Klask
« abandonet »
Frazennoù kavet : 15
-
👂 🔗 ya, bezañ e oa... Kapekern a oa, eno e oa ur vilin, ur vilin eu... lin ! Kapekern, Aurégan a oa proprieter eno met... eñ... eñ xxx ( ?), 'nea graet traoù ennañ, ha goude pa eo en em gavet ar brezel, eo aet d'ar brezel, bet lazhet 'ba ar brezel, ha feiz ! goude an traoù zo bet tout... abandonet, n'eus bet mann ebet ken eno, laosket tout en abandon, e dad a oa medesin met eñ 'soursie ket deus traoù a-sort-se kwa !
[ja - ... - ˌkapeˈkɛꝛn wa - ... - ... - ... - ˌkapeˈkɛꝛn - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Rojo al Leger ! eno eo... hennezh zo ur machin abandonet, ya, Rojo al Leger, ya 'vat ! feiz ya ! e bord ar rinieroù-se aze (war-draoñ ?), ya ! Rojo al Leger
[ˌɻoˑʒoˈleˑgəɾ - ... - ... - ja - ˌɻoˑʒoˈleˑgəɻ - ... - ... - ... - ja - ˌɻoˑʒoˈleˑgəɾ]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ar C'hozh Koad ? ar Roskoad, ya ! eno on bet o chom, 'ba ar Roskoad, eu... an ti zo... a oa 'ba penn... penn an hent kwa ! da dreiñ da vont... eno, hag e oa... eñ a oa... pañsionet deus ar brezel 14-18, ha ni a oa o chom un tamm pelloc'h eno 'ba an hent... diouzhtu goude, (an tioù ?) goude, eñ a oa bet abandonet, ar reoù a oa e-barzh a-raok, ma Doue ! ha goude ma zud-kaer 'dea prenet hennezh, hag a'deva dreset anezhañ kwa...
[ˈho̞skwat - ˈɻo̞skwat - ja - ... - ... aˈɻo̞skwat - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 « dimezell Taragon », he bez 'deus aze, abandonet aze, trist eo gwelet anezhañ
[diˌme̞ˑzəl taˈɹɑːgɔ̃n - ... - ...]
« la demoiselle de Taragon », elle a sa tombe là, abandonnée là, c'est triste de la voir
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jermen Raoul (Konan), ganet e 1931 e Plouared, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar Roz Kreiz, met aze eo abandonet, ça c'est... al lojeiz zo abandonet, ya, eñ eo... ouai, ouai ! ar Roz Kreiz, eñ zo 'ba ar foñs eno
[ˌɣoˑs ˈkɣɛjs - ... - ... - ... - ... - ˌɣoˑs ˈkɣɛjs - ...]
Beurleudi
Gant : Eme ar Bailh, ganet e 1944 e Tredarzeg, o chom e Beurleudi, tud bet ganet e Koadaskorn / Pleuveur.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. eu... pa oamp arri amañ, e oa douar abandonet, hag e oa ur park 'ba Kerello aze xxx ( ?), en tu all d'ar vilajenn, ha 'ma tremenet anezhañ peder gwech gant kezeg d'ar c'houlz-se, gant an drañcherez, ha 'vije ket gwelet tamm douar ebet c'hoazh, nann, nemet begoù fisel da krec'h aze, hein ?! 'ba... 'ba an hed-se apeupre, ha goude 'ma serret anezhe gant ar rastellerez foenn, ya 'vat 2. met bremañ 'vez ket gwelet ar sort-se kalz 1. nann, nann, nann, hag e vije lâret 'oa ket sañset da serriñ anezhe, met daon ! pa vije re, 'vije ket moaien da bakañ anezhe goude, goût a oarez, ivez, yeot ya, ya, just ya, ya, fisel a vije graet dioute kua, fisel ya, ya, ah ya ! hir, an traoù a oa hir gwelet a rit, ah ya 'vat ! met eñ... eñ a oa kap da diwadañ an douar hein ! ha... ha 'oa ket peuriñ mat d'ar saout koulskoude, daon nann ! daon nann ! nann, nann, nann, nann, ul louzaouenn fall
1. [ə - pe wɑ̃m ˌɑj ˈɑ̃mɑ̃ - wa ˈduˑaɹ ɑ̃bɑ̃nˈdɔ̃ːnət - a wa ˈpɑɹg bah ke̞ˈɹe̞lo ˌɑhe ? - tyˈɑl də viˈlɑːʒən - a ma tɹeˈmeːnə ˌneˑɑ̃ peˈdɛɹ gweʃ gɑ̃n ˈkeːzɛk də ˈhuls se gɑ̃n dɹɛ̃ˈʃeːɹəs - a viˌʒe kə ˌgwe̞ˑlə tɑ̃m ˈduˑaɹ be ˈhwɑs - nɑ̃n mɛ ˌbeˑgo ˈfisəl də ˈkwex ˌɑhe - ɛ̃ - bah bah ˈneːt se apøˌpɹɛ - a ˌguˑde ma ˈzɛɹəd ˌne̞ˑ gɑ̃n ɹasteˌleˑɹəs ˈfwɛn - ja ha] 2. [mɛ ˈbɹœmɑ̃ ˌve kə ˌgwe̞ˑlə ˈsɔɹse kɑls] 1. [nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - a ˌviʒe ˈlɑˑɹəd ˌwa kəd ˌsɑ̃səd də ˈzɛˑĩ ˌne̞ˑ ˌiˑe mɛ ˈdɑ̃w pe ˌviʒe ˈɹe - viˌʒe kə ˌmo̞jən də ˈbɑkɑ̃ ˌne̞ ˈguˑde ˈguːd ə ˌwɑˑɹe̞s - ˌiˑe - ˈjɛwɔd ja - ja ʒyst ja ja - ˈfisəl viʒe ˌge̞t ˈtʲɔ̃te̞ kya - ˈfisəl ja ja - a ja - ˈhiˑɹ ən ˈtɾɛw wa ˈhiːɹ ˈgwe̞ˑl ə ɹet - a ja ha mɛ ˌhe̞ - ˌhe̞ wa ˈkɑp tə diˈwɑːdɑ̃ ˈnduˑaɹ ɛ̃ - a a ˌwa kə ˌpœˑɹĩ ˈmɑːt tə ˈzo̞wt kusˈkuːde - dɑ̃w nɑ̃n dɑ̃w nɑ̃n - nɑ̃nɑ̃n nɑ̃nɑ̃n - ə luˌzuˑən ˈvɑl]
1. euh... quand nous étions arrivés ici, c'était des terres abandonnées, et il y avait un champ à Kerello là xxx ( ?), de l'autre côté du village, et je l'avais passé quatre fois avec des chevaux à cette époque-là, avec le diable, et on ne voyait pas le moindre morceau de terre encore, non, seulement des bouts de xxx ( ?) vers le haut, hein ?! de... de cette longueur-là à peu près, et après je les avais ramassés avec la faneuse, mais oui 2. mais maintenant on ne voit plus cette sorte-là 1. non, non, non, et on disait qu'il ne fallait pas les ramasser en principe, mais dame ! quand il y en avait trop, on ne pouvait pas les éliminer après, tu sais bien, aussi, de l'herbe oui, oui, juste oui, oui, « ficelle » qu'on les appelait oui, « ficelle » oui, oui, ah oui ! longs, ils étaient longs voyez-vous, ah mais oui ! mais ça... ça pouvait épuiser la terre hein ! et... et ce n'était pas une bonne pâture pour les vaches pourtant, dame non ! dame non ! non, non, non, non, une mauvaise herbe
???
Gant :
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa bet interet tud ha 'oant ket dimezet e-barzh, hag e oa bet eu... eskomuniet, 'na ket droed... 'nant ket droed da... da... d'ober an oferenn e-barzh kwa, e oa bet abandonet evel-se kwa, met Pier 'nije... 'na c'hoant da viret anezhi
[wa bed inˈtɛːʁət tyd a ˌwɑ̃ɲkə diˈmeːət baʁs - a wa bet ə - e̞sko̞myˈniˑət - ˌnakə ˈdʁwɛd - ˌnœɲkə ˈdʁwɛd də də - do̞ˑʁ noˌvɛʁn ˈbaʁs kwa - wa bed abɑ̃nˈdɔ̃ːnəd vəˈse kwa - mɛ pjɛʁ ˌnize - na ˈhwɑ̃n də ˈviːʁəd nɛj]
il y avait eu des gens d'enterrés dedans [la chapelle] et ils n'étaient pas mariés, et elle avait été euh... excommuniée, il n'avait pas le droit... ils n'avaient pas le droit de... de... de faire la messe dedans quoi, elle a été abandonnée comme ça quoi, mais Pierre avait... voulait la garder
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Odil Gotie, o chom e Plûned.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 welan ket e oa chapeloù all, ha honnezh zo bet lao... honnezh zo bet abandonet ha goude eo bet laosket da gouezhañ
[we̞ˌlɑ̃ kəd wa ʃaˌpelo ˈɑl - a ˈhɔ̃ˑs so ˌbe ˈlo̞ - ˈhɔ̃ˑs so ˌbed abɑ̃nˈdɔ̃ːnəd a ˈguˑde he̞ ˌbe ˈlo̞skəd də ˈgwẽˑ]
je ne vois pas qu'il y ait d'autres chapelles, et celle-là a été lais... elle a été abandonnée et après on l'a laissée tomber en ruine
Gant : Herri Gaoudu, ganet e 1931 e Koadaskorn, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Bear / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya ! met abaoe eo bet addreset kwa, bet e oa ur pennad-mat hag e oa bet eu... hoñ a oa bet abandonet 'vat, hag e oa adgraet eu... oh ya ! e oa bet ur pennad-mat hañ 'oa ket droed da vont e-barzh na mann ebet hañ ! hag e oa bet adgraet eu... memes eo graet gant un indu gwenn aze zo graet xxx ( ?), gwenn, ha n'eo ket brav an diabarzh anezhi hañ xxx ( ?) ha neuze 'oa ket... 'oa ket mann ebet ken, tout e oant bet distrujet tout ha laeret ha machinet tout, 'oa ket sant ebet, 'oa mann ebet ken 'ba Bodlezan, sort ebet
[a ja mɛ ˌbwe he̞ bet hadˈdɹesət kwa - bed wa ˌpɛnəˈmɑd a wa bed ə - ˌhɔ̃ wa bed abɑ̃nˈdɔ̃ːnət hat - a wa ˈhadgwɛd ə - o ja - wa be ˌpɛnəˈmɑd ɑ̃ ˌwa kə ˈdɹwɛt tɔ̃n baɹz na ˈmɑ̃n bed ɑ̃ a wa be ˈhadgwɛd ə - ˈmɛməs he̞ ˌgwɛd gɑ̃n ˌnindy ˈgwɛn ˌɑhe zo gwɛt ? - ˈgwɛn a ˌne̞ kə ˈbɹɑw diaˈbaɹz ne̞j ɑ̃ ? - a ˌnœhe ˌwa kə ˌwa kə ˈmɑ̃n be ˌken - ˈtud wɑ̃ɲ ˌbe disˈtɹyːʒət tut a ˈlɛːɹət a maˈʃiːnə tut - ˌwa kə ˈzɑ̃n bet - wa ˈmɑ̃n be ˌken bah bo̞ˈleˑən - ˈsɔɹd əˌbet]
ah oui ! mais depuis qu'elle a été rénovée [chapelle] quoi, elle avait été un bon bout de temps où elle était euh... mais elle avait été abandonnée, et elle était refaite euh.... oh oui ! elle avait été un bon bout de temps sans qu'il y ait droit d'aller dedans ni rien hein ! et elle avait été refaire euh... même qu'elle est faite avec un enduit blanc là qui est fait xxx ( ?), blanc, et l'intérieur n'est pas beau hein xxx ( ?) et aussi il n'y avait... il n'y avait plus rien, tout avait été complètement détruit et volé et machiné, il n'y avait plus aucune statue, il n'y avait plus rien à Bodlezan, rien du tout
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar menaj a oa bet abandonet, lesket da vont hag eu... al lojeiz a oa fall, an douar a oant... a oa lous ha tout ar stal, ar re-mañ, se a oa interesant evite peogwir ar briz a oa... ar briz a oa deus se ivez kwa, n'out ket kat da c'houlenn kalz a arc'hant evit un dra n'emañ en etat kwa, se zo sklaer
[ag ə 'me:naʒ wa bed ˌabɑ̃n'dɔ̃:nət 'lɛskəd də vɔ̃n ag ə lo'ʒɛjz wa vɑl ən 'du:aʁ wɑ̃ɲ wa ɑj lu:z a tut stɑ:l 'ʁemɑ̃ ze wa inte'ʁesən witɛ py'gy:ʁ bʁi:z wa bʁi:z wa dəs se ie kwa nu kə kɑd də hu:l kɑlz 'ɑʁhɑ̃n wid ən dʁɑ mɑ̃ kə 'netət kwa ze zo skle̞:ʁ]
et la ferme avait été abandonnée, délaissée et euh... le logis était mauvais, les terres étaient... étaient en friche et tout le bazar, ceux-ci c'était intéressant pour eux puisque le prix était... le prix était en fonction de ça aussi quoi, tu ne peux pas demander beaucoup pour une chose qui n'est pas en état quoi, ça c'est clair
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh met egile 'neus tapet ur gastennad aze paotr kaezh 'ba... 'ba ar pleg, ya, oh, just pa oas arri ! abandonet 'neus ? xxx ( ?) penaos e oa aet e c'har a-we, n'onn ket penaos, stoket 'neus deus troad ar barier, ya, re verr ya
[o mɛ e'gi:le nøs 'tɑpə gas'tɛnə ahe po'kɛ:s bah bah ple:k ja o ʒyst pə was ɑj abɑ̃'dɔ̃nɛ nøs ? pə'no:z wa ɛd i hɑ:ɹ wẽ nɔ̃ kə pə'no:z 'stɔkɛ nøz dəz twɑd 'bɑ:ɹjɛɹ ja 'ɹevɛɹ ja]
oh mais l'autre a pris une bûche là mon pauvre dans... dans le virage, oui, just quand tu es arrivé ! il a abandonné ? xxx ( ?) comment sa jambe était allée de travers, je ne sais comment, il a touché le pied de la barrière, oui, trop court oui
???
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met hennezh zo manet abandonet aze an ti-se
[mɛ hẽ̞:s so ’vɑ:nəd ˌabɑ̃n’dɔ̃:nəd 'a:he ən ’ti:ze]
mais celle-là est restée abandonnée là cette maison-là
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 domaj e oa dezhañ kwa, abandonet gant ar boeson kwa
['domaʒ wa deɑ̃ kwa abɑ̃'dɔ̃:nəd gɑ̃n 'bwɛsɔ̃n kwa]
c'était dommage pour lui quoi, [s'étant] abandonné à la boisson quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar plac'h vihan zo bet abandonet
[plɑh 'vijən zo bed ˌabɑ̃n'dɔ̃:nət]
la petite fille a été abandonnée
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket abandonet-kaer
[nɛ kəd abɑ̃'dɔ̃:nə kɛ:r]
ce n'est pas très abandonné
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi