Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 893 frazenn.
123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445

1. ah, ya ! 2. Kozh Mogerenno ya, ouai 1. douzh lec'h e oa Jañ-Frañsoa Klatin aze, da vont etrezek eu... 1. ya ! lec'h emañ... 2. ar C'hardenn Vo... Vogerenno a vije graet doutañ 1. lec'h emañ ar park foot ? 1. just ya ! 2. ouai, Kozh Mogerenno 1. ya 2. Kozh Mogerenno 1. ya 2. ouai 1. ar C'hardenn ar Mogerenno a vije lâret 2. ar C'hardenn ya

1. [a ja] 2. [ˌko̞z mogɛˈɹeno ja - ... - ... - ...] 1. [ja - ...] 2. [ˌhɑꝛdən vo - vogœˈɹeno ...] 2. [...] 1. [...] 2. [... - ˌko̞z mogœˈɹeno] 1. [ja] 2. [ˌko̞z mogœˈɹeno] 1. [ja] 2. [...] 1. [ˌhɑꝛdən mogœˈɹeno ...] 2. [ˈhɑꝛdən ja]

Planiel
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

1. Paol Kariou, 1934, Lezardrev
2. Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev
(dastumet gant Tangi)

Porzh ar Ran ya, daonet e vo ! ya, Porzh ar Ran ya

[ˌpɔꝛz ˈɣɑ̃ˑn ja - ... - ˌpɔꝛz ˈɣɑ̃ˑn ja]

Pleuvihan
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Pierrot Gwilhou, 1931, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

ah ! Plasenn ar Forn, Plasenn ar Forn, dre an avani eo tomm aze, aze e-kerzh an hañv, na posupl e vez... pe e-kerzh ar goañv, na posupl e vez yen, aze 'vo ket skorn

[... - ˌplɑsən ˈvɔɹn - ˌplɑsən ˈvɔɹn - ... - ... - ... - ... - ...]

Kerborzh
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Fernande ar Bever, 1935, Tredarzeg (dastumet gant Tangi)

ar C'hazern ! oh, daonet e vo ! 'deuont ket... dont a reont tout, kavet a rin anezhe-tout... just ya, ar C'hazern

[ˈhɑˑzɛꝛn - ... - ... - ... - ... - ˈhɑˑzɛꝛn]

Lanvaodez
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Pierrot Gwilhou, 1931, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

ar Min Rez oui, ma mamm-gozh a oa aze o chom, daonet e vo ! ma vijen kat da faoutiñ ma benn ivez, da dapet anezhe-tout da dont er-maez !

[ˌmiˑn ˈɣeˑz ... - ... - ... - ...]

Lanvaodez
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Pierrot Gwilhou, 1931, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

ba an tu-se eo ret dont ur pennad mat, da ar Vo... ar Vod, e ar Vod e oa daou venaj

[... - ... - ˈvoˑt - ə ˈvoˑd ...]

Plounerin
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Frañsoa an Ozhac'h, 1938, Plounerin (dastumet gant Tangi)

'h an da lâret ur gontadenn neuze diwar Rusklev kwa, 'ba bourk Trezelan, an hent da dont amañ, zo... aze e oa Picard gwechall kwa, ha eñ a oa aet da gaout ar medesin, hag eu... pa 'na... pa oa bet oskultet, ha 'na lâret ar medesin 'nea kollet ur poumoñ, « se n'eo ket gwir emezañ, pa on partiet emezañ, e oa daou ganin », eñ a oa ur c'hole ! « ya, ha 'meus ket gwelet emezañ 'met ki an Ol... an Ollier war ma rout emezañ, hag en ur retorn emezañ, ma 'gavan ket anezhañ, emezañ, e vo aet gantañ ! »

[ˌhɑ̃ də ˌlɑˑɹt gɔ̃nˈtɑːn ˌnœhe diwaɹ ɹyˈsklɛw kwa - ba buɹk tɹeˈzeːlən - ˌnɛn də ˌdɔ̃n ˈɑ̃mɑ̃ - zo ˌɑhe wa piˈkɑɹ gweˈʒɑl kwa - a ˌhẽ wa ˌɛt tə ˌgɑˑd mœˈdœsin - ag ə pe na - pe wa ˌbet osˈkyltət - a na ˌlɑˑɹ mœˈdœsin nea ˈko̞lət ˈpumɔ̃ - ze ˌne̞ kə ˈgwiːɹ ˌmeˑɑ̃ - pe ɔ̃ paɹˈtiˑəd meˑɑ̃ wa ˈdo̞w gɑ̃ˌnĩ - ˌhẽ wa ˈhwɛːle - ja - a ˌmøs kə ˈgwe̞ːlə ˌmeˑɑ̃ mɛ ˌki no - ə noˈliˑəɹ waɹ mə ˈɹud ˌmeˑɑ̃ - a nɔ̃n ˈɹetɔɹn ˌmeˑɑ̃ - ma gaˌvɑ̃ kə ˌneˑɑ̃ ˌmeˑɑ̃ - vo ɛt ˌkɑ̃tɑ̃]

je vais dire une histoire alors à propos de Rusklev quoi, au bourg de Trezelan, la route pour venir ici, il y a... là il y avait Picard autrefois quoi, et lui était allé voir le médecin quoi, et euh... quand il avait... quand il avait été ausculté, et le médecin avait dit qu'il avait perdu un poumon, « ça ce n'est pas vrai dit-il, quand je suis parti, dit-il, j'en avais deux », lui c'était une vedette ! « oui, et je n'ai vu, dit-il, que le chien d'Ol...d'Ollivier sur ma route dit-il, et en revenant dit-il, si je ne le trouve pas dit-il, c'est qu'il l'aura emporté »

Bear-Trezelan

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

1. ar mesper moarvat a vo arri prestig mat te ! 2. novembre e vez peurvuiañ hañ ! miz du e vez hañ ! 1. ya 2. n'int ket krog da gouezhañ c'hoazh, 'soñj ket din hañ ! 1. n'on ket... n'on ket da lâret peogwir... 2. aze eo arri rouz tout an delioù bremañ hañ !

1. [ə ˈmespəɹ maˌhɑd vo ˌɑj ˈpɹestiɟ ˈmɑːt te] 2. [... ve pɛɹˈvyˑɑ̃ ɑ̃ - miz ˈdyˑ ve ɑ̃] 1. [ˌjɑ] 2. [ˌniɲ kə ˌkɹo̞ˑg də ˈgweˑɑ̃ ˌhwɑs - ˌʒɔ̃ˑs kə ˈdĩ ɑ̃] 1. [ˌnɔ̃ kə - ˌnɔ̃ kə də ˌlɑˑɹ ˈdit pyˌgyˑɹ] 2. [ˌɑhe̞ he̞ ˌɑj ˈɹuːs ˌtud ˈde̞jo ˌbɹœmɑ̃ ɑ̃] 1. [ˌjɑ]

1. sans doute que les nèfles vont être bonnes très bientôt pardi ! 2. c'est en novembre le plus souvent hein ! c'est au mois de novembre hein ! 1. oui 2. elles n'ont pas encore commencer à tomber, je ne crois pas hein ! 1. je ne peux... je ne peux pas dire puisque... 2. maintenant toutes les feuilles sont devenues marrons hein !

1. Ivet an Du, 1937, Kaouenneg
2. Solañj Beuvan, 1949, Kawan
(dastumet gant Tangi)

am... ambetant eo ar c'he... c'helien, ha kregiñ a reont, 'vez ket gwelet hini ebet, kentañ e vo... e vo xxx ( ?) pa vezan aze, eu... daonet e vo ! 'vez ket klevet, daon ! ar re-se a grog, ar charognaj-se hañ !

[hɑ̃ - hɑ̃ˈbe̞tɑ̃n e̞ ˈhɛ - ˈhɛjɛn - a ˈkɾiːgĩ ɣɛŋ - ˌve kə ˈgwe̞ˑlə ˈhiːni ˌbe - ˈkentɑ̃ vo - vo ? pe veˑn ˌɑhe - ə - ˈdɑ̃wnəd vo - ˌve kə ˈklɛwə - ˈdɑ̃w - ˈɣeˑe ˈgɣɔˑg ʃaˈꝛoŋaʃ se ɑ̃]

les mou... les mouches sont em... embêtantes, et elles mordent, on en voit aucune, subitement... elle sera xxx ( ?) quand je suis là, euh... damnation ! on n'entend pas, dame ! celles-là mordent, ces charognes-là hein !

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

ha... ha pell zo 'ma ket gwelet ar re... ar reoù vihan du, hag ar re-se zo gwashoc'h c'hoazh bepred, hag ar re-se 'vezont ket pell o produiñ hein ! une saloperie, ya ! ar reoù all zo les rats d'égout hein ! pezhioù traoù griz aze, me 'meus reoù du ha pas gros hein ! met daonet e vo ma ene ! produiñ a reont 'vat !

[a a ˌpɛl zo ˌma kə ˌgwe̞ˑlə ˌɹe ˌɹew ˈviˑən ˈdyˑ - a ˌɹeˑe zo ˈwɑsɔx ˌhwɑz ˈbopət - a ˌɹeˑe ˌvɛɲ cə ˈpɛl pɹoˈdyˑĩ ɛ̃ - ... - ˌjɑ - ˌɹeˈwɑl zo ... ɛ̃ - ˌpeˑʒo tɹɛw ˈgɹiːz ˌɑˑe - ˌme møz ɹew ˈdyˑ a pas ˈgɹoˑs ɛ̃ - mɛ ˈdɑ̃wnəd vo ma ˈiːne pɹoˈdyˑĩ ɹɛɲ ha]

et... et depuis longtemps je n'avais pas vu les... des petits noirs [rats], et ceux-là sont pires encore toujours, et ceux-là ne sont pas longs à se reproduire hein ! une saloperie, oui ! les autres ce sont les rats d'égout hein ! de gros machins gris là, moi j'ai des noirs et pas gros hein ! mais que damnée soit mon âme ! ils se reproduisent !

Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)

damen e vo ! eñ 'na graet pennbouzell gant ar moto, hag e oa renket degas ar moto all din, ha... ha me... ha demarret ha tout, ha fidedoue neuze e oa lâret din gant... gant al lutanant mont war-benn, ha me... o vont en-dro, entre les bidons aze evel-se, impeccable, bet ma bermi ganin en taol kentañ, eu... egile a oa sot

[ˈdɑ̃mən ə vo - ˈẽ na ˌgwɛt pe̞nˈbuˑəl gɑ̃n ə ˈmoto - a wa ˈɹɛŋkə ˈdɛs ˌmoto ˈɑl ˌdĩ - a a ˈme - a deˈmɑɹəd a ˈtut - a ˌfidəˈduˑe ˌnœˑe wa ˌlɑˑɹ ˈdĩ gɑ̃n - gɑ̃n ə lyˈtɑ̃ːnən ˌmɔ̃n waɹˈbe̞n - a ˈme - ˌvɔ̃n ˈdɾoˑ - ... ˌɑˑe ˌse - ... - ˌbe mə ˈbɛɹmi gəˈnĩ ˌtol ˈkentɑ̃ - ə - eˈgiːle wa ˈzoːt]

damnation ! il avait chuté avec la moto, et il avait fallu m'amener l'autre moto, et... et moi... et [je l'avais] démarré et tout, et bon sang alors le lieutenant m'avait dit... de monter dessus, et moi... de circuler, entre les bidons là comme ça, impeccable, [javais] eu mon permi du premier coup, euh... l'autre était fou

Jañ Nikolaz, 1932, Bear (Trezelan) (dastumet gant Tangi)

hag e oan o lâret dezhañ « 'oarez ket pet vloaz 'meus ? pevar-ugent vloaz », 'ma d'ar c'houlz-se, « pevar-ugent vloaz, eu... kavet a ra dit on kap da... da gonduiñ ma oto ? zo degaset din ? » « eu... emezañ, ret e vo gwelet ! met me zo kontant da... da... da dont da welet, ha da lakat ac'hanout en rout ganti eu... » voilà ! ha 'ma kemeret daou les.. div leson

[a wɑ̃n ˌlɑˑɹ ˈteˑɑ̃ - waˌɹes kə ˈped la møs - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ma də ˈhulsˑe - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ə - ˈkɑˑ ɹa ˌdit hɔ̃ ˌkɑb də - də gɔ̃nˈdyˑĩ ma ˈhoto - zo ˈdjɛsə ˌtĩ - ə ˌmeˑɑ̃ - ˌɹɛ vo ˈgwe̞ːlɛt - mɛd ˌme zo ˈkɔ̃ntɑ̃n də də - də ˌdɔ̃n tə ˈwe̞ːlɛt - a də ˈlɑkəd o̞wd ɛn ˈɹut ˌkɑ̃nti ə - ... - a ma keˈmeːɹəd do̞w ˈløs - diw ˈløsɔ̃n]

et je lui disais « tu ne sais pas quel âge que j'ai ? quatre-vingts ans », que j'avais à cette époque-là, « quatre-vingts ans, euh... tu penses que je suis capable de... de conduire ma voiture ? qu'on m'a apportée ? » « euh... dit-il, il faut voir ! mais moi je veux bien venir... venir voir, et te faire rouler avec elle euh... » voilà ! et j'avais pris deux leç... deux leçons

Mari ar Vey, 1924, Sant Laorañs (dastumet gant Tangi)

forzh peseurt... ma vez graet un dro 'ba eu... kanton Pontreñv ha kanton Bear, 'vo ket kavet unan... da vezañ gwelet ac'hanon mezv

[fɔɹs pəˈsœj - ma ve gwe̞ ˈndɹoˑ bah ə - kɑ̃tɔ̃n pɔ̃nˈtɹẽˑ a kɑ̃tɔ̃n ˈbeˑaɹ - ˌvo kə ˌkɑˑd ˈyːn - də ˈveˑɑ̃ ˌgwe̞ˑləd ˌɑ̃w ˈmɛw]

n'importe quel... si l'on fait un tour dans eu... le canton de Pontrev et le canton de Bear, on ne trouvera pas quelqu'un... m'ayant vu ivre

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

alies-a-wech pa vez... eu... glizh evel-se e vo ur vrumenn kwa ! ya, 'vez ket sklaer an amzer kwa !

[aˌliˑɛzəˈweʃ pe ve - əː - ˈgliˑz vəˌse vo ˈvɣymən kwa - ja - ˌve kə ˈskle̞ˑꝛ ə ˈnɑ̃mzəꝛ kwa]

souvent quand il y a... euh... de la bruine comme ça il y a de la brume quoi ! oui, le temps n'est pas clair quoi !

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

klevet 'ma unan o lâret ur momed zo, tri-ugent vloaz... zo... zo, hag eu... eñ a oa un tamm paotr chafoutist ha tammoù partioù... evañ a rae ur bannac'h hag e oa arri tomm dezhañ, hag e oa arriet eu... amañ, d'ar c'houlz-se e oan o terc'hen menaj, ha fidedou, arri tomm-mat d'ar paotr adarre, sañs... hennezh 'h arrie... du-mañ 'h arrie alies ha... « hag eu... emezañ », hag e welan anezhañ oc'h antren 'ba an ti c'hoazh, « le modernisme tuera l'homme, emezañ », ha zo se ya... soixante-dix ans zo abaoe, ya 'vat ! hemañ a oa o chom er Wazh Du aze, ya 'vat ! « le modernisme tuera l'homme, emezañ », e welen anezhañ o fraoñval e divvrec'h evel-se, oh daonet e vo ! met lâret 'meus... lâret se mat a wech, « fidambie ! eñ 'oa ket genaoueg, sur ! met e blije ar bannac'h traoù dezhañ hag evel-se... eñ a oa vadrouilh te ! sell aze

[ˈklɛwə ma ˌyˑn ˈlɑːd ˈmomət so - tɾiyˈgɛnla - so zo - ag ə ˌhẽˑ wa ˌntɑ̃m ˈpo̞t ʃafuˌtis a ˌtɑ̃mo paɹˈtiˑo - ˈeːvə ɹe̞ ˈbɑ̃x a wa ˌɑj ˈto̞m ˌdeˑɑ̃ - a wa ˌɑjəd ə ˌɑ̃mɑ̃ - də ˈhulsˑe wɑ̃n ˌtɛɹhɛn ˈmeːnaʃ - ə fidəˈdu aj ˌto̞mˈmɑt tə ˈpo̞ˑd ˌɑɹe - ˌsɑ̃s hẽˑs ˌhɑje ˈdymɑ̃ ˌhɑje aˈliˑɛs a - ag ə ˌmeˑɑ̃ a ˌwe̞ˑlɑ̃ ˌneˑɑ̃ ˈhɑ̃ntɾən ban ˈtiˑ ˌxwɑs - ... ˌmeˑɑ̃ - a zo ze ja - ... zo ˌbwe - ja ha - ˌhemɑ̃ wa ˌʃo̞m ˌwɑˑzˈdyˑ ˌɑhe - ja vat - ... ˌmeˑɑ̃ - ˌwe̞ˑlɛn ˌneˑɑ̃ ˈfɹɑ̃wəl i ˈdiwvɹex vəˈse - o ˈdɑ̃wnəd ə vo - mɛ ˈlɑːɹɛ møs - ˌlɑˑt se ˌmɑd ə ˈweʃ - fidɑ̃mˈbiˑe̞ - hẽ ˌwa kə geˈnoˑg ˌzyˑr - mɛd e ˌbiˑʒe ˌbɑ̃x ˈtɾɛw ˌdeˑɑ̃ a vəˈse - ˌhẽˑ wa vaˈdɾuj te se̞l ˌɑhe]

j'en avais entendu un il y a un moment, cela fait... fait... soixante ans, et euh... c'était un gars « je m'en foutiste » et des petites fêtes... il buvait un coup et il était éméché, et il était arrivé euh... ici, à cette époque-là je tenais la ferme, et bon sang, voilà le gars bien éméché de nouveau, en princi... celui-là venait... il venait souvent chez moi et... « et euh... dit-il », et je le vois encore entrant dans la maison, « le modernisme tuera l'homme, dit-il », et ça c'est oui... il y a soixante-dix ans depuis, mais oui ! il habitait à ar Wazh Du là, mais oui ! « le modernisme tuera l'homme, dit-il », et je le voyais agiter les bras comme ça, oh damnation ! mais j'ai dit... dit ça plusieurs fois, « nom de dieu ! lui n'était pas idiot, assurément ! mais il aimait la boisson et donc... il était du genre à vadrouiller tiens ! voilà

Mari ar Gag, 1932, Bear (Lanneven) (dastumet gant Tangi)

1. oh ! 'vez ket gwerzhet don de famille hañ ! 2. fidedoue geo 'vat ! 1. me zo ganet aze 2. ... kuit da leskel anezhañ da goll 1. 'vo ket gwerzhet lec'h on-me ganet memestra 2. tout an traoù a vez gwerzhet 'vat plac'h kaezh 1. oh ! xxx ( ?) e vin-me bev 'meus ket c'hoant e ve gwerzhet, neuze 'h in en dizesper 2. fasil eo dit, me pa... pa... pa 'h in ac'hann, amañ e vo gwerzhet ivez, piv 'neus ezhomm deus hemañ ? tout 'deuint bep a di nevez, ar re-seoù a vez gwerzhet tout 1. oh ! tiez kozh a vez graet traoù chik gante pa vez arc'hant ivez

1. [o - ˌve kə ˈgwɛɹzə ... ɑ̃] 2. [fidəˈduˑe ge̞ ha] 1. [ˈme zo ˈgɑ̃nəd ˌɑhe̞] 2. [ˌkwit tə ˈlɛskə ˌneˑɑ̃ də ˈgo̞l] 1. [ˌvo kə ˈgwɛɹzə ˌle̞x hɔ̃ ˈgɑ̃ːnə ˌme mo̞sˈtɹɑ] 2. [ˌtun ˈtɾɛw ve ˈgwɛɹzət a ˌplɑx ˈkɛːs] 1. [o - ? vĩ ˌme ˈbew ˌmøs kə ˈhwɑ̃n ve ˈgwɛɹzəd - ˌnœhe hĩ ndiˈzespəɹ] 2. [ˈvasil e̞ ˌdit - ˈme pa pa - pa ˌhĩ ˈhɑ̃n - ˌɑ̃mɑ̃ vo ˈgwɛɹzəd ˌiˑe - ˌpiw nøz ˌem dœs ˈhemɑ̃ - ˈtud dœɲ ˌbo̞b ə ˌdi ˈnewe - ˈzew ve ˈgwɛɹzət ˌtut] 1. [o - ˌtiˑe ˈkoːz ve ˌgwɛt tɹɛw ˈʃig ˌgɑ̃te̞ pa ve ˈɑɹhɑ̃n ˌiˑe]

1. oh ! on ne vend pas un don de famille [maison] hein ! 2. mais bien sûr que si ! 1. moi je suis née là 2. ... pour ne pas le laisser perdre 1. on ne vendra pas là où je suis née quand même ! 2. mais on vend tout ma pauvre fille 1. oh ! xxx ( ?) je serai vivante je ne veux pas que ce soit vendu, alors je mourrai de désespoir 2. c'est normal pour toi, moi quand... quand... quand je partirai d'ici, ici ce sera vendu aussi, qui a besoin d'elle [maison] ? ils ont tous une maison neuve chacun, celles-là sont toutes vendues 1. oh ! les vielles maisons on en fait des jolis trucs quand il y a de l'argent aussi

1. Solañj Beuvan, 1949, Kawan
2. Ivet an Du, 1937, Kaouenneg
(dastumet gant Tangi)

... kalz a draoù da gaozeal ganin deus brezhoneg, hag e vo c'hwezhet dezhi 'vat paotr !

[ˌkɑlz ə ˈdɣɛw də goˈzeˑəl gɑ̃ˌnĩ dœz bɣe̞ˈzɔ̃ˑnək - a vo ˌhweˑət ˈtɛj ha ˌpo̞t]

... beaucoup de choses pour parler avec moi du breton, et elle sera très fière mon gars !

Michel Yekel, 1946, Bear (dastumet gant Tangi)

ha 'oa ket eu... 'oa ket deuet d'ar gêr bev, just e oan arri da gerc'hat bara evel-se peogwir 'h aen div wech ar sizhun en bisikled da gerc'hat bara, ha lâret da Nikol Gwilhou « daon ! n'eus ket mann nevez ebet amañ ? 'ba en Plûned ? » « ah, geo 'vat ! emezi ; ah ! arriet eo... aze zo arri ur maleur adarre emezi ! al Lagadeg emezi, Iv al Lagadeg deus Kraou ar Moc'h zo devet ! » « daonet e vo ma ene ! daon, n'eo ket posubl 'vat ! » « geo ! »

[a ˌwɑ kəd ə - ˌwɑ kə ˌdœ də ˌge̞ˑꝛ ˈbew - ˌʒyz wɑ̃n ˌɑj də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa viˌse pu ˌhe̞n ˈdiw weʒ ˈzyˑn ɛn bisiˈklɛd də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa - a ˈlɑˑɣəd də nikɔl ˈgwiju - ˈdɑ̃w ˌnøs kə mɑ̃n ˈnɛwe ˌbed ˈɑ̃mɑ̃ - ma ɛn ˈplyˑnət - a ˈge̞w ha ˌme̞j ˈge̞w - aˑ ˈɑjəd e̞ - ˌɑˑe zo ˌɑj ə ˈmɑˑlœꝛ ˌdɑj ˈme̞j - laˈgɑˑdəg ˌme̞j - ˌiv laˈgɑˑdəg des ˌkɣɔw ˈmoɣ zo ˈdɛwət - ˈdɑ̃wnə vo ma ˈiˑne - ˈdɑ̃w ˌne̞ kə ˈposyp a - ˈge̞w]

et il n'était pas euh... il n'était pas revenu chez lui vivant, juste quand j'étais revenu d'avoir été chercher le pain comme ça puisque j'allais deux fois par semaine en bicyclette pour chercher du pain, et [j'avais] dit à Nicole Guillou « dame ! il n'y a rien de neuf ici ? à Plûned ? » « ah, mais si ! dit-elle ; ah ! il est arrivé... là il y a de nouveau un malheur d'arrivé ! Le Lagadec dit-elle, Yves Le Lagadec de Kraou ar Moc'h est brûlé ! » « damné soit mon âme ! dame, mais ce n'est pas possible ! » « si ! »

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

'vo ket lemet ar glac'har, nann sur, se 'h arri ! pa vez kollet bugale yaouank

[ˌvo kə ˈlɛmə ˈglɑːhaɹ nɑ̃n zyɹ - ze hɑj - pe ve ˈko̞ləd byˈgɑːle ˈjo̞wɑ̃ŋ]

on enlèvera pas la peine, non sur, ça arrive ! quand on perd de jeunes enfants

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

ha goude e vo keuz !

[a ˌguː vo ˈkœ̃ː]

et après il y aura des regrets [perte du breton] !

Pier Gotie, 1938, Plûned (dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 893 frazenn.
123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445