Klask
« admont »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 Ha goude 'ma goullet, hag-eñ 'ma droed da admont e-krec'h adarre. Hag e oan aet. Ha 'ma roet ur vazhad. Teir gwech e oan bet e-krec'h, 'ba Bégard. 'Ba... 'ba... 'ba... 'ba ar mât de cocagne. Hag en tri... en drivet pod, 'ma bet ur c'honifl. Ur c'honifl (krewaleg ?). Evel e vez lakeet en-dro da goûg... goûg ur plac'h aze. Ur bichig ! a vez graet duzh se. En breton... en breton. Bichig. Ha 'ma bet ur c'honifl gwir e-barzh.
Et après j'avais demandé, si j'avais le droit de remonter à nouveau. Et j'étais allé. Et j'avais donné un bon coup. J'étais monté trois fois, à Bégard. Au... au... au... au mât de cocagne. Et dans le trois... dans le troisième pot, j'avais eu un lapin. Un lapin xxx ( ?). Tel qu'on en met autour du ou... du cou d'une femme là. Ur chaton ! qu'on appelle ça. En breton... en breton. Chaton. Et j'avais eu un vrai lapin dedans.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aliesoc'h-a-wech pa 'no tapet unan, n'ey ket ad... admont warnañ goude, pa vez yenaet kwa, keit e vez tomm ar boued, met neuze ec'h arri ul loen fall all bennaket kwa
[ali’esɔh weʃ pe no ’tɑpəd yn nɛj cəd had - ’hɑdmɔ̃n waɹnɑ̃ ’gu:de pe ve ’ji:nət kwa kɛjd ə ve tɔm bwet mɛ ’nœ:he hɑj lwe̞nva’lal bə’nɑkət kwa]
plus souvent quand il [épervier] en attrape un [pigeon], il ne va pas... il ne revient pas dessus après [le manger], quand il est refroidi quoi, tant que la nourriture est chaude, mais alors un autre nuisible arrive quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 admont
['hadmõn]
aller de nouveau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 admont
['hadmõn]
retourner, aller de nouveau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vo ret din admont da... e vez ret din mont da beurdebriñ ma merenn kwa boñ, pe ma adverenn, ar sort a veze
[a vo rɛt tĩ 'hadmɔ̃n tə ve rɛt tĩ mɔ̃n tə bɛr'di:bi mə mɛrn kwa bɔ̃ pe mə ha'vɛrn sɔrd viʒe]
et il faudra que j'aille de nouveau... il faut que j'aille finir de manger mon déjeuner quoi bon, ou mon goûter, ce qu'il y avait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi