Klask
« apresevet »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 nann, se a oa un oto velen 'meus apresevet
[nɑ̃n - ze wa ˌnoto ˈveːlən møz apɛɹˈseːvət]
non, c'était une voiture jaune que j'ai perçue
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'onn ket oc'h ober petra e oan, 'ma apresevet « dam, emezon-me, sell 'ta ! emezon-me », 'ma gwelet... e oan a-grap ar vur ha goude neuze... met 'ma ket gwelet petra a oa ganti, 'ma gwelet e oa un neizh moualc'h met a-benn neuze 'da videt anezhañ
[nɔ̃ kə ho̞:ɹ pɹɑ wɑ̃n ma apɾɛ'se:vət dɑ̃m 'mɔ̃mɛ sɛl ta 'mɔ̃mɛ ma 'gwe̞:lə wɑ̃n kɹap'vy:ɹ a 'gu:de 'nœ:he mɛ ma kə 'gwe̞:lə pɹa wa 'gɑ̃nti ma 'gwe̞:lə a wa ne:z mwɛlx mɛ bɛn 'nœ:he da 'vi:də neɑ̃]
je ne sais pas ce que j'étais en train de faire, j'avais aperçu « dame, dis-je, tiens donc ! dis-je », j'avais vu... j'étais aggripé au mur et après alors... mais je n'avais pas vu ce qu'elle avait [épervier], j'avais vu que c'était un nid de merle mais pour alors elle l'avait vidé
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'nije apresevet mat neuze e lazhe anezhañ
[pe niʒe apɾɛ'se:vəd mɑ:d 'nœ:he 'lɑ:he neɑ̃]
quand il avait bien aperçu, alors il l'éteignait [lampe]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma apresevet an naer
[me ma apɾɛ'se:və nɛ:ɹ]
moi j'avais aperçu le serpent
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'ma gwelet... 'ma apresevet, « pouf ! », 'ma bloket peogwir 'ma mouget ar moteur
[pe ma 'gwe̞:ləd ma apɹɛ'se:vət puf ma 'blokət py'gy:ɹ ma 'mu:gə 'motəɹ]
quand j'avais vu... avais aperçu, « pouf ! », j'avais pilé puisque j'avais coupé le moteur
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi