Klask
« ampichet »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 me n'onn ket petra 'deuint... petra zo kaoz 'deuint kement-se a droug diouzhin, me 'meus graet mann ebet da den ebet, na ampichet eu... nann ! abalamour 'meus graet kaeroc'h evite ? met ma 'meus graet kaeroc'h evite... 'meus ket ampichet anezhe d'ober ivez
[me ˌnɔ̃ kə ˌpɹɑ dœɲ - ˌpɹɑ zo ˈkoːz dœɲ keˌmese ˈdɾug diwĩ - ˌme møz ˌgwɛd ˈmɑ̃nbed də ˈdenbet - na ɑ̃mˈpiʃət ə - ˌnɑ̃n - ˌblɑ̃m møz ˌgwɛt ˈkɛːɹɔx ˌwite̞ - mɛ ma møz ˌgwɛt ˈkɛːɹɔx ˌwite̞ - ˌmøs kə hɑ̃ˈpiʃə ˌne̞ ˈdoːbəɹ ˌiˑe]
moi je ne sais pas ce qu'ils ont... pour quelle raison ils ont tant que ça de colère contre moi, moi je n'ai rien fait à personne, ni empêché euh... non ! parce que j'ai mieux réussi qu'eux ? mais si j'ai mieux réussi qu'eux... je ne les ai pas empêché de faire non plus
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir me zo arri heug, hag ur wech 'na... 'na ampichet ac'hanon da debriñ ma goan
[pə'gu:ʁ me zo ɑj hœ:g a veʃ na na ɑ̃m'piʃə ɑ̃w 'di:bĩ ma gwɑ̃:n]
puisque je suis écoeuré, et une fois il m'avait... m'avait empêché de manger mon dîner [harcèlement]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 kazi graet e oa met n'onn ket petra a oa bet arru, e oa ampichet d'ober
['kɑhe wɛd wa mɛ nɔ̃ kə prɑ wa bed ɑj wa ɑ̃m'piʃəd do:r]
ça avait été presque fait mais je ne sais pas ce qui était arrivé, ça avait été empêché [vente]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 grez evel e kari ! me 'ran ket foutr petra a refet hañ ! en tous les cas goude 'to ket ezhomm mont da Gerdanioù ken da sevel da fri hañ ! ah nann ! ah nann ! 'to ket ezhomm mont neuze parce que... goude e vo lâret 'h eo me 'mo ampichet ac'hanoc'h da... d'ober... d'ober gant eu...
[gwe̞z we̞l ˈkɑːʁi - me ʁɑ̃ kə fut pʁa ˈʁefəd ɑ̃ - ... ˈguːde to kem mɔ̃n də ge̞ʁdaˈniːo ken də ˈzeːvəl tə vʁi ɑ̃ - a nɑ̃n - a nɑ̃n to kem mɔ̃n ˈnœːhe paskø - ˈguːde vo lɑːʁ he̞ me mo hɑ̃mˈpiʃəd ɔh də do̞ːʁ ˈdo̞ːbəʁ gɑ̃n ə]
fait comme tu voudras ! moi je m'en fous de ce que vous ferez hein ! en tous les cas après il ne faudra plus que tu ailles à Kêrdanioù pour faire le curieux hein ! ah non ! ah non ! il ne faudra pas que tu ailles alors parce que... après on dira que c'est moi qui vous a empêchés de... faire... faire avec euh...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ampichet d'ober a-hent-all
[ãm'piʃət to:r 'hɛndal]
empêché de faire autrement
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kazi graet e oa met n'onn ket petra oa bet arru, oa ampichet d'ober
['kɑhe wɛd wa mɛ nɔ̃ kə prɑ wa bed ɑj wa ɑ̃m'piʃəd do:r]
ça avait été presque fait mais je ne sais pas ce qui était arrivé, ça avait été empêché [vente]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 e veze ampichet an dour da vont warnañ
[viʒe ɑ̃m'piʃə du:r də vɔ̃n warnɑ̃]
on empêchait l'eau d'aller dessus
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « ur preuleg » emezon-me 'h eo se, « ur preuleg », ya, ma dad a oa bet... 'ba... 'ba an tribunal gwechall, ampichet daou d'en em gannañ, ha goude e oa bet koñvoket evit bezañ témoin kwa, evit bezañ... mont da welet... « test » comme on dit en breton (T. : test ?) ya, test a oa ya
[ˈpɹœːlək ˈmɔ̃me̞ he̞ ze - ˈpɹœːlək - ja mə ˈdɑːd wa bet - bah bah tɾiˈbyːnəl gweˈʒɑl - hɑ̃mˈpiʃə do̞w də nɔ̃n ˈgɑ̃nɑ̃ - a guˑ wa be kɔ̃ˈvokəd wid ˈbeːɑ̃ ... kwa - wid ˈbeːɑ̃ - mɔ̃n tə ˈwe̞ːlət - test ... - ja ˈtest wa ja]
« une plaidoirie » que c'est ça, dis-je, « une plaidoirie », oui, mon père avait été... au... au tribunal autrefois, ayant empêché deux de se battre, et après il avait été convoqué pour être témoin quoi, pour être... aller voir... « témoin » comme on dit en breton (T. : témoin ?) oui, il était témoin oui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi