors il prenait appui sur un arbre, mais s'il n'avait pas un arbre pour... pour prendre appui il tombait, et après il ne pouvait pas se relever pardi ! oui ! mais oui ! hein mais oui ! donc il a été malheureux, assurément !

Mari ar Gag, 1932, Bear (Lanneven) (dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 152 frazenn.
12345678