Klask
« adkomañs »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 ha goude, e vijemp bet (o kombeder ?) 'ba... e-pad ar goañv, 'ba an dour, tapet gomon, hag a-wejoù, pa vije gros ar *mour... ar mor, pet 'tije graet ? xxx ( ?) 'ta graet ur bern... ur bern gomon aze, e arrie ur wajenn brasoc'h evit ar reoù all kwa ! xxx ( ?), hag adkomañs adarre !
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ə ˈwɑˑʒən ... - ...]
et après, quand nous avions été en train de (récupérer du goémon ?) dans... en plein hiver, dans l'eau, récolter du goémon, et parfois, quand la mer était agitée, combien tu avais fait ? xxx ( ?) tu avais fait beaucoup... beaucoup de goémon là, et une vague plus grande que les autres arrivait quoi ! xxx ( ?), et [il fallait] recommencer de nouveau !
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
🔗 adkomañs 'ta da frazenn !
[hatˈko̞mɑ̃s ta də ˈvɣɑːzən]
recommence ta phrase donc !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar c'hloajadennoù, dam... ya, a-greiz-tout ec'h a a-raok ha goude e diminu, hag e adkomañs kwa
[ˌhlaʒaˈdeno - dɑ̃m - ja - gɣɛjsˈtut ha ˌɣo̞ˑk a ˌguˑde diˈmiˑny - a hatˈko̞mɑ̃ˑs kwa]
les douleurs persistantes, dame... oui, parfois ça part et après ça diminue, et ça recommence quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bepred e vezan pedet... da Gawan, gant Moris, hag eu... 'ma kavet eu... Prad, Roje Prad, maer... maer... eñ a oa maer d'ar c'houlz-se c'hoazh, ha 'ma lâret dezhañ, « an deizioù all... » se a oa bloaz an eleksionoù, « an deizioù all eu... esa adkomañs se neuze ? » hag eu... « marteze ! emezañ », 'oa ket... 'oa ket sur deus e jeu tamm... tamm ebet, ha 'oa ket... bet e oa paket ivez kwa, ha se 'neus eu... feiz, 'neus eu... se 'neus gonezet an nerfs, hennezh zo marvet e-skeud-se, an drubuilh
[ˈbopə ve̞n ˈpeːdət - də ˈgɑwɑ̃n - gɑ̃n moˈɹis - ag ə ma - ma ˈkɑːd ə pɹɑt - ˌʁoʒeˈpɹɑt - ˈmɛːɹ ˈmɛːɹ - hẽ wa ˈmɛːɹ də ˈhulsːe hwas - a ma ˈlɑːɹ ˈdeˑɑ̃ - ˌndejoˈɑl - ze wa ˈblɑː ən elɛkˈsjɔ̃ːno - ˌdejoˈɑl ə - ˈhe̞sa hatˈko̞mɑ̃s se ˈnœˑe - a ə - maˈtehe ˈmeˑɑ̃ - ˌwakə ˌwakə ˈzyːɹ dəz i ˈʒœː tɑ̃m - ˈtɑ̃m bet - a ˌwakə - be wa ˈpɑkəd ˈie kwa - a ze nøz ə - feː nøz ə - ze nøz gɔ̃ˈneːəd ˈnɛɹ - ˈhẽːs so ˈmɑɹwə skœdˈze - ən ˈdɾyːbyj]
je suis toujours invité... à Kawan, par Moris, et euh... j'avais trouvé euh... Prat, Roger Prat, le maire... le maire... il était encore maire à cette époque-là, et je lui avais dit, « dans les jours qui viennent... », c'était l'année des élections, « dans les jours qui viennent euh... [tu vas] essayer de recommencer ça alors ? » et euh... « peut-être ! » qu'il avait dit, il n'était pas... il n'était pas sûr de son coup... pas du tout, et il n'était pas... il avait été battu aussi quoi, et ça a euh... ma foi, ça a euh... ça a gagné les nerfs, celui-là est mort suite à ça, le tracas
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet 'meus graet partiadoù, ur bern, ha n'houllfen ket adkomañs ken
[bed møz gwɛt ˌparti’ɑ:do bɛrn a ’nulfɛn kə hat’komɑ̃s ken]
j'ai fait des fêtes alcoolisées, plein, et je ne voudrais pas recommencer
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze e vo ret adkomañs gant al lun
['nœ:he vo ɹɛt hat'komɑ̃z gɑ̃n ly:n]
alors il faudra recommencer un lundi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'mefe ket c'hoant da adkomañs ar pezh 'meus graet
[mefe kə hwɑ̃n də hat'komɑ̃s pe:z møz gwɛt]
je ne voudrais pas recommencer ce que j'ai fait
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hag o vont da adkomañs labourat emañ ?
[a vɔ̃n tə hat'komɑ̃z la'bu:rəd mɑ̃]
elle est sur le point de reprendre le travail ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met hennezh, pa ra glav re, ne chom ket, eñ ne bega ket, eñ diouzhtu evel e vez graet ur pilad glav e vez d'ober adkomañs
[mɛ hẽ̞:s pe rɑ glɑw re ʃɔm kət hẽ̞: 'be:gɑ kət hẽ̞: dy'sty wɛl ve gwɛt 'pi:lə glɑw ve do:r at'komɑ̃s]
mais celui-là, quand il pleut trop, il ne reste pas, il ne colle pas, lui dès qu'il y a une grosse averse, il faut recommencer [bouillie bordelaise]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met hennezh, pa ra glav re, ne chom ket, eñ ne bega ket, eñ diouzhtu evel e vez graet ur pilad glav e vez d'ober adkomañs
[mɛ hẽ̞:s pe rɑ glɑw re ʃɔm kət hẽ̞: 'be:gɑ kət hẽ̞: dy'sty wɛl ve gwɛt 'pi:lə glɑw ve do:r at'komɑ̃s]
mais celui-là, quand il pleut trop, il ne reste pas, il ne colle pas, lui dès qu'il y a une grosse averse, il faut recommencer [bouillie bordelaise]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi